Jargal ha Tsendev o deus ezhomm ho sikour ! Ni, hag a sin amañ, a

Transcription

Jargal ha Tsendev o deus ezhomm ho sikour ! Ni, hag a sin amañ, a
Jargal ha Tsendev o deus ezhomm ho sikour !
Ar plac'hig Jargal Purev zo bet dare dezhi mervel e
Bro Mongoli. He mamm Tsendev Purev oa dimezet
gant ur c’hazak ha magañ karantez a rae evitañ
dreist pep tra. E-touez kazaked Mongoli an dimezi
etre mongoled ha kazaked zo difennet groñs. P’he
deus gouezet familh he gwaz e oa bet ganet ur
plac’hig, paotred a en em gavas er gêr hag a
c’hourdrouzas lazhañ ar bugel “dic'hlan”, an
hengounioù hag ar c’hustumoù a rank bezañ doujet
outo en un doare strizh.
Tsendev ha Jargal a rankas kuzhat, met netra da
ober, klask a oa warno. An tad bloñset a lavaras da
Tsendev ne oa ket a zibab all estreget kuitaat
mongoli. Aozañ a reas ar c’himiad hag er mod-se
eo e tegouezhas e Sant Brieg.
Jargal Purev zo skoliatet e Diwan Sant Brieg abaoe
miz Here 2007.
Hiziv n’emañ ket bev he zad ken, drouklazhet eo
bet ganto. Tsendev, merc’h penherez m'eo marvet
he zud, n’he deus ket a familh ken, na gwaz evit
difenn anezhi.
Savet he deus ur goulenn degemer hag a zo bet
nac’het, n’he doa ket a advokad da zifenn anezhi.
Prefed Aodoù an Arvor a fell dezhañ kas anezhi endro d’an harzoù, ret eo ober sifroù.
Tsendev zo spontet o soñjal distreiñ d’he bro, lec’h
m’emañ ar marv o c'hortoz anezhi hep mar ebet.
Diwall anezhi a rankomp ober, he degemer, kinnig
dezhi an degemer.
Ni, hag a sin amañ, a c’houlenn gant an aotrou Prefed ehanañ gant e arete da gas
anezhi d'an harzoù ha reizhañ Tsendev evel ma c’hell ober hervez lezenn.
Ne c’hellomp ket gouzanv e vefe ur vamm hag ur verc’hig 6 vloaz kaset d’ar marv end-eeun.
Sinit ha lakit sinañ, gellout a reont bezañ skarzhet d’un devezh d’egile.
Anv
Anv bihan
Chomlec'h
Sinadur
Da gas en-dro da Kuzul skoazell - Skol Diwan Sant-Brieg - 19 bali Carnot 22 000 Sant-Brieg
Gellout a reer tizhout ar sinadeg-se war Internet : http://resf.info/P740
Jargal et Tsendev ont besoin de votre soutien !
La petite Jargal Purev, échappa à la mort en
Mongolie. Sa maman Tsendev Purev s’est mariée
avec un Kazakh qu’elle aimait par-dessus tout.
Chez les Kazakhs de Mongolie, l’union entre
Mongols et Kazakhs est strictement prohibée.
Quand sa belle famille apprit la naissance de la
petite, des hommes débarquèrent au domicile et
menacèrent d’éliminer l’enfant "impur", les
traditions et les coutumes doivent être respectées
sans aucune dérive possible.
Tsendev et Jargal durent se cacher, mais rien à
faire, elles étaient recherchées. Le papa meurtri dit
à Tsendev qu’il n’y avait pas d’autre choix que de
quitter la Mongolie. Il organisa le départ et c’est
ainsi qu’elle se retrouva à Saint-Brieuc.
Jargal Purev est scolarisé à Diwan Saint-Brieuc
depuis octobre 2007.
Aujourd’hui le papa n’est plus de ce monde, ils
l’ont assassiné. Tsendev, fille unique, dont les
parents sont décédés n’a plus de famille, plus de
mari pour la protéger.
Elle a fait une demande d’asile qui a été rejetée,
elle n’avait pas d’avocat pour la défendre.
Le préfet des Côtes d’Armor veut la reconduire à la
frontière, il faut faire du chiffre.
Tsendev est terrorisée à l’idée de retourner dans son
pays, là où la mort est assurée.
Nous devons la protéger, la recueillir, lui offrir
l’asile.
Nous, signataires de cette pétition, demandons à Monsieur le Préfet de lever son arrêté
de reconduite à la frontière et de régulariser Tsendev comme la loi le lui permet.
Nous ne pouvons supporter qu’une maman et une petite fille de 6 ans soient envoyées à une mort certaine.
Signez et faites signer cette pétition, elles peuvent être expulsées du jour au lendemain.
Nom
Prénom
Adresse
Signature
À renvoyer à Comité de soutien - Skol Diwan Sant-Brieg - 19 boulevard Carnot 22 000 Saint-Brieuc
Il est possible de signer cette pétition su r Internet : http://resf.info/P740