Deoh d`ober, pe da adober, anaoudegez gand Brud

Transcription

Deoh d`ober, pe da adober, anaoudegez gand Brud
N°308
Genver - 2015
nevez
Dianav med n'int ket estrañjourien Yvon Le Men 3
Enezeier an heol
5
Ar Reunion : doarerou eur vro Yvonne Le Hen 6
Gwadloup : eur vuhez nevez evid ar hreoleg ? Anna Quéré 17
19
Ar baradoz n’eo ket tre Maore Laurence Lavrand
Martinik : ken dihortoz ha ken bamuz ? Izan Belz 26
Er Reunion, c’hwezeg vloaz goude Y.-L. , K. Ar Bod 30
Hurricane, enezourien o youhal S. Dracius, M.-L. Larade,
D. Maximin, M. Rippon, J. René-Corail 33
Lennegez
Barzonegou Marcel Diouris 41
Luskellerez Loeiz Grall 44
Heb titl Anton Tchekhov 45
Ar goulenn Frank Roger 47
Enor Gwillou Kergourlay 49
Eur spered digor o vond war-nij Bernez Rouz 50
Briata 51
Kavaliourez ar bal diweha 53
Bitekle 54
‘Benn warhoaz ‘vo deiz c’hoaz 56
Dahud 58
Distro e Breiz Jil Killivere 60
Kelaoui
Leoriou L. Grall, S. Chedifer, J. Le Dû 68
Muzik B. Quillien 71
Keleier 72
Pennad-digori
N
Mond a ra an amzer e-biou, d’ar
pevarlamm a-wechou. Sabatuet om
bet oll kerkent ha klevet peseurt
darvoudou euzuz a oa en em gavet
e Pariz eur miz ‘zo. Tenna a zo bet
greet a-daoliou fuzuill war
gazetennerien Charlie Hebdo, war o
heneiled, war boliserien ha war
Yuzevien. Seiteg a dud kollet o
buhez ganto e tri devez. Eul
lahadeg. Spontuz, hirisuz, ha
dihouzañvuz. Rag ma h int marvet
eo dre ma zo lod o tinah ouz
mabden an droed e-neus da
zisklêria e zoñj war baper pe dre
An 11 a viz genver
gomz. D’ober goap ma fell dezañ,
dre e skridou hag e dresadennou.
Da veza dizoujuz e-keñver an dud a
halloud koulz hag e-keñver ar
relijionou, perag pas ?
Ar pez na ouie ket ar vuntrerien hag
ar sponterien eo e savje eur bobl abez evid dislared anezo hag evid
divenn al liberte, frankiz ar helaoui,
ar frankiz d’embann e vennoziou,
an demokratelez en eur ger.
Skodeget eo bet an dud, med n’odeus ket pleget. Manifesterien beb
a greion ganto a zo bet a-vilionou er
Brud nevez da vad
N
hêriou braz evel er bourkou bihan,
biskoaz ne oa bet kemend-all.
Charlie om toud, o-deus embannet
ar Vretoned evel ar Frañsizien all.
Diwallom d’ober eus estrañjour
deuz kement hini n’anavezom ket,
eme ar barz Yvon Le Men.
Eun devez kaer eo bet an eil sulvez
deuz ar bloaz nevez. Eur zulvez a
esperañs, evel na vez nemed ral a
wech e buhez an nen. Gand se,
bezom fiziañs en amzer-da-zond.
Bloavez mad d’an oll.
Brud Nevez
Etre ho taouarn ema doare nevez ar gelaouenn. Kresket eo eun disterra, evel a welit, e-keñver ment. Êsoh
a ze e vo kinnig ar pennadou e-barz, heñvelloh e vo deuz eur gwir magazin, êsoh ha bravoh a ze da lenn.
Cheñchamanchou all a zo bet greet en diabarz, evid m’ho-pefe muioh a ze a interez hag a blijadur o lenn
ahanom.
Trugarez da Wenola Derrien, da v/Maguy Kérisit ha da skipaill an dud a volontez vad da veza greet deuz o
gwella evid prienti ar stumm nevez-mañ.
D’ho tro bremañ, lennerien, da lavared ho soñj, da goumananti pe da adkoumanti e koulz, ha da glask deom
koumananterien all, kement hag ober. Trugarez deoh ive ! Heptoh, ne vije ket deuz Brud Nevez kennebeud !
2 - Brud Nevez
Yvon Le Men
Dianav
med n'int ket estrañjourien
Kê d'an estrañjour evel ti da gamarad
ha ti da gamarad 'vel d'an estrañjour
Abaoe pell ema on yezou o tispartia ahanom
daoust d'ar meneziou
d'ar plênennou,
d'ar stêriou
om pignet warne
meum treuzet
meum hedet
abaoe pell ema on doueou o tispartia ahanom
daoust d'an dezerz
d'an oabl
d'ar mor
meum pedet
Hag-eñ eo ar wezenn-avalou estrañjourez ar wezenn-bin
ar wezenn-orañjez hini ar wezenn-dero
skleur ar wezenn-bupli e riñvier ar Hastill
ha sklêrroh eo evid ar wezenn-vezo
en eul lenn e Finland
Brud Nevez - 3
an erh o ra e Odens
en Danmark
devez Nedeleg
ha gwennoh eo
evid an hini a ra diwar huñvreou an Touareg
e Bamako
devez an Aïd
al loar a joman da zelled outañ fenoz
en hanterzouar nord
ha rontoh eo
evid an hini na weler ket emberr
en hanterzouar traoñ ?
Abaoe pell e vez on yezou o strobinella ahanom
a-drugarez d'ar bara
d'ar gwerziou
a rannom etrezom
en-dro d'ar memez taol
hag an dorn a zigor an hent din
er vro-ze m'en em gollan
a zo tostoh ahanon
evid an hini a hourdrouz
en va bro m'en em goller
adaleg ma vez en tu all d'an hent
a liamm on hêriadennou
on harteriou
en on kêr
en on bro
unan bennag dianav a reer deuzoutañ
eun estrañjour
Yvon Le Men
Gand aotre hegarad ar barz
Bet embannet evid ar wech kenta
war Ouest-France ar zul 11 a viz genver 2015
Troet gand Fañch Broudic
4 - Brud Nevez
D
A N D O SE R
Enezeier an heol
Eun toullad miziou 'zo on-eus dibabet lakad ar gaoz en niverenn-mañ
euz Brud Nevez war an inizi tramor, kement ha lakad ahanoh da huñvreal
e-kreiz ar goañv. Brao mond da vakañsi eno moarvad, med tennoh evid na
greder e hell beza ar vuhez eno. Youhal a ra an enezourien a-wechou zoken.
D
Yvonne Le Hen - Fanch Broudic
Ar Reunion :
doareou eur vro
An tiez
En Enezenn ar Reunion eo an EntreDeux1 unan euz ar brava kêriadennou, ha pell ‘zo he-deus bet skiant
deuz he finvidigeziou e-keñver glad.
Eno e kaver e-leiz a diez evel ma
oant bet savet a-orin, logou2 euz ar
re vihanna bet fardet gand tol koulz
ha tier-ezeh e koad. Meur a astenn
a zo bet laket dezo etre an eil rummad hag egile, a-dreñv pe war ar
hostez, heb cheñch seurt er framm
kenta avad.
Padal, ar jardrinou a zo chomet evel
ma oant bet stummet gand ar re
genta o-deus bevet eno. Jamez ne
vo kavet eur wezenn-bananez dirag
ti ebed : dalhmad e vez plantet adreñv, evid ma ne vefe ket gwelet
gand an dremenerien ! Fleur, legumaj ha plant c’hwez vad ha blaz
mad a gaver aliez er memez ervenn,
hag eur poull dour-glao pa vez frank
a-walh ar pez-douar, a beb tu d’an
ale-greiz, evid ma vefe an daou du
a-skwer.
An tier-ze a reer war o zro dre ar
munud. War-lerh eur gorventenn, e
ra pep hini euz e wella da renka
6 - Brud Nevez
1
toud ar pez a vez bet domajet : adtacha an dantelezennou dindan an
toennou – lorh kement perhenn a
zo – hag ar pleñch a vez bet abumet,
lakad tol nevez e plas ar re draillet
war an doenn, ha kement hag ober
adliva talbenn an ti. Adkempenn a
reer dreist-oll ar stalafiou hag ar “Z”
anavezet mad a vez warno.
E ti an itron Payet
150 vloaz ‘zo eo bet fardet al Log
Payet (poltred 1), en eur stumm hirgarrezeg, gand eun doenn pevar
gostez o-devez an aveliou nebeutoh
a grog enni. Disheñvel eo deuz
logou all ar gêriadenn : simpl al liviou, griz an tresadennou e stumm
eul lozañj, kaer a-walh talbenn ar
batis evelkent. An daou bignon a
vez laket bardellou koad warno.
Kenta tra a weler en eur en em
gaoud e ti an itron Payet eo ar bleuñiou hag ar plant a zo e-leiz anezo
en tu dehou hag en tu kleiz, hag a
ziskulio ar perhenn o anoiou deoh :
hibiscus, fleur glaswenn Madagaskar, strelitzia hag ortañsia zoken.
“Kit beteg ar hambon3”, emezi,
“freskoh eo eno”. Ar "veranda" a
reer aliez deuz ar hambon-ze, e
gaou : troet e vez bepred war-zu an
hanternoz pe ar zao-heol hag eno e
tigemerer tud ar famill, an amezeien, ar vignoned. En a-adreñv
ema ar gegin, hag a zo digor-frank
war ar verjez, a zo ennañ gwez
papaï, sitroñs, mañgez, ha plant
kafe a deu an evned da zebri an irin
ruz diwarno adaleg ma vez troet ho
kein ganeoh !
2
Konta eur zistoir lontan a ray an
itron Payet en eur zervijoud deoh
eur banne kafe Bourbon kreñv, hag
he-deus hi kutuillet en he jardrin
evel m’eo dleet. En XVIIIved kantved
eo en em gavet ar hafe er Reunion,
euz an Arabi.
Logou bihan,
logou cheuh
Dister-kenañ eo al log bihan glaz en
tol (poltred 2), ha koulskoude eo
splann an dantel-lakaz dindan an
doenn, bet didrohet war-eeun en
tol ha livet en gwenn goude ze. Kloz
3
Brud Nevez - 7
eo an nor hag ar prenecher. Ne zistroio ket ar vamm-goz a oa eno o
chom. Êet eo kuit, hi hag a gorde
eur seurt agavez a reer choka deuz
outañ, da farda tokeier ha chaosonou evel a veze gwechall e tier ar
vourhizien.
Bresk eo al logou kreol ! Er hêriou
braz ez eus nebeutoh-nebeuta deuzouto, ha pa vez bet tan, a-boan ma
chom an eñvor deuzouto. E SantDenez eo moarvad a-drugarez d’ar
hoñversiou eo bet miret ar batisou
uhel eun estaj hag ar hambreier
gand dantelezennou dindan an
doenn (poltred 3). Ar pleñch glaz
war talbenn ar batisou n'int ket en
koad ken moarvad, kentoh en eun
danvez kompozit bennag, hag ar
stalafiou e PVC ! Ar pondaleziou
gand spledou houarn, ken kizellet
ha ma 'z int, a deue an dud eno
war-lerh o devez-labour da glask
eur banne êr fresk.
4
Demeurañsou lorhuz
Er Reunion evel e lehiou all, e reer
eur "sirk" deuz eun izelenn-douar
hag a zo bet anezi gwechall-goz siminal eur menez-tan. Gand Cilaos
ha Mafate eo Salazie unan an tri
sirk kaerra a zo en enezenn (poltred 4). En hemañ diweza, en em
gaver gand Hell Bourg, 950 metr
uhelder, a zo bet klaset evel unan
euz brava kêriadennou Frañs. Ken
brudet e oa abalamour d'ar mammennou dour-bouill ma h ee di da
zoegn n'eo ket ar vondianed kreol
hepken, pinvidien Afrika ar Zu, ar
Henya hag ar Mozambik ive. Pezia8 - Brud Nevez
5
dou demeurañsou kaer a oa bet
savet da loja anezo, unan a zo en iñvantor o hortoz beza klaset.
Abaoe 1948 eo êet ar mammennou
da hesk, med chomet eo ar gêriadenn en he stad. A-hed ar ruiou war
ziribin, ar skalierou bazalt hag ar
gwenojeier, e ver bamet o weled an
tiez giz ar vro hag al liorzou evel a
vez en tropikou, gand kamelia, anthurium, raden, begonia, datura ha
fleur ar basion o kreski enno meskha-mesk.
E-kreiz kemend-all a demeurañsou
lorhuz, tier-digemer ha restaorañchou cheuh, e-neus dalhet an tikrampouez Le Gall (poltred 5) d'an
doare strobinelluz a zo bet a-viskoaz
hini eun tammig log kreol. Daoust
ha Bretoned a zo o terhel anezañ ?
N'ouzon ket. Dre doull an nor e heller gweled ar pez a anver du-hont
eur vaskulenn, eur varrenn goad a
dalveze da brenna an noriou hag ar
prenecher deuz an diabarz, evel a
veze e kement ti kreol. Sebezet e vez
bepred an douristed hag ar valeerien war-droad o tiskoacha tost
deuz plasenn ar Gomedienn eun tikrampouez a heller añtreal ennañ
d'eva eur chopinad chistr fresk.
Bretoned e St-Denez ?
Na pegen dihortoz en em gavoud
en eur vale dre kreiz-kêr SantDenez dirag eur batis, Ty coz e ano,
gand an erminig hag eun espez banniel Breiz livet war ar stalafiou (poltred 4). Lavaret e vefe eun
ti-krampouez. N'eo ket souezuz e
gwirionez, rag e broiou an tropikou
ive e kaver mad ar hrampouez gwiniz hag ar galetez ed-du. Brudetkaer eo an ti, 18 ru Nice. N'eus ken
nemed an ano a oa bet roet dezañ
gand ar perhenn kenta hag a zo
breizad avad.
Deuet eo da veza eun ostaleri, ma
h eer da dañva tapas ha d'eva eur
werennad gwin deuz ar Frañs pe
deuz ar Spagn ! N'eo ket fest-noz a
vez en Ty coz, goueliou feria kentoh,
gand muzik forz pegement ha nozveziou rugby… Nemed eo bet miret
e ano brezoneg d'an ti ! Ken eo
deuet "ticoz" gand eun "i" da veza
eur gomz flour da gleved e kreoleg,
evel ti’jac, ti’rak pe ti’sec… !
Peñse ar vatimant
Ker-Anna
Eur roud all deuz Bretoned a gaver
c’hoaz e bered Sant-Paol, stok deuz
ar mor. Diou blakenn a zo eno e
memor ar vartoloded bet beuzet da
geñver peñse ar vatimant Ker-Anna,
d’an 9 a viz kerzu 1894 (poltred 7).
Eun teir-gwern a oa deuz outi, unan
euz ar re genta o veza bet fardet en
houarn d’an ampoent, e porz Sunderland e Bro-Zaoz, e 1876 : DoraAnn a oa bet heh ano kenta. Eur
vatimant gaer 50 metr a hed ha tost
6 metr ledanded. E 1889 e oa bet
prenet gand eun armatour deuz an
Naoned, Alexandre Viot, hag e-noa
roet d’ar vatimant heh ano brezoneg, « Ker-Anna ». Navigal a reas
neuze etre Mayotte, Pondichery,
Calcutta hag ar Reunion.
6
Dirag Saint-Gilles e oa bet tapet en
eur gorventenn, pa oa dirollet ar
mor. En noz ne wele den war beseurt tu e oa o vond, ken e stokas
ouz eur roh hag eh eas d’ar strad,
trumm. Pierre-Marie Derrien, deuz
Pempoull, a oa unan deuz ar
c’hweh martolod a oa er bourz hag
o-deus saveteet o buhez. An eiz all,
ar habiten en o zouez, a oa bet beuzet. Pemp euz ar re-mañ e oa bet
adkavet o horvou hag a oa bet interet e bered Sant-Paol.
C’hweh-ugent vloaz bennag warlerh ar peñse zo bepred diou blakenn hag eun eor en o eñvor war o
bez. Laket eo bet warno euz peleh
e oant ginidig : skrivet mad eo bet
ano parrez Bangor (er Morbihan)
hag hini Sant-Nazer. Eur fazi a zo bet
Brud Nevez - 9
greet avad war an tri ano all, p’int
bet skrivet "Binie, St-Quarz ha Flourhar" e leh "Binic, St-Quay ha
Plouha", kredabl-braz. Ar pez a zo
da houd ouspenn eo e vez spluñjerien er mareou-mañ o klask pez a
hellje beza chomet deuz ar vatimant e foñs ar mor4.
Kredennou
War eun delienn gwez-bananez,
frouez trohet dre an hanter, eun
aval, eun orañjezenn, eur vananezenn ha frouez all heñvel ouz peziadou greun rêzin du a reer jaboticaba
deuz outo (poltred 8). Piket ez eus
bet bizier êzañs en daou damm bananez. Unan bennag zo deuet amañ
da bedi war eur bez bazalt, e bered
Sant Paol, stok euz ar mor. Pegeid
eo chomet eno ? Amzer dezañ da
vutuni eur zigaretenn ? Unan all n'eneus greet nemed lakad an tan enni,
evid an hini maro ! Daoust ha chomet eo da hortoz ken e vefe bet
peurzevet an diou houlaouenngoar, an hini hlaz hag an hini wenn ?
Petra 'neus goullet evid ar profouze, ma rafe berz e vugale er skol ?
N'eo ket war bez Leconte de Lisle
eo deuet an den da bedi : en enezenn eo bet ganet ar barz e 1818
hag eno eo bet distroet d'ober e
studiou goude beza bet deuet da
jom en Naoned e-pad eur pennad.
Dond a reer kentoh d'ober eur bedadenn war bez ar forban Olivier Le
Vasseur, lesanvet La Buse, a zo bet
krouget abalamour d'an torfejou enoa sevenet e Sant-Paol e 1730.
Dalhmad e vez unan bennag o tond
da lakad fleur war e vez !
10 - Brud Nevez
7
8
An toull-don
En Étang-Salé-les-Bains, ez eus un
toull-don, unan euz ar re spontusa a
zo en Enezenn ar Reunion. Pell araog erruoud war an tornaot, e klever an tarziou-mor o strakal war ar
herreg hag o tistrei diwarno en eur
grozal. Hanter-kant metr bennag
izelloh, ez eus eur pez fraill hir er garregenn bazalt. Pa n'eus dre eno
tamm barrenn koraill ebed, e vez
atao dirollet ar mor o tond d'an aot.
Na ped a dud a zo bet strobinellet
hag a zo chomet da zelled deuz an
toull-don a-raog en em leskel da
goueza e-barz da viken. E memor ar
re a zo bet êet da goll evel-se, e laker
bokidi fleur ouz ar hroaziou, er hoad
bihan just e-kichenn (poltred 9).
9
Aoteriou ruz
war vord an hent
Pa ver o pourmen en gwetur en enezenn ar Reunion, dreist-oll dre
henchou an Uhelderiou5, e weler
amañ hag ahont war vord an hent
aoteriou bihan kempenn, a vez
c'hoaz a-wechou eur houlaouenngoar war elum warno. Bez' eh int
aoteriou da zant Expedit (poltred
10). N'eus diêzamant ebed evid
anaoud anezo, rag toud e vezont
livet e ruz, hag e ruz-gwad zoken,
kement ha digas soñj deuz buhez
kriz an hini a zo enoret gand an oll
er Reunion.
Forz petra a laker war an aoter, kantolor, pod-fleur, kroaz, kili-houarn,
10
Brud Nevez - 11
toud e vezont ruz bepred, beteg ar
fleur a rank beza ruz-tan evel an anthurium. Jamez ne weler den o
tond da bedi dirag an aoter avad, na
memez o tond da adliva anezañ.
Moarvad eo pa h an an heol da guz
pe neuze p'ema o sevel e teuer da
zigas fleur da zant Expedit pe da
lakad eun ex-voto war e aoter…
Relijionou
An templou tamoul, kaer o-deus
beza bet savet e betoñs hag e simant, ne weler ket an disterra
tamm gorread ebed anezo hag a
vefe liou griz. Liviou flamm a zo bet
dibabet, ken e soñjer en doare
11
12 - Brud Nevez
mandala da liva (eur ger deuz an
Indez hag a dalv kement ha "kelh").
Unan euz an templou kaerra eo
hemañ (poltred 11), e karter ar
Stankenn Wenn6, stok deuz bord ar
mor e kêr Sant-Per.
Gouestlet eo d’an doueez Karli, ano
kreoleg ar vamm-doueez Shakti. Arzourien deuz an Indez a zo deuet da
zevel an templ ha ginkla anezañ.
Korv an doueez a ziskouez ar batis
en e bez, gand eur volz a ranker paseal dindanni evid antreal en eul leh
sakr (eun tamm evel bolz a-enor iliz
Sizun). Digemeret hag henchet e
vez ar re a garfe gouzoud petra eo
ar vitologiez tamoul d’ober tro an
templ.
12
E 1905 eo bet savet kenta moskeenn ar Reunion e Sant-Denez,
war houlenn koñversanted deuet
deuz bro Gujarat, e kornog an
Indez. Hini Sant-Loeiz (poltred 12),
gand he minared 33 metr uhelded,
memez liou hag an oabl glaz, a zo
bet savet diwar batrom reou an
Indez hag ar Pakistan. N’eus ket
gwall-bell ‘zo eo bet savet, e 2002,
e plas unan gosoh a oa deuet da
veza re vihan e-keñver an niver a
dud a zaremprede anezi.
An darnvrasa euz tud ar Reunion a
zo katoliked anezo. Eun toullad protestanted a zo ive. Muzulmaned ez
eus 2 % hag hindouisted 7 %.
Marhajou
Ar seurt tomatez, a reer arbuste
deuz outo, na gaver kazimant
nemed e marhajou foran ar Reunion (poltred 13). Ma vez da brena
er staliou pe er supermarhajou, eo
e stumm koñfitur pe kaotigell. Deuz
famill ar solaneged eo, da lared eo
deuz ar memez famill hag an tomatez du-mañ. Eur wech didrohet dre
an hanter, ema ingalet ar greun hag
ar vouedenn heñvel-mik euz an
daou du.
Er jardrinou giz ar vro e kaver seurt
gwez-tomatez beteg en Uhelderiou,
leh 'vez freskoh an amzer koulskoude. O flas o-deus evel-se en
Entre-Deux, 1 200 metr uhelded,
stok deuz al logou kreol. Eur seurt
gwezenn eo hag a ra beteg tri metr.
Dous ha skildrenk eo ar frouez. Kutuill anezo a reer en hañv. Ya med
en hañv du-hont ! Da lared eo etre
miz du ha miz ebrel.
13
14
Rougail ha saosis
A beb seurt saosis ha silzig, sarcives
(lipouserez kig-moh pe kig-yer gand
mel, a dammou bihan), kig-sall mogedet hag all a gaver e kement marhad a vez e Saint-Pierre pe
Saint-Paul, ha leh all. Red a-walh e
vez kaoud peadra da aoza rougailsaucisses pe cari, meuziou ar vro.
Boaz eo ar famillou kreol da vond
da zibri war vord ar mor pe e-kreiz
eur hoad bennag en disheol gand
eur gaoter, ne vez nemed lakad
15
Brud Nevez - 13
anezi war an tan, ha memez mod e
vez poazet ar riz hag ar greun (da
lared eo an ariko, ar piz-munud, piz
ar Hab…).
Yer, kigi hag houidi a gaver ive da
brena kement ha ma karer er marhajou (poltred 14). Ha pesked (poltred 15) : ton ruz, boniked,
pesked-kleze a h eer da besketa el
larg, en tu all d’ar varrenn goraill, er
Mor Indian. An douristed eveldoh a
ginniger dezo mond d’ober eur valeadenn war vor hag eun droiad
pesketa, ken e vo red deoh en em
ganna ‘pad diou pe deir eur gand
eur marlin bennag a-raog sacha
anezañ war ar pont. Ma kavit gwelloh chom plom war an douar, n’hopeus nemed sevel abred da zelled
ouz ar bagou o kuitaad porz SantPer, pa vezont kaset war-zu al larg
gand red ar mor.
An arvor
Er Reunion, eo porz Sant-Jili7 an
hini m'ema ar muia a vagou (poltred 16). Emaer tost deuz ar pardae, ha distro eo al lodenn vrasa
anezo d'ar porz. Bet int o pourmen
an douristed war vor 'pad an deiz
pe o pesketa ganto. An andred ar
muia darempredet eo en enezenn :
bale a heller 'hed ar mor, oteliou ha
restaurañchou zo, staliou nevezentiou a zo.
Sachet e vez an oll da vond di dre
ma heller mond pa garer da neuial
er mor pe da rouza war an trêz
gwenn, klouar ha plijaduruz eo an
amzer. Ken o-deus dibabet kalz
14 - Brud Nevez
16
deuz ar re a zo erruet deuz ar vrobenn mond da jom e Sant-Jili.
Koulskoude eo euz uhelloh duhont, er glasvez, e weler ar gwella
ar Mor Indian…
Diwall deuz
ar morvleizi
Kalz disterroh ar porz bihan e tu
reter an enezenn, e parrez SanteRose : eno ema kuzet pleg-mor al
Lammou-Dour8. Evid ar wikend e
teu ar famillou eno da zebri war ar
yeot ha da glask eun tamm freskadurez. Ar re a oar neuial ar gwella a
deu da besketa dindan vor, war
apne. Stard e vez angellad da go-
mañs, abalamour d’an troiou-mor
diwar ar herreg ramp, med adaleg
ma h eont war-zu ar hreisteiz gand
o falmez e hellont paka pesked ha
n’int ket divalo.
Dao taol pled deuz red ar mor hag
a gaso ahanoh ken buan all war-zu
al larg ha deuz ar morvleizi ha
n’emaint ket pell : « Arabad dreistoll staga ar pesked ho-po tapet ouz
ho kouriz ! » En aot, e vez ho kerent
hag ho mignoned o hortoz ahanoh
da zistrei (poltred 17), betegoud e
vefe bet c’hoarvezet tra pe dra,
gwelloh ganto kaoud eul legestr
bennag evid o merenn ! Ar hanojou
bihan en koad a zo da vartoloded avicher, n’eont er-mêz nemed war ar
pemdeiz. Moteurien o-deus hirio
da vond war vor, med roeñvou odevez ezomm bepred. Hag arabad
dezo mond beteg koll gwel deuz an
aot !
E-kreiz an enezenn
Ma zo eul leh brudet en enezenn ar
Reunion eo an hini anvet Piton de la
Fournaise ! Ar skeudenn a weler
amañ (poltred 18) a zo deuz an tu
kornog. Diskenn a reer beteg eno
dre ode Bellecombe, eun dorgenn
a-uz da gloz ar menez-tan. C’hweh
eurvez bale a ranker konta evid
ober tro ar piton penn-da-benn ha
mond beteg ar siminal Bory hag an
Dolomieu. Ekipet mad a rank beza
ar valeerien war-droad, rag eun diforh braz a hell beza a-greiz-toud ekeñver gwrez. Red eo da bep hini
beza kaset gantañ daou litrad dour
da nebeuta, frouez seh, eun orañjezenn hag eun tamm gortozenn
solud.
Mond war-raog a zo skuizuz-daonet
en eun takad n’eus nemed mein ha
poultr en ennañ hag a-wechou e
vez poan o tialani. En tu-hont da ze,
e hell an amzer dond da fallaad. En
em gaoud a ra e teufe latar ha mogidell da holoi ar piton a-bez, ha
setu perag eo red-groñs heulia ar
gwenojennou gand mein-bon livet
en gwenn ! Pa weler e fin an abardae e chom eur wetur bennag war
parking Bellecombe, eo kaji sur zo
bet baleerien dievez pe a zo bet en
em gavet eun droug bennag ganto.
Neuze ‘vez kaset kerkent tud da
glask war o lerh ha da zikour anezo
da zistrei.
17
18
Brud Nevez - 15
19
Mafate,
hent ebed da vond di
Diwar gwere Maïdo eo bet tapet ar
skeudenn-mañ deuz sirk Mafate
(poltred 19) : war-lerh deg eur deuz
ar beure eo dibosubl kaoud eur
seurt gwel deuz outañ ! Dija e weler
ar houmoul o tostaad hag arabad
chom da ruza evid tenna politriji !
En traoñ toud, setu ar wenojenn
d’ar valeerien war-droad da dreuzi
ar sirk. Rag n'eus nemed daou
zoare e gwirionez da ziskenn en
traoñ : diwar nij pe en eur vale !
N'eus nag henchou nag eletrisite !
16 - Brud Nevez
Chom a-zao a ra ar valeerien a-hirio
eur wech kenta e kêriadenn ar RohPlad. E kêriadennou bihan evel-se a
reer îlets9 deuzouto ema Mafatiz o
veva, tamm-pe-damm evel pa vefent
e-kreiz eur mor braz. Sklaved a oa
deuz o zud-iou : tehet e oant bet kuit
deuz ar plantadegou korz-sukr hag
eet da guz er sirkou evel hini Mafate.
Dalhet o-deus da veva eno abaoe.
A-drugarez d’an douristed eo bet
cheñchet o buhez dezo penn-dabenn. A-raog e vevent kloz warno ounan heb kaji tamm darempred
ebed gand ar bed a-ziavêz. Jitou ha
taoliou mad a zigemer bremañ an
dremenerien e-pad ar bloaz. Hag epad ar vakañsou-skol eo gwelloh en
em gemer en a-raog evid kaoud
plas ! ■
An destenn : Yvonne Le Hen
Brezoneg : Brud Nevez
Ar poltriji : Fañch Broudig
1. Miret on-eus stumm galleg an anoiou kêriadennou ha kêriou evel m’int anavezet duhont, nemed ar re eo êz divinoud petra int,
evel Sant-Per, Sant-Paol, Sant-Denez, SantLoeiz…
2. Ar ger "log" on-eus dibabet evid renta ar
galleg case a vez greet kalz gantañ er Reunion e galleg koulz hag e kreoleg.
3. Varangue, e galleg.
4. Da houzoud muioh diwar-benn peñse ar
vatimant Ker-Anna, mond war al lehienn :
http://www.ticaz.com/article.php?art=988
5. Les Hauts.
6. La Ravine Blanche.
7. Saint-Gilles-les-Bains.
8. Anse des Cascades.
9. Eur seurt enezeier bihan : distaga ilett’.
D
Anna Quéré
Gwadloup :
eur vuhez nevez evid ar hreoleg ?
Cédric Bleubar, 39 bloaz, zo o chom war enezenn Terre-de-Bas, e-touez inizi Les Saintes,
e departamant ar Gwadloup. Kelenner eo war an istor en eur skolaj bihan toud,
34 skolajiad e-barz. Cédric a gomz kreoleg a-vihanig. Ganet eo bet e Senklod1,
eur gumun vihan er Gwadloup ha deuet e oa da heulia e studiou er Martinik2.
Eno eo ‘m-oa greet anaoudegez gantañ e 1998 : eet e oan war an enezenn
da brienti eun DEA diwar-benn stad ar hreoleg er Martinik.
e oan eveltañ e
● Enskrivet
skol-veur al liziri ha skiantou
an den e Schoelcher, nepell euz
Fodfrans3, kêrbenn ar Martinik. D’ar
houlz-se e veze klevet kreoleg e peb
leh : e tiez an dud, er straedou, en
tavarniou hag er busou. Med skol
diouyezeg ebed, panell diouyezeg
ebed, nebeud a greoleg en tele hag
er radio. Ar hreoleg a oa yez an dud,
med ne oa ket yez “ofisiel” tamm
ebed, kalz nebeutoh eged ar pez a
veze kavet e Breiz pe en Okitania
d’ar houlz-se.
16 vloaz war-lerh, penaoz ema kont
gand ar hreoleg ? Cédric Bleubar
‘neus kontet din penaoz e wel stad
e yez hirio an deiz.
Anna Quéré : Cédric, a-raog beza
kelenner e Terre-de-Bas out bet o
kantreal forz pegement !
Cédric Bleubar : Ya, goude va
aotreegez istor em-eus heuliet
unan LCR4 war ar hreoleg. D’ar
houlz-se, an aotreegez-se ‘oa
yaouank-flamm. Kelennerien evel
ar skrivagner Raphaël Confiant, pe
Prezidant ar skol-veur, Jean Bernabé, o-doa stourmet kalz evid
kaoud eur hursus evel-se. Stourmerien e oant war dachenn ar yez.
Ni, studierien, a oa kalz nebeutoh,
moarvad. Goude-ze ‘m-eus greet
eur vestroniez FLE5 evid gelled
mond da gelenn galleg e peb leh er
bed-oll. Bet on o chom pellig a-walh
e Santo-Domingo6 hag e bro Spagn.
Chomet on neuze 12 vloaz en diavêz deuz va enezenn hinidig. Pa on
distroet er Gwadloup e oa
cheñchet-mat stad ar hreoleg en
enezenn.
E peseurt mod ? Petra ‘zo cheñchet
kement-se ?
Pa oan yaouank er skol, e veze greet
brezel d’ar hreoleg hag ivez d’ar
stumm o-doa an dud da gaozeal
galleg, les créolismes. Hirio an deiz
Cédric Bleubar.
ne vez ket kont evel-se tamm ebed
ken : desket e vez kreoleg er skol
kenta derez hag er skolaj, tremen a
ra kelennerien ar skoliou arnodenBrud Nevez - 17
Anna Quéré,
Cédric Bleubar
ha mignoned all
er skol-veur
e Schoelcher
nou dezo da beurlipad o gouiziegez
euz o yez ha da helloud kelenn kreoleg er skol. Er skolaj e heller dibab
an opsioñ kreoleg bremañ.
Er Gwadloup, an dud a gustum
kenderhel da implij ar hreoleg en o
buhez pemdezieg, evel m’o-deus
bet greet atao. Er skolaj e-leh m’emaon o labourad ez eus klasou
etrevroadel, kelenn a reom e spagnoleg pe e saozneg. Ar vugale-ze a
zeu deuz famillou uhel a-walh ar
stal ganto, med ar re-ze ivez a gustum kaozeal kreoleg kenetrezo er
porz.
Pemzeg vloaz zo ‘veze ket kont
evel-se tamm ebed ! Yez an dud oa
ar hreoleg, med ne veze ket lakaet
war eur renk gwall uhel er gevredigez…
Kement-se zo gwir atao er Martinik,
me ‘gav din. Er Gwadloup eo
18 - Brud Nevez
chomet ar hreoleg beo-mat atao etouez an dud. An dud zo fier deuz o
yez ha deuz o zevenadur, muioh
eged er Martinik. Ar sonerez
gwoka7 da skwer a ra berz atao, etouez ar re yaouank zoken.
Pa oa bet manifestadegou braz er
Gwadloup e 2009, Elie Domota, an
hini a oa e-penn an LKP8, ne
gomze nemeg kreoleg dirag kameraiou ar bed !
Ya, gwir eo. Med ouspenn an dra-ze
a zo. Merzet am-eus ez eus eur
jeñchamant mat rag kalz muioh a
abadennou-tele e kreoleg a vez bremañ, ha kemend-all er radio. Eul
lezenn evid difenn ar yez hag ar sevenadur rannvroel zo e pleustr er
mare-mañ er Huzul-rannvro, ha kement-mañ zo nevez ivez. ‘Pez zo
gwir eo e chom ar hreoleg ar yez
tomm d’ar galon. Er skolaj, ma vez
eun emvod bennag, an hini ‘neus
c’hoant da boueza a ranko poent be
boent komz e kreoleg dirag an oll ! ■
Komzou dastumet ha lakaet e brezoneg
gand Anna Quéré
1. Saint-Claude. E Basse-Terre ema, e departamant ar Gwadloup.
2. Emgleoiou a zo etre ar Guyan, ar Gwadloup hag ar Martinik. Skol-veur al liziri ha
skiantou an den a zo e Schoelcher (e-kichenn
Fort de France) er Martinik.
3. Fort-de-France.
4. Langues et Cultures Régionales.
5. Français Langue Etrangère. Eur hursus
evid kelenn galleg d’an estrañjourien, e Frañs
pe e leh all er bed.
6. Saint-Domingue.
7. Ar gwoka zo ganet da vare ar sklavaj. Dond
a ra an ano diwar gros-quart, eur pez mell barikenn goad : fardet e veze ar binviji diwar ar
hoad-ze. Moien zo da geñveria gand ar bele
e Martinik pe ar rasin en Haïti.
8. LKP : Liyannaj Kont Pwofitasyon, e galleg :
Collectif contre l’exploitation outrancière.
D
Laurence Lavrand
Ar�baradoz�
n’eo�ket�tre�Maore1
Eur wech e oa (pe ne oa ket) eur famill ordinal hag a oa eet fall an traou enni : torret an dimezi etre
an tad hag ar vamm, bet asamblez e-pad ugent vloaz, ha pevar bugel dezo. Diêz-kenañ e oa bet an
torr-dimezi-ze, ha kri, ha youh bemdez, geriou groz ha taoliou a-wechou. Ar gasoni ‘doa kemeret
plas ar garantez. Poaniuz an êrgelh evid ar vugale, eet war wasaad o notennou-skol.
skolaj ma oan o labourad
● Ere-noa
goulennet eur helen-
ner yaouank beza kaset tramor.
Deuet ‘oa el levraoueg da glask titourou diwar-benn eun enezenn
dianao din : Mayotte. D’an tu-ze e
oa bet kinniget dezañ mond. Hag eñ
da houlenn ganin : « ‘Peus ket
c’hoant mond ivez ? Kalz a gelennerien a ra diouer du-hont. »
D’an abardaez en em vode ar famill,
med an tad, evel-just, a oa deuet
abretoh evid va dismegañsi. « Eur
hast out, nemetken ! » a yude. Taolet e-noa ouzin e dasennad kafe
tomm, hag a oa eet da flastra ouz
moger ar gegin, a-uz d’am fenn. Ar
roud euz an darvoud-ze ‘m-eus
miret e-pad pell, ne felle ket din ankounac’haad pegen droug oa va
« zobed2 » (kavet ‘m-eus ar ger-mañ
en eul leor gand eur skrivagner
deuz Bro-Leon hag a blij din). Setu,
goude koan ‘m-oa goulennet :
« Piou ‘neus c’hoant da vond da
Banga : seurt lojeiz hengounel a vez savet gand ar baotred en o oad-krenn.
veva en eur enezennig vrao, pellpell diouz Brest ? »
Ne�gomprenem�ket�o�yez
Sabatuet gand ar pez ‘oa c’hoarvezet div eur a-raog, ar pevar anezo
‘doa asantet. Eur cd a oa bet prestet
din gand eur gelennerez all, he mab
dezi ‘oa bet du-hont. Eur baradozig
e seblante Mayotte beza : skeudennou aodou brao, trêz gwenn pe
melen pe du warno, koajeier leun a
wez iskiz, anevaled dianao deom :
balumed, baoted, marmouzed, delfined…
Brud Nevez - 19
« C’hoant ‘m-eus da vond, c’hoant
‘m-eus da vond », a lavare pep hini.
Greet ‘m-oa an doser. Miz gouere e
oa, tost fin ar bloavez-skol. An dud
all hag o-doa goulennet o cheñchamant-post ‘oa bet lavaret dezo dija
gand ar Minister da beleh edont o
vond. Ne oa ket re ziwezad, a oa bet
lavaret din.
Deg devez ‘m-eus laosket gand ar
vugale evid en em zoñjal. Moaien
‘oa dezo cheñch meno. Fuloret-braz
‘oa o zad, hag a glaske ober aon pe
sponta an hini yaouanka : « Leun a
anevaled droug eo ar broiou-ze », a
lavare. « Sarpantou, naered, kevnid
divent hag a beb seurt re all. » Tro
wenn ‘neus greet ha divizet ‘oa bet
diloja.
D’ar c’hweh a viz gwengolo e oa
kroget or buhez nevez. Hir-kenañ ar
veaj, gand an treñ beteg Pariz, eur
harr-nij braz beteg enezenn ar Reunion, hag unan bihannoh beteg
Mayotte. E fin an devez en em
gavem en êrborz. Gand pep hini e
oa eur valizenn vraz nemetken, hag
eur sah-kein. Va merhig eiz vloaz a
ouele doureg en eur vriata he merhodenn Jean qui rit. War ar cd n’onoa gwelet nemed kaerder al leh. Ne
ouezem ket e oa red treuzi etre
diou enezenn evid mond d’ar gêrbenn, Mamoudzou, hag a oa staliet
war an “douar braz”. Difiñv evel
peuliou e chomem, o weled eun
engroez liezliou o karga seier pe
malizennou en taksiou. Ne gomprenem ket o yez. Penaoz ’ta ! N’eo ket
Mayotte eul lodennig euz ar Frañs ?
Toud an dud ‘oa du, ha ne gomzont
ket galleg ! Pebez enkrez !
20 - Brud Nevez
Meuz�ofisiel�ar�vro�:�
eun�dudi
« Da beleh emaoh o vond ? » ‘noa
goulennet eun den ganin, neuz eun
Indian warnañ.
« Da V/Mamoudzou » am-oa respontet.
« Red vo deoh kemer eun taksi,
beteg ar hae. Ha goude-ze, ar vag
beteg Douar-Braz. »
Eun den jentil e oa. Kavet ‘noa diou
oto evid ar pemp ahanom, ha dao
d’ar porz. Va merh hena a oa er harr
kenta, gand he hoarig ha ne ouele
ket ken, rag profet e oa bet dezi eur
madig gand an den. Jean qui rit ne
hoarzas ket, kennebeud. War ar hae
e oa tud a-leiz o hortoz ar vag, ar
barge, ‘giz ‘vez lavaret du-hont. Eur
vag hir, a heller lakaad kirri pe kamionou warni, ha kalz motoiou
ivez. Ar pont e oa red laoskel ar pakadou warnañ, setu ma welem on
re e-touez sahadou bananez, maniok pe legumajou all n’anavezem
ket c’hoaz. Yer a oa ivez o krial, hualet o faoiou.
Ugent munud e pade an treiz, hag
en tu all, ‘oam eet gand daou daksi
all beteg an ti ‘m-oa feurmet kambreier ennañ. Pa oa bet digaset an
doser gand ar Minister, re ziwezad
e oam evid kavoud eur ranndi bennag. Dre internet e oa re ziêz, hag
an embregerez, SIM he ano, n’hedoa kinniget din nemed eul lojeiz
daou gambr, pas re bell euz Mamoudzou.
« Klask a rim war an dachenn », ‘moa lavaret.
Setu on nozvez kenta e Mayotte.
Skuiz-maro e oam, med du gand an
naon ivez. Tro-dro d’an « Hibiscus »
(ano an ti) ne oa nentra. « Kit pelloh » eme ar perhenn, « hag e
kavoh eur brochetti bennag ! »
« Brochetti ? Petra ‘n diaoul eo eur
brochetti ? » a houlennas va mab
trizeg vloaz, ar paotr nemetañ en or
skipaill tud lent.
« Eur seurt restaorant, staliet a-hed
ar ru. Unan braz zo e-kichenn stad
Kavani. »
Ha ni da vond, e-kreiz an noz dupod, da glask eur brochetti. Teñval
ar ru, ha ni da vale skoaz-ouz-skoaz.
Kalz tud a oa c’hoaz en diavêz, hag
a zalude ahanom gand eur
mousc’hoarz koant. Piou a lavare
eo droug an dud ahont ? Gwelet
on-eus eun daol plastik gwenn, kadoriou war-dro. Eur seurt barbeukiou a oa staliet e-kichenn.
« Moaien zo da zebri koan ? » ‘moa goulennet gand eur vaouez en
he dillad hengounel.
Ha dioustu e oa bet kinniget deom
kemer plas. Eun dudi, c’hwez vad ar
hig-yer. Tañvaet on-oa meuz “ofisiel” Mayotte : ar mabawa, skoazyar grillet gand bananez, maniok ha
dreist oll “frouez-bara”. Kazi digoust
‘oa bet on fred kenta war an tamm
douar-ze e oam deuet da veva warnañ evid c’hweh vloaz. Rag er brochetti-ze e oa heñvel ar priziou evid
tud ar vro, ha n’int ket pinvidig, hag
evid an divroidi ez eo o gopr diou
wech uhelloh eged e Frañs.
Kenta�tra�:�prena�eur�harr�
dre�dan...�
Kousket fall on-oa, en nozvez-se.
Eur hillog bennag e-noa kollet e zihuner, hag a youhe a-bouez penn
n’eus forz peur. Unan all a responte,
hag unan all c’hoaz. Hag eur vuoh o
vlejal, ivez, tostig d’on ti. Ne ouezem ket c’hoaz e oa eur zebu, na
kennebeud e veve ar zebued etouez an tiez. Tud deuz kêr a oa
ahanom, ha biskoaz n’oam bet dihunet gand loened o vonedone dre
ar ruiou.
Dieub e vez ar zebued, ar chas, ar
hizier, ar yer hag ar givri, rag o ferhenned n’o-deus na douar na geot,
ha boaz eo kement loen da gaoud e
voued e peb leh. El lise ‘m-eus bet
gwelet saout pe givri o pourmen en
eur zebri plant. Den ebed ne ree
van outo. Med an aneval, an amprevan bihanna eo ar gwasa : ar bikerez. Dañjeruz-kenañ, rag eur
hleñved fall a vez tapet diwarni :
terzienn ar paludou. Red eo lakaad
ridojou tanao ouz ar prenecher, an
noriou hag ar gweleou a-benn
mired ouz an enebourez da antren.
Setu on nozvez kenta : al loened o
trouzal, moueziou re greñv ha war-
dro pemp eur vintin eur seurt kan
melkoniuz. Eet kuit an deñvalijenn,
eet kuit ar housk… Selled a reem an
eil ouz egile. Piou ‘oa bet ar henta
o leñva ?
« C’hoant ‘m-eus da vond d’ar gêr
en-dro ! » ‘noa lavaret unan.
« Ne blij ket din e chomfem amañ »,
e-noa lavaret unan all.
Ha daelou adarre…
Re ziwezad e oa evid blejal. Red oa
din kaoud eun doenn, eun oto, arrebeuri, ha ne oa ket amzer da goll :
prestig ‘vefe an distro-skol.
Brud Nevez - 21
Setu ar pez a oa bet greet : prena
eur harr koz (daou vloaz warnugent), solud ha divalo. Roet dezañ
eun ano, Jaunasse. Marteze abalamour ma oa liou eur seurt melen,
marteze abalamour ma oam e-giz
e-barz avañturiou Jonas : bet lonket
er mor don gand eur valum, heñvel
ouzom war an enezenn-mañ, ha ni
lakaet on teñzoriou ganeom e koufr
ar hoz oto-ze.
Ha�kaoud�ti�da�loja,�nemed...�
Kavet e oa bet ivez eur ranndi, braz
a-walh, e karter Kavani. War droad
e oam bet o vizita anezañ. Pegen
euzuz ! War vord an hent bihan ne
oa nemed tiez follennou-houarn,
digor o doriou. War al leur en diavêz, lastez a beb seurt, paperou
louz, boestou-evaj, hag o vale etouez al loustoni, babigou e noaz,
bugaligou roget o dillad, plahedigou
diarhen o tougen eur hrouadur war
o hein.
« N’eo ket posubl », a zoñjis. Ne hellim ket beva er hornad-mañ !
El laez e oa bet savet eur harter
nevez evid M’zougou - « ar re
wenn » ‘veze greet M’zoungoued
anezo, ha setu on ano nevez. Ranndiou ledan, sklêr, eul leurdoenn
vraz enno, eur plas parking hag eun
dachenn evid ar hoarierien-fobal.
Eul leh dudiuz-kenañ, diwallet nozdeiz ha leun a dud eveldom : famillou kelennerien, archerien,
maltouterien… kargidi deuz BroHall, kwa ! Ha dao da dremen
c’hweh vloaz en eur ghetto a-seurtse, ha soñjal e oam pinvidig.
22 - Brud Nevez
Ha pinvidig e oam deuet da veza,
anad deoh ! Eur gopr ‘veze roet
deom beb daou vloaz e-pad ar vakansou-hañv, hag e oa kement ha
beza paeet eun eil gwech. En hañv
war-lerh an eil bloavez e oa bet roet
deom 24 mizvez gopr en eun taol.
Morse n’em-oa bet kement a
arhant ! Na ped raktres ‘oa moaien
deom kas da benn : mond en-dro
da Vrest beb hañv (rag n’on ket eul
laerez-vugale ‘giz oa bet rebechet
din), beaji, dizolei ar broiou tosta
(Madagaskar, Kenya, Komor, Reunion) pe ar re belloh (Thailand, Aostrali)…
Skoliet ‘oa va hrennarded e skolaj
kreiz-kêr Mamoudzou. Lavaret e
veze e oa an hini gwella e Mayotte.
Pegen disheñvel e oa diouz an hini
Freinet e Brest, tregont skoliad
ennañ : e M’Gombani e oa war-dro
mil den yaouank mesk-divesk, genidig euz Mayotte pe euz Azia, ha
M’zoungouigou euz kement korn ar
Frañs. Nag a spont gand va mab,
hag a oa bihan c’hoaz d’ar poent-se
– dindan eur metrad hag hanterkant -, pa oa en em gavet er porz
asamblez gand peziou krennarded
du, kalz brasoh egetañ ! C’hoant
braz e-noa bet tehed, ha gwelet ‘moa dioustu e oa leun a zizesper en e
zaoulagad glaz, hag a vo kavet ken
brao koulskoude gand plahed
maore e glasad.
Divennet�komz�maore�
er�skolaj
Komprenet on-noa buan pegen pilpouz eo politik Frañs : red eo kelenn
ar memez tra e Mayotte hag e peb
leh, red eo implij yez ar Republik
nemetken, red eo kaozeal diwarbenn traou ha n’eo ket gouest an
dud ahont da zoñjal enno. E
Mayotte ne oa nemed tiez, ispisiriou bihan (eun gourmarhad nemetken, ha pas re vraz, er gêrbenn),
sinema ebed, na teatr, eul levraoueg nemetken d’ar poent-se…
Ne oa ket a houleier er ruiou, an iliz
ne oa na tour na kloh ebed dezañ.
Ha red e veze d’ar skolajidi kompren
ar pez a zisplege o helennerien
m’zoungou en eur yez estren dezo.
Difennet e veze komz maore er skolaj – deom-ni Breiziz, e tegase soñj
deuz traou zo ! Urz a oa ret deom
gand ar rektorelez da heulia ar
memez roll-program hag e Pariz,
daoust ma n’eus nemed 30 % euz
tud an enez hag a oar galleg.
Ar hlasou e veze roet eun niverenn
dezo : 1, 2, 3 ha 4 evid ar skolajidi
“mad”, 8, 9, 10… evid ar re ne oant
ket gouest na da lenn na da skriva.
Er hlasou-mañ e veze kalz kosoh ar
golejianed, adaleg ar pevare
klas dreist-oll : a-wechou e veze emesk krennarded trizeg pe pevarzeg bloaz (an oad ordinal el live-ze
e Frañs) paotred pe merhed naonteg pe ugent vloaz, bugale ganet
dezo. Perag ?
Da genta e oa red, d’ar poent-se,
kaoud eun arnodenn evid mond
d’ar skolaj. Ne oa ket plas a-walh
evid toud ar vugale er skoliou, hag
er skoliou-ze, a-wechou, ne gelenne
ket ar vistri e galleg. Peleh o-dije bet
gellet deski galleg, pa oant bet digemeret er skol goude ar 5ved pe an
3de klas ? Setu, pa oa va merh
yaouanka er 6ved, he-doa eur heneil
ugent vloaz, dezañ daou vugel.
Talvoudegez�ar�harned-skol
Perag ez a d’ar skolaj pe d’al lise an
darn vrasa euz ar vugale ? Da zeski
sevenadur o bro bell, o mammvro ? Ket ! E-barz ar skoliou, int diwallet. Ouz petra ? a houlennfeh.
Komprenet on-eus ne oa ket
Mayotte eur baradozig evid ar boblañs a-bez : abalamour ez eo eul
lodenn euz Frañs (collectivité territoriale e-giz ‘vez greet anezi), spi odoa tud an enezeier all, paour-raz
ma oant, da gaoud eno eur vuhez
welloh.
Treuzi a reent ar mor etre Mayotte
hag Anjouan, war bigi-pesketêrien.
Daou-ugent, hanter-kant zoken,
berniet er bigi-ze a veze greet
« kwassa-kwassa » anezo, ha dao
da vond beteg aochou an enezenn
vurzuduz. Deg kilometr ha tri-ugent
a zo etre an diou enez, fall ar mor
aliez, ha beuzet e vez kalz a dud.
Eur wech erru war zouar Mayotte,
n’eo ket êz o buhez kennebeud. Eun
enebour kriz a vez ouz o chaseal : ar
PAF (police aux frontières). Kavet
lod heb o faperiou ? Kaset war o giz
dioustu ! Dre jañs, al lezenn hall a
ziwall ar vugale : daoust ha mond a
reont d’ar skol ? Arabad o argas
neuze. Talvoudusoh eged eur paseporz eo ar harned-skol, gand ma vo
ar skoliad dindan an oad a zeiteg
vloaz. Se ‘zo kaoz e vez kavet er hlasou krennarded dibaper a lavar
bezañ trizeg vloaz pa z int naonteg
pe ouspenn e gwirionez.
Skol ar Horan. Na taoliou, na kadoriou, just skwerennou koz euz ar Horan, eur vaz pe eul las
evid ar mestr.
Eur�seurt�“apartheid”�
etre�teir�fobl
Pinvidikoh ‘oam, anad deoh : an
deiz war-lerh beza staliet er ranndi
nevez, war dorgenn Kavani, e oa
deuet eun ambrougadeg maouezed, koz ha yaouank : « ‘Peus ket
c’hoant kaoud eur boueni ? » a hou-
lenne pep hini. « O klask labour
emaon ! »
D’an eil re ha d’ar re all on-neus respontet « nann », med ne ehanent
ket da zond. Lavaret ‘oa bet deom
gand ar rektor e oa divennet sikour
an dud dibaper, arabad ‘oa gopra
eur vatez ha ne vefe ket ganet e
Brud Nevez - 23
Mayotte, ha kaieret eno. Med ahed an amzer, diêz ‘oa deom lavared « nann » bepred. Diêz oa deom
gweled kement a dud ha ne oa
tamm spi ebed ganto nemed beza
gopret gand ar M’zoungoued.
Deuet e oa Zainaba da labourad evidom. Nag a blijadur on-oa o kavoud
an ti nêtaet en e bez, hag an dillad
feret mad !
E gwirionez, ne oa ket eul levenez
dispar. D’ar poent-se e oa e Mayotte
eur seurt apartheid etre teir fobl.
Kroget e oa an istor tregont vloaz
kentoh, pa oa bet divizet gand tud
rannvro ar Homor dispartia diouz ar
metropol, Bro-Hall. Peder enezenn
a zo er vro-ze : Anjouan, Moheli,
Komor Vraz ha Maore. Aozet e oa
bet eur referendum war beb enezenn. Choazet ‘doa Mayotte chom
e Frañs, hag eet e oa an teir all da
groui Republik ar Homor.
Boazet e oa an dud da veaji etre ar
peder enez, da zimezi, da gas o bugale da lise galleg Moroni (war enezenn Komor Vraz), ha ne oa
kudenn ebed. Med goude an dizalhidigez, cheñchet trumm an traou :
an dud a oa o chom war an teir enezenn dieub ne oant ket Gall ken,
ha… red dezo kaoud paperou ofisiel
evid mond da v/Mayotte. Tammha-tamm eo eet ar stal da stalig er
Homor, paourroh-paourra an dud,
hag eun tamm spi nemetken en o
spered : mond d’an Eldorado e-kichennig.
Re heñvel eo ar Gomorianed ouz
tud Mayotte, ar memez pobl eo, ha
diêz eo gouzoud piou zo eur gwir
24 - Brud Nevez
Vaoread. Diouz eur gwel, n’eo ket
posubl ! Dre baperou nemetken !
Eur wech erru e Mayotte, red eo
d’ar Gomorianed chom kuz, en
arvar e vezont bepred da veza kaset
war o giz. Ha pa c’hoarvez, e lavar
aliez ar mammou beza dizimez ha
bugel ebed dezo : gwelloh ganto dilezel o hrouaduriou, gand ar spi e
vo eur vuhez welloh evito.
En tu all e kaver gwir Maoreidi,
ganet en enezenn, pe paperou
ganto. An dud-mañ eo an douar pe
an tiez braz dezo, ha moaien zo
dezo kaoud eul labour, mond da
studia e Frañs ha beaji. An dud dibaper, int, ne hellont ket tehed, red
‘vez kaoud eur pasporz evid mond
er harr-nij !
Beva�en�eur�bunker�en�eun
enezenn�ken�brao
Hag ar M’zoungoued, deuet da
veva eno e-pad c’hweh vloaz, ken
pell diouz o bro ? Arhant o-devez,
hag aon ivez. A-wechou e pouez
war o houstiañs ar gwel euz kemend-all a baourentez hag a zizesper evel ma ‘z eus en eun
enezennig ken brao ha Mayotte.
Leun a draou kaer-kenañ a zo : mor
tomm, delfined ha baoted a-leiz,
meneziou, mêziou gand plantadegou gwez fronduz evel an ylangylang : nag a c’hwez vad da
zerr-noz ! Estreged mond d’an aot,
n’eus ket kalz tra d’ober evid tud
boaz da vond da zupermarhadou
pe da bourmen trankillig er hoajeier.
Deuet eo Mayotte da veza dañjeruz, laeroñsiou ‘vez bemdez. Ne
gousk ket mad an dud a oar o-deus
traou a hellfe an oll re n’o-deus
nentra kaoud eun dalvoudegez
dezo : eur zerviedenn pe eur pezdillad zoken a gavont e vefe mad
dezo. Arabad laoskel an disterra tra
heb teuler evez. Deuet e oam ni
ivez da veza paranoiak. Staliet e oa
bet kaeliou houarn ouz peb dor ha
peb prenestr. Houarnet e oa bet
dor al leurdoenn : dre ma oa en tu
all d’an dorgennig eur gêriadennig
tud « dibaper ». Setu penaoz e oam
deuet da veva en eur seurt bunker,
ha gourlamm ganeom pa veze klevet an disterra trouz e-pad an noz.
Evid ar wech kenta e va buhez emeus bet tro da weled pilpouzerez ar
Stad. Gouzoud a reer mad e peleh
ema ar Gomorianed o veva, hag êz
e vefe d’ar polis o argas toud, med
ne ra ket, rag an dud-ze a labour :
pesketêrien int, labourerien-douar,
marhadourerien legumaj, mitizien.
Nemed ema an oll o hortoz kaoud
arhant digand ar Frañs : an allocations familiales hag ar yalhadouskol a gouez bep miz.
Gweled a reem an archerien o tond
er marhadou, pe tost d’ar skoliou,
evid paka ar mammou. Eur wech e
oa bet roet urz din da ziskouez paperou an dud ‘oa ganin em oto. Aon
‘m-oa bet ‘pad eun eilenn bennag,
rag boazet e oan da chouka va Jaunasse muia-karet gand kement hini
a ree biz-meud war vord an hent.
Dre jañs e oa paperou gand ar
vaouez koz hag he diou verh am-oa
sammet en deiz-se. Deuz an oto a
Bae Sada.
oa dirazom, e oa dilammet daou zen
hag e oant tehet kuit dre ar straedou bihan e-kichenn.
Muioh-muia�a�dud�dibaper
C’hweh vloaz ‘m-eus tremenet war
an enezenn-ze. Eet eo an traou war
fallaad, d’am zoñj : pa oam eet kuit,
54 % euz an dud a oa dibaper. Ha
muioh-mui a laeroñsiou hag a gannou droug ha feulz. Er fin, n’ez eem
ket ken on-unan da bourmen en
aodou digenvez, e-giz a-raog, na
dre an hentou e-kreiz ar plantadegou. Ha kaset ‘m-oa va hi da Vrest
adarre, rag mein a veze taolet warnañ bemdez.
Med tamm keuz ebed ganeom. Kalz
a dud jentil zo o veva eno, gand paperou pe heb, ha prest e vezent bepred d’on sikour, da vousc’hoarzin
ha da ginnig teñzoriou : troha bleuniou jazmin, pleza on bleo, roi
deom gwastili an eurejou pe bananez ha maniok. Kejet ‘m-eus ivez
gand M’zoungoued euz kement
korn a zo e Frañs, ha dalhet ‘m-eus
da gaoud daremprejou mignoniaj
gand tud deuz an Elzas, an Hanternoz, ar Reunion pe an Antillez, hag
evel-just, gand tud deuz Breiz.
kaoud ezomm d’en em gavoud
gand tud all, abalamour ma ‘z om
deuz ar memez bro ha tra ken. Eur
wech nemetken e oan bet oh heulia
kenteliou brezoneg en eur skolaj.
Med re a bikerezed ‘oa… ■
Laurence Lavrand
1. Ano komorian Mayotte.
2. Diwar “zo bet”, da lavared eo, an hini “a
zo bet” muia-karet d’an nen. Gand Mikael
Madeg eo bet savet ar geriou “zobed”,
“zobedenn”.
Morse n’om bet er gevredigez Les
Bretons de Mayotte, rag n’om ket
bet pell euz ar vro pell a-walh evid
Brud Nevez - 25
D
Izan Belz
Martinik :
ken dihortoz ha ken bamuz ?
Nao vlé on bet er Martinik. Pa oan arriu eno ar weh kenta, e oa vil an amzer, glao a rae
pasabl, un dra souehuz. Dizoloet am-es un êrgelh, un hinad, un natur, gwez ha plantenneu ne vezent ket anavet ganin, dihortoz e oe ur seurt, bamuz. Un êrgelh dishañval pennda-benn am-es kavet. Memez ar glao eno zo dishañval. Tomm eo, dija, ha largantezuz !
Pa goueh ar glao e koueh glao, n’
eo ket a-bennadeu. Pa goueh ar glao amañ ema un
tammig seh ! Eno ar glao zo gleb evid mad.
‘oan bet eno evid al la● Kaset
bour, erruet on ged ur sell
gwerh. Peb tra a welen-me ‘oa da
gemer en ur feson pozitivel. N’anaven netra ag ar vro-se, degemer a
reen toud ar peh ‘oa da gemer. Ma
soñj ag an traeu en-des spisaet èlda-just : nao vlé, ‘pes ket ar memez
soñj pa erruer ha pa achaper… Evid
lared gwir ‘m-es ket kement-se
cheñchet ma soñj. Ha plijet-braz on
bet du-hont. Da genta penn, n’anaven ket kalz a dud èl-da-just, n’anaven mem hani. A-vuzul ‘m-es greet
anaouidigeh ged an dud, hag a zo
hegarad. Kañsorted dispar ‘m-es
eno. Keuz ‘m-es bremañ pas o gweled aliesoh !
Martinikiz a-viskoah
hag a-nevez ‘zo
Un diforh braz ‘zo en enezenneu
tramor etre ar re a za ag ar metro26 - Brud Nevez
pol hag ar re a zo ganet eno. Èl-dajust, n’o-des ket ar memez sevenadur. Èl e Breih pa seller mad, ar re
zo daet àr o leve amañ n’o-des ket
ar memez feson da vevi evid ar re
o-des bevet toud o buhez amañ. Ar
re o-des c’hoant keji ha moned da
zarempred ged sevenadur ar Martinik hag enezenneu an Antillez n’odes ket kudenn erbed, e kontrel !
Da genta, diaesoh eo èl-de-just ekeñver labour, n’es ket kement a
stalieu braz èl ma c’heller kaved er
hêrieu braz, kement a argant. Un
dra bouezus zo da lared àr tachenn
ekonomikel ar vro, bez’ zo un dra ag
a weler, ar galloud politikel hag ar
galloud ekonomikel zo da tud ar
vro, mes n’int ket d’ar memez rummad tud. Estroh evid diskennidi ar
sklaved a gaver àr an enezenn, bez’
es tud arall ag ar vro, ar re zo anvet
Bekeed, diskennidi ar sklavizion a
Gwalarn an enezenn : mor ar Haraib gwelet
a dor ar Menez Pelée.
lakae an dud kaset ag Afrika da labourad evid pas kalz a dra. Int ‘des
gouarnet ur galloud ekonomikel
braz, ha dohte ema ar stalieu hag
an douareu aliez ivez. Int o-des ar
galloud da rei labour pe pas d’an
dud. Hag ar re a a ziskenn ag ar sklaved o-des ul labour eviti-int, ne
hounidan ket kement a argant
moarvad.
Bez’ es un troh : ar Bekeed, gwenn
a grohen, ne glaskant ket kalz meski
ged ar boblañs arall. An dud-se zo
Martinikiz a-viskoah. Ar re aveldein,
deuet evid ur prantad-labour, a za
hag a ya kuit goude, ar rel-se a vez
anvet ar « Metroed ». N’o-des ket
ar memez emzalh. Bez’ zo re hag a
chom peogwir e plij dehe ar vuhez,
lod all a ya kuit evid kant abeg. Teir
lodenn zo er boblañs : ar re zu, diskennidi ar sklaved ; ar Bekeed,
gwenn, diskennidi ar sklaverion ;
tud daet goude echumant ar sklavereh : Sinaiz, Lebaniz hag ul lodenn
mat anehe daet a vro India. Martinikiz rah. Hag ur pederved lodenn,
tud aveldein, daet a-ziañvêz bro.
Prantadeu tenn
Ar vrud o-des ar re a za a-ziañvêz
bro da voud paeet kalz gwelloh evid
an dud àr blas. An dra-se zo hervez
ar micherieu. Al labourizion-Stad odes ur gopr uhelloh evid ar peh o
devehe gounidet e Bro-Hall. Kelennerion daet a ziañvêz-bro pe kelennerion ag ar vro, dre ma labouront
er vro, o-des ar memez gopr. Àr-lerh
ema hervez ar micherieu. N’eo ket
un istor a ziañvêz-bro pe pas, mes
kentoh un istor evid piou e labou-
rer. Bez’ zo ivez tud hag a labour er
prevez hag a hounid kalz muioh a
argant. Àr-lerh, a-dra-sur ema kerroh ar vuhez eno.
Beb an amzer, se a lak an traeu da
voud diêz etre ar rummadeu tud.
Bet zo bet prantadeu tenn en ur
feson sokial e 2009. Harz-labour ‘oa
bet ‘pad ur miz, just a-walh peogwir
e kave an dud e oa ker-braz an
traeu. A-benn ar fin n’es ket re a gopreu izel evid lod muia an dud, mes
kentoh prizieu kalz re uhel. Red e
vehe kavoud ur hempouez etre ar
prizieu hag ar gopr, hag ar hempouez-se n’eo ket mad evid rah an
dud. An argant ‘vez ket rannet er
memez feson.
Ar vugale
o komz kreoleg, med...…
Kreoleg ‘m-es desket un tamm, ya.
Evid bevi en ur vro e vez red deski
yeh an dud. Memez ma n’eo ket
gwall uhel ma live kreoleg, e tan da
benn a gomz ged ma hamaraded
dreist-oll. Kompren a ran gwelloh
evid na gomzan. Ha sekour a ra : an
dud n’o-des ket ar memez sell
àrnoh. Me a laboure-me ged skolidi. Pa welent-int ne veven ket àr
bord ar mor, penaoz e veven-me er
mezeu, ha kompren a reen kreoleg,
int ‘wele am-boa doujañs dohte,
penaoz na oan ket daet eno evid
bevi dindan an heol hepken. An
dra-se zo pouezuz. Hag evid an hini
en des c’hoant moned e-mesk an
dud ema plijusoh. Ma feson-me eo
da weled an traeu.
Hag ar vugale ? Rah e komzant
kreoleg, ur yeh veo eo. Komzet ‘vez
galleg dohte. Kelennerion, beb an
amzer, a gomz kreoleg dohte mes
rah an traeu ‘zo e galleg alaz. An
dud vraz a gomz kreoleg, ar predegeu en iliz zo e galleg. A-benn ar fin
n’o-des ket chañchet an traeu ahoude kant vle ‘zo. Boud a zo ur gudenn : laret ‘vez evidom-ni e Breih
ne vez ket tu kelenn brehoneg da
rah ar skolidi dre ma ne gomzant
ket al lod muia anehe. Med pa
gomz tost rah ar vugale eno, ne vez
ket raet dehe an tu da gelenn dehe
e kreoleg. Bez’ zo abegeu fall, trist
eo ma ne vez ket muioh a greoleg.
Ar familleu a houlennehe, mes pas
kement-se. Bez’ zo hinienneu a vez
lakaet en opsioñ – teir euriad, evel
yeh rannvroel, èl evidom-ni, mes ar
goulenn n’eo ket ken kriu. Ne ouian
ket perag. Dre ma komz an dud hag
ema c’hoah beo-mat marse na welont ket perag hen deski, mes gwir
eo ne houlennant ket.
Skrivagnerion vrudet
Skrivagnerion a zo er Martinik : ar
re anavezata a zo beo hiniu an deiz
hag a skriv pasabl eo Patrick Chamoiseau ha Raphaël Confiant, anavet-mad e Bro-Hall. Skrived a rant e
galleg d’al liesa. Laka’ a rant en o
skrideu tammeu kreoleg, “kreolegaj”. Rai a ra d’ar skrid goust ha
frondeu ur vro, un amzer ha ne vez
ket anavet ganom-ni. Hag ur skritur
kaer ! Patrick Chamoiseau en-des
bet ar priz Goncourt e 1992 evid e
romant Texaco.
Brud Nevez - 27
1
2
1. Les Anses-d'Arlet, e gevred an enezenn. Luhskeudenn tennet ag ur vag e toned en-dro ag
ar Gwadloup.
2. Santez-Vari (biz ar Martinik) : bered, ti gonid-rom St James hag ar Menez Pelée àr tu dehou
an dalenn ziweza.
28 - Brud Nevez
Ged Aimé Césaire ema dishañval abenn ar fin. Ar chañs en-des bet
d’anav Léopold Sedar Senghor ha
d’endevoud savet getoñ, ha ged ur
strollad tud, ur rid lennegel anvet
an négritude, ha ged an dra-se ema
daet da voud anavetoh. Ar strollad
eo kentoh ‘oa daet da voud anavet
ged an dud, ha eñv en o mesk, hag
ar fed e oa daet Senghor da voud
prezidant ar Senegal, hag Aimé Césaire da voud mêr Fort-de-France.
Àr an dachenn sokial ema bet anavet er Martinik, àr an dachenn lennegel e Bro-Hall, a-houde e liamm
ged ar rid lennegel. Un aviz personel eo. N’ouian ket ma ‘pes-c’hwi
lennet e varhonegeu ? Gwall galed
int un tammig. Kaer, entanuz e-keñver gerieu, skeudenneu, mes nend
int ket gwall êz da lenn !
E-keñver muzik eh es muioh a
draeu e kreoleg. ‘Pes ket ‘meid da
weled, e Breih ema un tammig
memez tra : ar sonereh zo yahusoh
evid al lennegeh. Ha sonereh an Antillez zo gwall blijuz. Bez’ zo ar zouk,
ha pasabl a draeu hag az a ag an enezenneu arall : ag Haïti, ged ar
hompa da skwer. Pa vez sonet, e vez
êz a-walh ober e kreoleg. Sonereh
a-vremañ zo ivez, ar zouk pe an
dance-hall, a blij d’ar re yaouank,
hag e kreoleg aliez. Mod all zo sonereh ag ar vro hag a zo muioh hengounel, muioh a greoleg gete èl ar
bélè pe c’hoah an danmyé.
N’es ket tra-walh
a rom
A-houde pell amzer ema ar Martinik un departamant èl ar re arall. Eraog e oa ha departamant ha
rannvro. A-houde pemp blé bennag
zo bet greet ag an diou lodenn-se
unan hepken. Ne ouian ket mand
eo gwelloh. An dra-se ‘vo hervez
petra ‘vo raet d’an departamant ha
d’ar rannvro. Ar galloud a zo un dra,
an argant zo un dra arall. Daoust
hag e heuillo an traeu ? N’eo ket
biskoah êz. Àr ar paper eo skrivet
atao e vo nebeutoh a dud o komz
ha muioh a dud oh ober. Perag pas.
Da weled !
Na boud zo ur galloud politikel, ar
gwir galloud, ar galloud ekonomikel
zo atao ged ar Bekeed, ar re o-des
ar stalieu. Pa zo bet harz-labour
kaled, n’eo ket ar bolitikerion a zo
eet da gomz ged tud ar gouarnamant gall, ar Bekeed eo a zo eet !
Hag alaz, alaz, ar galloud ekonomi-
kel a zo atao ged an dud-se. Gwir
vistri an enezenn ?
“Daou dra
e terhel
an ekonomieh :
an douristeleh
hag ar rom.”
Al labour-douar zo etre daouarn an
dud-se ivez, pas rah an douar, med
lod anehe ‘des pasabl a zouar. Me
‘oa o chom e ti ul labourer-douar ag
e hounide goyav. Parkeu en-doa,
n’eo ket parkeu èl e Breih, ar vro
n’he-des ket memez stumm, un dachenn vihan ‘oa, pemp deveh-arad.
Ar Bekeed o-des c’hoah douareu
kalz ledannoh, leh ma vez lakaet petramant bananez, petramant korzsukr evid gounid rom dreist-holl. Ar
rom a zo atao un arouez touristel abenn ar fin : pasabl a rom a vez
kaset e diañvêz ar vro. Mod all n’eo
ket ledan an enezenn, setu n’es ket
tu kas marse kement evid o-devehe
c’hoant da gaoud, mes gober a raer
atao.
Tud dilabour a zo er Martinik, èl-dejust. Dre ma n’es ket kant stal, ha
bihan an enezenn, daoust ha labour
zo evid rah an dud ? Marse en ur
sistem ekonomikel arall e hellehe
peb unan kavoud e blas, mes aze,
pas. Boud zo tud dilabour ez-ofisiel,
mes labour a rant ur seurt. Kavet a
vez an dra-se e peb leh.
An dud o tivroi
An douristed a zegas labour, un
tammig. Ur skeudenn eo. Àr-lerh,
toud an dud n’o-des ket labour ged
an douristeleh. Mes degas a ra un
tammig madeu da dud o-des tier da
feurmi, marse e tigas blankigeu da
lod tud ha n’int ket ag ar vicher.
Mes n’eo ket yah, ma n’es nemed
daou dra e terhel an ekonomieh :
an douristeleh hag ar rom.
Divroi a ra an dud neuze ha doned
a ra kalz anehe d’ar metropol da
glask labour. Dija ar re zo daet da
studiiñ. Goude an termen eh achapant ag an enezenn hag e yant daheul o labour, dreist-oll da
d/Toulouse, Montpellier ha Pariz.
Pasabl a Vartinikiz ha tud ag an Antillez dre vraz a heuli o studieu er
hêrieu-se. Lod anehe a chom evid o
labour : ur staj greet ha goude e
chomer. Nebeud anehe az a en-dro.
Boud zo re a ra ar choaj chom eno
hag a glask kavoud ul labour eno.
Kelennerion zo o-des choejet ar micher-se dre ma oa un tu evite chom
da labourad er Martinik. Lod all odes savet o stal hag a chom evid
gober traeu en o bro.
Evid echu, e larin ‘m-es ket keuz kement-se boud bet daet en-dro ag ar
Martinik. Èl-de-just, e vank dein ma
hañsorted. Tud hegarad, un hinad
hag un êrgelh kaer n’eo ket displijuz
mes adkavet ‘m-es traeu priziuz
amañ e Breih ha labour zo d’ober àr
kant tachenn, ha gwall gontant on
boud bet daet en-dro. ■
Izan Belz
Komzou dastumet gand F. Broudig
Brud Nevez - 29
D
Yann-Loeiz ha Kristin Ar Bod
Er Reunion,
c'hwezeg vloaz goude
Genidig eo Kristin ha Yann-Loeiz Ar Bod euz Plougastell, leh m’emaint o chom bremañ. War o
leve emaint, ha brezonegerien zo anezo. Bet int bet diou wech en enezenn ar Reunion : etre
1986 ha 1991, hag euz 2008 beteg 2011.
ha Kristin Ar
● Yann-Loeiz
Bod : On troiad genta eo a zo
garanet don en or spered, neuze
on-oa kroget da gompren ha da
garoud an enez hag heh annezidi.
Kreñv eo bet ar pennad-ze en or
buhez abalamour ez eo tost or
halon ouz sevenadur ha yez Breiz.
Er penn kenta avad, pez on-oa
c’hoant d’ober a oa mond da veva
ha da labourad dindan an heol, war
vord ar mor, gand on daou vugel, a
oa unneg ha pemp bloaz d’ar
poent-se.
Y.-L. : Enklasker CCRF1 e oan, ha
goulennet em-oa beza kaset da
Saint-Denis. Er penn kenta on-oa
soñjet ne labourfe ket Kristin, a zo
kelennerez diouz he micher. Med
ne oa ket posubl rag ker e oa ar
vuhez du-hont, hag eur hontrad kelennerez war ar galleg he-deus bet,
en eur skolaj. En dro-ze ne oan ket
bet en em gavet gwech ebed gand
eur brezoneger bennag da varvail30 - Brud Nevez
lad gantañ. En eil tro avad e oa
deuet soñj din kas eur galv evid se,
diwar eul lehienn internet en enez.
Eur respont nemetken am-oa resevet, gand eun den na ouie ket
komz brezoneg, med c’hoant ‘noa
da gleved ! Tennet e oa bet ma galv
goude-ze abalamour ma oa skrivet
e brezoneg, ha ne veze ket komprenet gand merour al lehienn.
Meur a rumm tud en enez
K. : N’on ket ken barreg ha YannLoeiz war ar yez, rag n’on bet tost
dezi nemed pa oan krennardez,
gand ma mamm-goz. Ma gwaz,
deuz e du, e-neus strivet atao d’implijoud anezi er vuhez pemdez gand
e dud hag vignoned, da lenn ha da
skriva ivez. N’em-eus ket bet tro
kennebeud da gleved anezi er Reunion. Ar hreoleg avad am-eus dizoloet buan-tre. On-daou on-eus
greet anaoudègèz gand ar yéz-se a
ra bemdez an dud ganti, ha pa ne
vefe ket simant eur “vro” evid-se.
Meur a rumm tud zo e kevredigez
ar Reunion :
- Ar greoled wenn, anezo diskennidi
an drevadennerien goz. Int-i eo a
oa, 25 bloaz zo, perhenn war an uzinou korz-sukr, rom, kafe…
- Ar greoled zu, diskennidi ar
sklaved deuet euz Afrika ar Reter.
- Ar “re hopret”, mibien-vihan d’an
Indezidi tamoul a oa eet an
drevadennerien da gerhad anezo
da vro India evid o gopra, pa oa bet
torret ar sklavèrèz.
- Ar re a vez anvet “yab”, kreoled
wenn o tiskenn euz famillou trevadennerien dezo kalz a vugale.
Arabad dizoñjal, e-barz an daolenn
sokial-ze, ar re a zo diouto eur seurt
strollad dibad, tud ar metropol, a
vez greet ar “zoreilled” deuzouto. Al
lesano-ze ‘oa bet roet dezo abalamour e oant “diouskouarn” ar vistri,
da vare ar sklavèrèz.
Meur a relijion zo : katolik, muzulman, hindou (relijion benna an
Damouled). An hini greñva a oa ar
relijion gatolik 25 bloaz zo, hag eul
levezon vraz o-doa ar veleien deuet
euz ar metropol.
Skandalet evid beza lezet
va skolidi da gaozeal
kreoleg
K. : Hervez an eñvorennou am-eus
dalhet, e oa digevatal ar gevredigez
kreol, ha c’hoaz ez eo ‘m-eus aon.
Kelenn a reen galleg er pempved
klas “H”. Sinifioud a ree al lizerennze ne oa ket mad tamm ebed live ar
hlasad. Dond a ree ar skolidi deuz
meneziou su an enez. Ma labour a
reen, displega yezadur ar galleg.
Meneziou “Makes”.
Beb goulenn a reen outo, kregi a
reent da respont e galleg, ha prestig
goude, e kreoleg.
Leuskel a reen anezo d’ober. Soñj
mad am-oa deuz pez a lavare va
mamm-goz e Plougastell, penaoz
‘oa divennet komz yez ar pemdez er
skol. En eur ober evel-se e soñje din
e vefe aketusoh ar skolidi. Koulskoude ne oa ket posubl din beza sur
peogwir ne gomprenen ket mad o
respontou atao ! Diwezatoh, da
geñver eun emvod gand kelennerien al lise, e oan bet skandalet gand
unan anezo abalamour ‘m-oa lezet
va skolidi da gaozeal kreoleg. Eur
seurt mahomerez ‘m-oa kavet se,
ha komprenet ‘m-oa, kelennerez ha
brezonegerez ma ‘z on, e hell
doareou-kelenn zo beza fall da zikour tud zo da vond dreist o diêsteriou er skol2. Dre ma micher eta e
oa êz din gweled a-dost ar huden-
nou a denn d’ar yéz. Kollet ganin al
liamm-ze siwaz pa oam deuet an eil
gwech, peogwir e oan war ma leve.
Y.-L. : Ne glote ket an deskadurez
gand an dud, ha se zo kaoz, d’am
zoñj, e oa chomet an enez en distro,
bloaveziou-pad. Goude an Eil Brezel-bed, e-pad ugent vloaz kazimant, e oa bet dizoñjet gand ar
Frañs. E 1968 hepken e oa bet sikouret da vad, pell war-lerh an inizi
all en Antillez. 25 bloaz zo, ne oa ket
ken kreñv al luskad da zivenn identelez ar Reunion evel a oa en Antillez, abalamour ne oa ket uhel live
ar gelennadurez. Êz e oa da dud ar
Martinik hag ar Gwadloup mond da
labourad dindan ar Stad peogwir e
oant bet stummet ‘vel a faote, med
se ne oa ket gwir er Reunion c’hoaz
pa oam bet ar wech kenta.
Cheñchet an traou hirio, med pa zelaouan RFO, kavoud a ran dister
Brud Nevez - 31
atao “lod” an enez, evel pa vefe lakeet a-gostez eun tamm.
Pouez eñvor ar sklavèrèz
Y.-L. ha K. : Mignoned vad om deuet
da veza gand eur houblad skolaerien deuz ar Reunion. Kreoled zu
anezo, ha d’ar poent-se, ne oa ket
bet kalz deuzouto er plas-se er
gevredigez. Meur a wech koulskoude on-noa bet tro da veza
souezet gand o doare da veva ha da
zoñjal, pa oa ar pouez euz eñvor ar
sklavèrèz aze bepred, diweluz.
Da genta e oa diêz deom kompren
perag, peogwir o-doa tapet beza
desket a-walh evid disteurel beh an
amzer dremenet. Goude on-eus
komprenet, rag goud a ouiem mad
ni penaoz ‘veze kont e Breiz. Ne oa
ket bet on tud nag on tud-koz dindan yeo, med rediet e oant bet,
gand ar skol hag an ekonomiez, da
zilezel o yez ha da gaoud mez anezi.
Bez’ e oa traou boutin eta etre santimantou or mignoned ha re on tud
e Breiz.
Skweriou all zo, med arabad deoh
kredi e oam eet du-hont evid selled
diouz an diavêz, evel pa vefe eur
seurt etnologourien ahanom ! Beva
on-eus greet pemp bloavez kaer
gand or re, en eur jom digor da dud
an enez. Êsoh a-ze gand an darempredou mad on-oa gand or mignoned skolaerien, gand micher Kristin,
ha gand ar sport a reen-me. C’hoari
a reeb mell-droad en eur skipaillad
a oa “zoreilled” ha kreoled ennañ,
kreoled wenn ha re zu hanter32 - Brud Nevez
hanter. E Saint-Gilles, leh ma oam o
chom, em-eus sikouret lakad war
zao Les foulées du lagon, eur redadeg war droad a ree berz braz. Kemeret ‘m-eus perz ive er valeadenn
vraz a-dreuz an enez.
Ne zoñje ket
or holeged eveldom
K. : Eul liamm all on-no da viken
gand ar Reunion : ganet e oa or
merh eno. Eur “zoréole” zo anezi,
merh da “zoreilled” ! En tu all da ze,
me ‘garfe rei eur skwer all deuz
memor ar sklavèrèz. Erruet e oam
e-kreiz ar bloavez-skol, ha ne oa ket
plas ken e skol kenta derez SaintGilles evid ma mab yaouanka. Kinniget ‘doa din Angèle, eur
“vamm-goz” kreol du hag a oa
amezegez deom, mond ganin da di
renerez ar skol, eur Greolez wenn,
evid goulenn degemer va mab
memestra. War eun dosenn e oa ti
ar renerez hag eet e oam war
droad. En diavêz e oa o hortoz
ahanom. Dre ma oam o tostaad, e
welen Angèle goz o plega he hein
muioh-mui, evel dirag eur penn
braz ! Ha chomet e oa gand he fenn
stouet da gaozeal ouz ar renerez !
Setu m’on-oa klevet nebeud a vrezoneg ha kalz a greoleg er Reunion,
ar pez a zo normal ! Gwir eo, bez’ ez
eus eur strollad Bretoned, med n’eo
nemed eur strollad, ‘vel a lavare
Glenmor ! Eun tamm pilirinaj da
zantez Anna a reont ive war ar
gumun a zoug heh ano, n’eo nemed
folkloraj. En eur furchal ervad, kavet
e vo tammou traou heñvel e drem-
mou an dud hag a zo o chom e-kreiz
an enez en douarou gleb, leh ma oa
deuet Bretoned da jom gwechall,
hag eun ano-famill bennag : “Lebihan” ha “Lebot” en eur gér, “Corre”
skrivet “Corré”. An ano-leh Plaine
des Grègues ema blaz ar brezoneg
warnañ peogwir e oa plantadegou
kafe eno ! Brezoneg a veze ganeom
en eur ober jogging, ha chom a ree
an dud da zelled ouzom. Bruderez
evid netra, kea !
Med, evel on-eus lavaret, ma ne
vefem ket bet kizidig ouz ar brezoneg ne vefem ket bet ouz ar hreoleg kennebeud. Ne zoñje ket or
holeged eveldom. Mignoned vad
on-oa en o zouez, med disheñvelmik e oa o doare da zoñjal.
En eil tro, kavet on-oa e oa
cheñchet an enez. Eur banniel
‘neus bremañ strollad an dizalherien. Stennoh evid na oa a-raog eo
an dizemgleo e-keñver ar “zoreilled”. C’hwezeg vloaz a oa eet ebiou, ha diêz e oa marteze soñjal
en-dro er mareou eüruz on-oa
bevet. Ouspenn-ze ne oa ket or
bugale ganeom ken, chomet e oant
er metropol. Abalamour da ze n’om
ket bet soubet er vro evel ar wech
kenta. Daoust da ze e talhom da
weled enezenn ar Reunion evel on
eil bro deom-ni ! ■
Komzou dastumet ha laket e brezoneg
gand Loeiz Grall
1. Concurrence, consommation et répression
des fraudes.
2. Kalz geriou gwregel zo e kreoleg. Dibosubl
eo d’ar vugale kompren penaoz lakad an anogwan-verb da glota e galleg.
D
S. Dracius - M.-L. Larade - D. Maximin
M. Rippon - J. René-Corail
Hurricane,
enezourien o youhal
Pellderiou ar Hreisteiz
Liou, gwrez ha c’hweziou heñvel
E-barz or halonou emaint toud
pelloh evid irvi ar zurentez
Ni, e pellderiou ar Hreisteiz
Kadañs ha dañs, dizalh
N’emaom ket en eil bugaleaj
‘Vo ket fritet mizer e Bro-Frañs
en Deirved Enez, Île-de-France
pelloh eged roudou meveliez
Enezidi en digenvez
paotred en o-unan
merhed en o-unan
Ni, e pellderizou ar Hreisteiz
Trêz eo or brumennou, ha gwrez
Or sinou, Trovanou pe Keheder
Bugale ar mor
Merhed sabl
Krohennet-du
a orin arab
Pelloh evid mañgrov ha savanenn
chadennet ouz
Metropolis
sorhennet gand
Megapolis
Avel-gaset gand Koñvers ar re zu ha trafikou
Deuet euz pellderiou ar Hreisteiz
Brud Nevez - 33
Kimboazet1 gand o folised
Krohennet-sklêr kelhiet gand an diaoul
Vaudou warnom !
Tehoud, mond gouez pe mond gand ar mor
Eet peurzod abalamour d’ar hrohennou flour-ze
Kimboa, vaudou !
Ev eur banne, doudou !
Peurzodet gand ar bleo flour-ze
Masklou gwenn heb
Ar hrohennou saveteet
Bleoiou greunet
Mesket or gwadou
Tud achapet
Banania, bamboula, makak
Diaspora Black
Roudou ‘deus laosket on amzeriou tremen
Hag on amzer vremañ a strak
Eun amzer dremenet don ar roudou ennañ
Tud uhel an avel ganto
Dezo friou ha baroiou tud gouez
Meni nazi a gomz dre o fri
Cheñch a ra an amzer da zond a-benn digeri
Merkou nevez a gemerim
Lakait ho troad er par
Prest oh
Eet oh
Eeun-tenn dirazoh
Divanniel, dindan avel
an Inizi en avel
Heb kan ebed, e avel an Inizi dindan an Avel
En eur zevel
On taliou gell-du en uhel
1. Quimbois : Vaudou an Antillez gall. Dond a rafe deuz an dro-lavar « Tiens, bois »
abalamour d’an evajou hud a vez el lidou vaudou.
34 - Brud Nevez
Dibaper, dizoue ha divestr
Diroched
Divragou
Dibaper
Dibaperou
Divestr
Difeiz
Dilezenn
Gwall dapet diwar or fas
Faziennou-polis evid babilonou gouez
Ni, gand or gwaregi-ar-glao-trist deuz ar Hreisteiz
Grif, sakatra, grifon, grifonez
Negrit, negrill, negrillez
Oktavon, kongo, karteronez
Maron, maronez
Blanche Neige, bazaned, metek
Geriou a dalv bosou evidom
Gwallou a roy nerz deom
Da veza brao war-zao en or hrohennou
Ni, gand or gwaregi-ar-glao deuz ar Hreisteiz
Boulig-erh, gwad-mesket, penn-glaou
Geriou hag a ra zeroiou ahanom
Gwallou hag a ra harozed ahanom
Krohen rouz, gwalhet fall, morillon
Negro, negroez-ar-bladenn
Gwenn-louz, kafe-lêz
Negrita, gell-du ha lustrugenn
Bik, biko, krouill, meuloñ, beur
Raton, keubla, tud a liou
Ha ma lakafem en or pennou
Beza brao en or hrohennou
Ni, e pellderiou ar Hreisteiz.
Suzanne Dracius, 2003
Pointe des Nègres
Al leh ma veze dilestret an Afrikaned d’ar mare
ma vezent gwerzet d’ober sklaved anezo, an « trafik trihorn »
Brud Nevez - 35
Enor da maouezed va bro
Amanthe, maouez dorn dir, hag a gas he stalig en-dro ervad
Andrée, maouez kaloneg, maouez an oll stourmou da vond war-raog
Brigitte, maouez dezi kalz a vugale, maouez bepred o hortoz e teufe
[en-dro marteze tadou heh unneg a vugale
Clémentine, maouez kenwerz ar glaou e kostez iliz an Terres Sainville
Eméranthe, maouez meuz an deiz tomm-brao, maouez hag a werz
[chelou, colombo, matoutou tomm-brao
Emilie, maouez potomitan, maouez souten an tiegez, maouez-ozah,
[maouez ouestlet da garantez he bugale
Fifi, maouez en diaskren gand beh an diêsteriou, maouez parfoeltret
[dindan gwask eur macho
Gilotte, maouez uzet kern he fenn dre forz dougen pladadou
[legumaj deuz ar vro
Man Eugène, maouez hag a werz louzeier, jiromoñ, sivolez
Man Nana, maouez war-zao a-dreñv kontouer he freti, adaleg tarz
[an deiz beteg ar pratik diweza en noz
Man Pierre, maouez chaoket, maouez dirañvet kement hag ar hraoñ
koko he-deus grañjet da farda he douselet, maouez ken c’hwero ha
[ma z eo dous he madigou kreol
Mathurine, maouez torch-torch, maouez eet tort dre forz frota
[plañchod he mestrez
Mireille, maouez he zreid gwad-toud gand monedone war ribinou
[rohelleg ar Morne Capot
Solange, maouez euz du-mañ, maouez on amzer-ni, ken kaled hag an
[akoma, maouez o stourm, maouez o tifenn gwiriou ar merhed
Ti Youte, maouez ar plantadegou, maouez amarerez, maouez roget
[he daouarn gand deil ar horz, ken lemm hag aotennou
Yva, maouez he fornell, maouez o veska dibaouez migan ha calalou
Yolande, maouez benniget he dorn, maouez hag a oar parea, braz he
[halon, maouez he dorn digor, he halon zigor
Maouezed ! Maouezed ! Maouezed ma bro.
Marie-Laure Larade
Diwar eun droidigez displeget gand Doriane Suicard
Geriou kreoleg
Potomitan (pe poteau-mitan) eo ar peul e-kreiz an templou vaudou. Dre skeudenn e
sinifi ouspenn an hini a zouten ar famill, a zo e-kreiz an tiegez, ar vamm peurliesa.
Chélou : meuz antillad anezañ eur fritousenn paotr skañv hag avu bevin.
Colombo : meuz kreol diwar guri.
Doucelettes : karamel lêz koko, madigou giz kreol.
Matoutou (pred hengounel al lunvez Fask er Martinik) : fritousenn kranked ha riz.
Graja (grager) : rañvad.
Akoma : gwez kaled o hoad.
Migan : yod frouez-bara gand lostou moh.
Calalou : soubenn hlaz, gand gombo, spinach ha louzeier all.
36 - Brud Nevez
Diroud1 an eien
Me zo deuz eur bobl divroet war an douar heb domani
[prevez ebed
peñseet heb hentou war inizi digenvez
deziradou poentigaouet war ar bajenn garaib
eur bobl-gorz behiet a jadennou
o teuzi sap ha gwriz ha n’eus ket diouto
en eun tantad heb oaled, pozet fier war deir roh
a-benn kalfichad eun denelez nevez
ha goveliad kalonou dezo pevar gwad strewet :
Europa dre fazi heb he denegez
Afrika fraost anezi sker ha bannou
Azia vroet Amerika adkavet
pevar hevandir da groui eun enez adarre
ar mor da blanedenn e penn peb gwenodenn
Antillez, eskell pozet war vor : eno e oan ganet…
Daniel Maximin
1. Ar geriou kreoleg dérade, dérader, a zinifi beza kaset kuit gand red an dour.
Brud Nevez - 37
Sur eo n’ema ket pell an deiz-se
Mond a rin en-dro da bokad d’az treid
Afrika mamm diframmet, didammet,
N’eo ket evid goulenn kontou ganit
Evid beza unan euz da vugale ganet er Haraib
Med a-benn goulenn beza pardonet
Rag, e-pad pell
N’on ket bet chalet gand ar zoñj ahanout.
Dond a rin en-dro da lakaad ma daoulin gloazet
Ouz an douar war ar vein a droh gouliou er horv
Er broiou-ze lesket gand ar vizer,
Da glask al louzou nevez
A bareo an oll houliou bilimet
A ra poan dit en da galon.
Distrei a rin leh m’ema douaret
Kerdin-ar-gwir ar sklaved dilestret,
Din da zena an oll genteliou on-eus klevet ha klevet adarre.
Strani a rin war an hentou gwenn evel eun den mezo
War riblennou dour chag ar Sahel, or mamm.
Lêz kaouled a evin ouz beg ar vronn, dinerz,
Diluzia a rin ar gudennad louzeier skoulmet
Bet stignet e-barz ma fenn.
Distrei a rin, ha n’eo ket marteze,
Evid skriva ano Marie-Galante, ma bro,
Gand ma biz gleb er skop sehet.
War an trêz tomm, en eur redeg, ouz doriou Gorée
War ma daoulin dirag sioulder ar mor glaz
Dougerez-tenn evid rei ar broiou pell d’an dud,
Ho anoiou deoh a lavarin, kement hini zo
C’hwi hag a veze lakaet dindan an treid e kaliou reud ar bigi.
Endra ma vo diou dakenn dour penneg
O redeg e diabarz ma halon,
Em zao e chomin, gand ma biz war ma beg,
Da zoñjal er poaniou ganeoh gouzañvet
Deom da veza gouest da zigeri on daoulagad dindan heoliou nehet.
Max Rippon
Diwar troidigez halleg Pierre Pinalie
38 - Brud Nevez
Eur vaouez anvet Afrik
O, korv karet
Teñvalijenn divoret
O, korv en noaz
Gwisket gand gwirionez
O, maouezed hag a ouel
Gronnet o daoulagad gand gwalleur
O, maouezed hag a leñv
O, korvou gleb-dour-teil
Glao dezo da liñsel
Maro an oll anezo
Ha me beo
Pont-ha-pavez
Ar hantvedou du
Maro an oll anezo
Ha me beo
Maro an oll anezo
Evidout
Evidon
A-uz d’an avel
Ema an tarziou-mor
E krib ar gwez-palmez
Inizi a boan
Dindan gazel-ge ar gwez-palmez
Inizi a boan nag a boan
Salud deoh ! Inizi ar galeou
Brud Nevez - 39
Sant-Jozef
Roueel
Enez an Diaoul
O, Maroni o,
E barr da ene
War da lerh emaon e melezour ar wagenn
Ennout e klaskan ar perag euz ma zorhenn
O, te ha n’eus ken perhenn dit nemed an neb da gar
Ster veur
O, son a garantez
E roud ar Maronezed1
O, Maroni o,
Meur ha dieub ken ha ken
O, Maroni o,
Dour ha kened ken ha ken
Jerry René-Corail
Troidigez vrezoneg an oll varzonegou-mañ : Maguy Kérisit
Troet eo bet ar choaz barzonegou-mañ diwar an dastumad Hurricane, cris d’insulaires, gand aotre hegarad an
embannaduriou Desnel. Trugarez dezo ha d’ar varzed.
Eur ger saozneg eo Hurricane, hag a dalv kement ha korventenn. Eun dastumad barzonegou eo al leor Hurricane,
deuz ar Haraib dreist-oll ha deuz inizi all. Bodet eo bet ar
skridou a gaver ennañ gand Dorianne Suicard, hag a zo
eun ano-pluenn d’ar skrivagnerez Suzanne Dracius. Hi eo
bet troet he barzonegou e meur a yez all (saozneg, spagnoleg…) hag embannet he leoriou e meur a vro. Priziou
he-deus bet, evel ar priz Fetkann e 2009. E 2005 e oa bet
deuet da zaloñs leoriou an enzeier en Eusa.
Evid gouzoud muioh diwar-benn an ti-embann : http://www.desnel.com
Ha diwar-benn Suzanne Dracius : http://suzannedracius.com
1. Eur Maron a oa eur sklav didehet, da vare ar sklaverez. En Antillez en deiz a hirio, e
talv kement hag eun den dindan guz.
40 - Brud Nevez
L
Barzonegou
°Marcel Diouris°
Liberte
Kemerit ar mor don
E-barz palv digor ho taouarn
Dindan an heol tomm
Dindan eur barr-arne
It da bell
Kaset gand ar pevar awel
Heuilit ho huñvreou
Na hortozit ket re bell
Ar yaouankiz ne bad ket pell
Sellit a-bell
An dremmwel o luhañ
Kemerit hentchou kildroenneg
Hentchou don
Hentchou dianao
Hentchou a zigor war ar bed braz
War bed al liberte
Tamm kerse ebed
Kerzit en eur ganañ
Ar bed braz a zo deoh
D’ar re a nebeud.
Brud Nevez - 41
L
Rosetta ha Philae
Huñvre eur mous : mond en arbenn eur steredenn-losteg
Huñvre eun den deuet : toullañ skorn Tchouri
Evid klask brikennou elfennel ar vuhez
Deuet euz penn pellañ ar Big-Bang kentidig
Pell ouz firbouch freneziuz ar gannaded
Ha kaoziou toull o breutadegou
Pemp kant milion a gilometrajou ahann
E-barz goullander steredel an oabl
Philae en em harp ouz Tchouri
Eur gwir huñvre en nevezentiou blinuz
Ma’z eo deuet ar vuhez war on boul-douar
Gand ar stered-losteg
Warne molekulennou karbon
Red evid diveuziñ ar vuhez
Neuze huñvreou leun on penn
Petra bennag ne vefe ket savet
Buhez e lehiou all en Ollved
Huñvreou kaerroh-kaerrañ
Rosetta deg vloaz o vond en-dro
Meur a viliard a gilometrajou ergerzet
Er gêr eur yenerez eiz vloaz nemetken
Kilometr ebed hag eet da fall !
Rosetta eur miliard-hanter a euroiou
Evid gouzoud eun tamm muioh
War pennorin ar vuhez
War an tamm douar-mañ
Ar vuhez-se a zistrujom war dan bihan
Pegoulz eur birvill ken braz all
Evid gwarezi on paour-kêz Douar ?
42 - Brud Nevez
L
Porz-mor
Karget klenk e troad an tornaod
Porz-mor Penn-ar-Bed a zihun
Beuzet dindan eur vrumenn hlaz tanao
Kêr wenn Brest harluet a-uz
Bigi pennasket a zañs heb ehan
Gand gwagennou sioul ar mor don
Gouzougou hir jirafennou dir
O sunañ bouzellou eur zamm-lestr
Kouh koaget eul lestr merglet dibaramantet
O tosañ eur hae dirapar dilezet
War eur hae poultrennet martoloded melenard
O sellou kollet e donder o halonou harluet
Ganto garmou kuz, poan ha doan
Da vezañ ankounac’haet, droukkaret
O zoñjou en o bro en diabell
Remorker o tourtañ eur samm-lestr divent er poull-seh
Roudou sioul ar Rekourañs o regiñ al lenn-vor
Lien ha gouel stignet d’ar pevar avel
Kastell ar prefeti-mor, staoñ kêr Vrest
Damruz dindan bannou ar huz-heol
Loued dindan fouetenn avel walarn
War zav mein ar chaoser o terriñ gwagennou ar mor don
Klemm garmuz skraviged ha gouelini o ‘n em bigaillad.
Brud Nevez - 43
L
Luskellerez
°Loeiz Grall°
Heb gouzoud dezo, briata a ran anezo, evel gwechall.
Adlavared a ran an anoiou bihan a zo bet o dillad kenta.
An hini kenta a oa Sterenn, unan euz ar stered e yez an hendadou. Eur
[verh e oa.
On-unan e oam e-tal kevrin eur bed o veza ganet.
Bez’ e oa war he dremm eur roud a nehamant flour.
Gwelet or-boa bigi-pesketa war ar mor hag a oa en he ano.
O rei an ano-ze dezi, evel ar besketerien,
E ouiem ez afe da bell, en eur jom war-wel bepred.
An eil a oa Maïwenn, a dalv Mari wenn.
Glaz don e oa he daoulagad en he havell aozill.
Teir pe beder wazienn vunud a zeue da fleurig he chik
Diwezatoh, war chaoser Douarnenez, boned gwenn ha kabig ruz ganti,
Selled a reas ouzon ‘pad pell.
Eun tad a zo eüruz-tre d’am zoñj pa vez sellet outañ gand e vugel evel-se.
Ken glaz all eo he daoulagad hirio, hag e tivinan c’hoaz
Ar gwazied tano dindan he hrohen, p’ema o kousked.
An trede a oa eur mab. Youenn, eun ano laouen bannet evel eun dundee
[war ar mor.
Ano bihan-martolod hag hardi, er skol e vez distaget Youn.
Lijer hag hegarad evel ar hanod-savetei war ar mor.
Braz ha rouz e zaoulagad blevennou hir outo.
Eur penn teo evel eur pez koad dero.
Deut eo ar paotr, framm e gorv ha gwall-amzer gantañ,
E bro ar maouezed hag ar bigi bihan.
Ha bageal on-eus greet asamblez.
Bet skrivet goude eur bourmenadenn
gand ar famill e porz an Tindu e Plougastell, e penn kenta ar bloaveziou 1990.
Bez’ e vo ar varzoneg-mañ, asamblez gand kalz re all, en eun dastumad
da zond er-mêz en nevez-amzer gand Loeiz Grall e ti Emgleo Breiz :
Barzonegou ar vuhez ordinal/Poèmes de la vie ordinaire.
44 - Brud Nevez
L
Heb titl
°Anton Tchekhov°
Er Vved kantved, kement ha fenoz, an heol a zispake
beb mintin hag az ee da guzad beb noz. Diouz ar
mintin, pa deue ar bannou-heol kenta da bokad d’ar
gliz, e save ar blanedenn da veo ; an êr en em garge a
levenez, a startijenn, a esperañs. Diouz an abardae, e
siouallae ganti hag e koueze an deñvalijenn hriz. An
deiz a oa heñvel ouz an deiz hag an noz ouz an noz. Awechou e tigoueze eur goumoulenn hag ar gurun a
hroze. Pe eur steredenn, dievez, a goueze deuz an
neñv, pe c’hoaz eur manah, livet fall, a zihaloupe da
gonta d’ar genvreuriez penaoz e-noa gwelet eun tigr
tost d’ar gouent. Ha setu toud, an deiz a veze bepred
heñvel ouz an deiz hag an noz ouz an noz.
Ar veneh a laboure hag a bede. Ar superior a zone
ouz an ograou, a zave gwerzennou latin hag a skrive
toniou. Eur hoziad souezuz e oa, donezonet-kaer, ampart-dreist ouz an ograou ken e chome meneh zo deuz
ar re gosa, hag int bouzar kazimant koulskoude, da zelaou anezañ, fromet beteg gouela. Hoalet e oant ha
toniou heñvel ouz re an ograou a zeblante dasseni en
o halon. Ma tigoueze gantañ kounnari pe en em garga
a joa, ma kaozee ouz tra pe dra, terrubl ha divent, eun
awen entanet a zalhe anezañ, e zaoulagad a lugerne,
leun a zaerou, e fas a ruzie, e vouez a zassone hag ar
veneh, o kleved anezañ, a zante e youl o chadenni o
eneou dezo. Momedou burzuduz, a garge anezañ
gand eur galloud divuzul. Ma ‘nefe ordrenet d’e ziskibien mond d’en em daol er mor, e vefent eet, an oll
anezo, prés warno, da zeveni e volontez.
E vuzik, e vouez hag e werzennou o veuli Doue, an
neñv hag an douar, a oa evid ar veneh eul levenez
peurbadel. Digouezoud a ree ganto beza fê gand ar
gwez, ar bleuniou, an nevez-amzer, an diskar-amzer,
beza torret dezo o diouskouarn gand safar an douar,
dond da veza heug gand kan al laboused, med donezon o gwir superior oa ken rekiz dezo ‘vel ar bara
pemdezieg. Mond a reas ar bloaveziou e-biou, a zegadou, ha heñvel e oa bepred an deiz ouz an deiz hag
an noz ouz an noz. Seped1 al laboused hag al loened
gouez, den ebed ne dostae ouz ar manati.
Setu na pegen souezet ‘oa bet ar veneh, eun
nozvez, pa zeuas eun den ouz kêr, eur peher boutin
hag a gare ar vuhez, da skei ouz o dor. A-raog goulenn
bennoz ar superior ha pedi, e fellas dezañ kaoud gwin
ha boued. Pa oe goulennet outañ penaoz e oa deuet
deuz kêr beteg ar goueleh, e kontas eun istor hir : eet
e oa da jaseal, evet e-noa eur banne re hag en em gollet e-noa. P’o-doa ofret dezañ chom ganto evel manah
ha savetei e ene, e respontas gand eur minhoarz ha
gand ar geriou-mañ : « N’on ket deuz ho tud. »
P’e-noa bet debret hag evet mad, e sellas ouz ar
veneh a zervije anezañ hag e taolas dezo :
« Ne rit netra, meneh. Pez a rit n’eo ‘med eva ha
debri. Ha daoust hag e-giz-se eo e salv an nen e ene ?
Soñjit : keit ha ma chomit amañ, trankil ha brao, da
eva, da zebri ha da huñvreal er pemp plijadur warnugent, ho nesa en em goll hag a gouez en ifern. Gwelit
eun tamm ‘pez a c’hoarvez e kêr ! Lod a varv gand an
naon, lod all, kemend-all a aour dezo, en em veuz en
orged hag a varv ‘vel kelien peget er mél. N’eus gand
mabden na feiz na gwirionez. Da biou eo da zavetei
anezo ? Da biou eo da brezeg ar gwir feiz ? Din-me, a
vez mezo ‘pad an deiz ? Ha roet E-nefe Doue deoh an
izelègèz, eur galon garantezuz hag ar feiz evid ma
chomfeh aze etre peder moger heb ober netra ? »
Komzou mezvier paotr kêr a oa divergont ha diresped, med eun efed iskiz a rejont war ar superior. Livet
gwenn e teuas ar hoziad da veza hag, en eur eskemm
eur zell gand ar veneh, e laras :
« Breudeur, gantañ ema ar gwir ! E gwirionez, ar
baour kêz tud, dre drevell pe dre wanded, en em gav
Brud Nevez - 45
L
techet fall ha difeiz, ha ni ne fiñvom ket, ‘vel ma ne
zellfe ket ouzom. Perag n’ez ajen ket en o zouez, evid
digas dezo soñj ouz ar Hrist bet ankouaet ganto ? »
Hoalet oa bet ar hoziad gand komzou paotr kêr :
an deiz war-lerh e krogas en e vaz, e laras kenavo d’ar
genvreuriez hag e kemeras penn an hent. Ar veneh a
jomas o-unan, heb e vuzik, e brezegennou hag e werzennou.
Kaoud a rejont hir o amzer ‘pad eur miz, daou viz.
Ar manah koz ne zistroe ket. E fin an trede miz, erfin,
e klevjont trouz anavezet-mad e benn-baz. Daoulammad a rejont davetañ ha beuzi anezañ a houlennou.
Med, kentoh evid beza laouen oh adkavoud anezo, e
ouelas c’hwero, heb gér ebed. Kosaet e oa, ha treutaet ; eun êr skuiz e-noa ha glaharet, ha pa oa kroget
da ouela, e vefe bet laret eun den kunujennet.
Ar veneh a grogas da ouela d’o zro hag a houlennas
outañ gand truez perag e ouele, perag e oa ken teñval
e benn, med heb lared grig e prennas e zor warnañ.
Chom a reas seiz devez heb debri, heb eva, heb c’hoari
ouz an ograou, o ouela. Pa skoed ouz e zor ha pa bede
ar veneh anezañ da zond er-mêz da gonta e boaniou,
ne gleved med sioulder.
Dond a reas er-mêz erfin. O vodi an oll veneh trodro dezañ, e fas c’hwezet gand an daerou, merkou ar
boan hag ar gas warnañ, e kontas ar superior ‘pez oa
digouezet gantañ e-pad an tri miz-se. Trankil e oa e
vouez ha mousc’hoarza a ree pa gonte ar veaj etre ar
manati ha kêr. A-hed an hent, emezañ, al laboused a
gane dezañ o hanaouenn, ar gwaziou a hiboude, hag
esperañsou dous ha tener a lakae e ene da dridal. Kerzoud a ree ‘vel eur soudard o vond d’an argad, sur da
veza treh. E spered leun a huñvreou, ez ee, o sevel
gwerzennou ha meulganou, ken e oa bet souezet en
em gavoud dija e penn e veaj.
Med krena a reas e vouez, lugerni e zaoulagad, ha
kounnar ennañ, e krogas da gaozeal ouz kêr hag ouz
an dud. Biskoaz n’e-noa bet gwelet na kredet soñjal
zoken, ‘pez a oa digouezet dirazañ pa z eas e kêr.
Neuze nemetken, evid ar wech kenta en e vuhez, hag
eñ koz dija, e-noa gwelet ha komprenet galloud an
diaoul, kaerder an droug, gwanded, laoskentez ha disterder an dud. Ar henta ti ma z eas a oa, siwaz, eun ti
gastaouèrèz. Eun hanter-kant bennag a wazed, pinvi46 - Brud Nevez
dig, a zebre hag a eve gwin heb muzul ebed. Erru mezo
e kanent poziou terrubl, doñjeruz, seurt ne deufe ket
e genou eun den bet savet gand doujañs da Zoue. O
profita ouz eur frankiz heb mên-bonn ebed, leun a
startijenn, eüruz, heb aon nag ouz Doue nag ouz an
diaoul nag ouz ar maro, an dud-ze a lare hag a ree ‘pez
o-doa c’hoant, az ee ‘leh ma plije dezo, hervez o
c’hoant. Ar gwin, fin ‘vel goularz, fulennou aour
ennañ, a dlee beza fronduz ha c’hwék, rag neb e-neve
evet outañ a ziskoueze eur mousc’hoarz alvaonet hag
a houlenne c’hoaz. Gand eur mousc’hoarz e responte
ar gwin da vousc’hoarz an den. Ha bouilla laouen a ree
ar gwin pa eved anezañ ‘vel m’e-nefe bet koustiañs ouz
ar strobinell diaouleg a oa ennañ.
En em domma muioh-mui a ree ar manah koz ha
gouela a ree gand kounnar en eur zerhel da gonta ‘pez
‘noa gwelet. War an daol, e-kreiz ar gouvidi, emezañ,
e oa eur beherez hanter-noaz en he sav. Diêz e vefe
bet ijina pe kavoud en natur eun dra bennag kaerroh
ha strobinellusoh. Ar ganaillez yaouank-mañ, gand he
bleo hir, he liou rouz, he daoulagad du, he muzellou
leun, divéz ha gadal, a ziskoueze dent gwenn-kann hag
a vousc’hoarze kement ha lared : « Sellit pegen gadal
on, pegen koant ! » Seiz ha brokard a goueze a blegou
pompaduz ouz he diouskoaz. Med he haerder ne felle
ket dezi beza kuzet a-dreñv dillad ha, ‘vel ar hreskennou yaouank pa deuont ‘mêz an douar en nevezamzer, e tarze etre plegou he broz. Ar goantenn a eve
gwin, a gane hag en em roe da biou a c’hoantae anezi.
Neuze ar hoziad, e zivreh o krena gand ar gounnar,
a zeskrivas redadegou kezeg, eur redadeg tirvi, ar saliou-c’hoariva, atelierou an arzourien ‘leh ma veze
livet, pe stummet gand pri, merhed noaz. Awenet e
oa ar gomz gantañ, ha kaer ha dudiuz ‘vel ma vije bet
o seni ouz eur benveg diweluz. Hag ar veneh, simudet,
tost da zempla gand ar birvill, a eve e gomzou... Pa oa
bet skeudennet gantañ hoaliou an Diaoul, kaerder ar
fall ha gras boemuz korv ar merhed, ar hoziad a villigas
an diaoul, a droas e gein hag e steuzias en e gêl...
Pa zavas, an deiz war-lerh vintin, ne oa manah
ebed ken er gouent. Toud e oant tehet e kêr.
1. Nemed.
Anton Tchekhov (1888).
Troet diwar ar galleg gand Fañch Colcanap.
L
Ar goulenn
°Frank Roger°
Edo Visant o vamiñ ouz koupolenn bolz-to Firenze
pa glaskas eun den bennaked sachañ e evez. Eur plah
koz e oa hag he-doa tapet krog en e vreh gand he bizied heñvel ouz skilfou. Souezet-kaer e voe-heñv o
weled an diferañs etre he dillad louz ha chaket hag
ar fo entanet a oa o virviñ en he daoulagad. Gand he
mouez don e lavaras-hi :
– Goulennit eun dra bennaked diganin diwar ho
penn hag e respontin deoh evid pemp euro. Eur goulenn, unan hepken. Klaskit ober ho koulenn war eun
dra a bouez.
– Goulenn eun dra hag a zell ouzin ? Eun dra a
bouez ? Evid pemp euro ?
Heb soñjal pelloh e tivizas klask e chañs.
– Mad eo din. Beteg pe oad e vevin ?
– Sur oh eo ar pez a fell deoh goulenn diganin ?
Dao eo deoh goud e rankfet bevañ gand ma respont.
Kompren mad a rit ar pez a dalvez ?
– Daom dehi ’ta, eme Visant, a oa krog da goll pasianted dirag ar plah. Laret ho-peus din e oah o vond
da respont d’eur goulenn pouezuz hag a zell ouzin.
Pouezuz-braz eo ar goulenn-ze evidon, a hallit lared
war ma lerh. Ha neuze ?
He daoulagad a intras e re dehañ, ken e halle santañ o birvill griziaz koulz lavared. E-pad eul lajadig e
kinnigas mezvijenniñ.
– Evel ma karit, emezi a-benn ar fin. Eh an da
lared deoh : emaoh o vond da vervel ahann d’eun
toullad miziou.
– Sell ’ta ? Interesant eo. Ha pesort mod e varvin ? Penaoz oh gouest da vezañ ken asur-se ? Daoust
ha gall’ a ran chañch eun dra bennaked en afer ?
Hejañ a reas he fenn.
– Eur goulenn nemetken. Digarezit ahanon ma ne
blij ket ma respont deoh. Dleet e oa deoh bezañ soñjet en dra-ze en a-raog ha greet eur goulenn all ouzin.
Evel-just eo re diwezad bremañ. E hallit reiñ ma femp
euro din ?
Reiñ a reas eur billed pemp euro dehi hag eh eas
pelloh gand e bourmenadenn. E Firenze edo evid eun
toullad deveziou hepken ha felled a ree dehañ gweled ar muiañ a draou ma halle deuz ar gêr-ze. Ankouaad a reas ar plah koz ha treiñ a reas e spered war
ar pez a oa da vezañ eur valeadenn deuz ar boemusañ.
Edo Visant o pourmen evid ar wech diwezañ e
kreiz-kêr istorel Firenze a-raog distreiñ d’an otel evid
paeañ ha neuze mond d’an aerborz. A-greiz m’edo o
vale war-zu ar Piazza della Signoria, en em gavas
gand ar plah koz he-doa diouganet e amzer-da-zond
an deiz a-raog. Taoler a reas eur zell estonet warni,
e-serr en em houlenn hag-eñ eh anavezfe anehañ ha
daoust ha soñj he-defe deuz ar pez he-doa kontet
dehañ. Diouz gweled he dremm dizeblant e selle
outañ evel ouz eun tourist ordin a hallfe-hi tennañ
pemp euro digantañ gand ma teufe a-benn d’ober
dehañ asantiñ profitañ deuz he donezon dibar.
Selled a reas outañ ha lavared :
– Goulennit eun dra bennaked diganin diwar ho
penn hag e respontin deoh evid pemp euro. Eur goulenn, unan hepken. Klaskit ober eur goulenn war eun
dra a bouez.
Brud Nevez - 47
L
– Mad eo din, emezañ. Beteg pe oad e vevin ?
Parañ a reas he daoulagad warnañ e-pad eur reuziad hag e lavaras :
– Eh it da vervel pa vefet pevar-ugent vloaz,
goude bezañ sevenet kement a felle deoh ober. Eur
vuhez karget-mat ho-po, peadra deoh da vezañ
laouen.
– Sell ’ta ? Ma, plijañ a ra se din. Gouvezañ a rit,
deh am-oa goulennet ar memez tra diganeoh ha da
neuze ho-poa respontet din e oan da vervel a-benn
eun toullad miziou amañ.
– Ya, emezi, soñj mad am-eus. Ar pez zo, adal ma
’m-eus laret se deoh eo chañchet hoh amzer-dazond. Ne oa ket dleet deoh bezañ greet ar goulennse ouzin. Laret am-oa deoh forz penaoz. Traou
talvoudusoh a haller goulenn. Gweled a rit, pa anavezit ho planedenn, amañ ar fed e varvfet a-raog pell,
e hallit degas chañchamant en ho mod da vevañ, ha
pa vefe heb goud dare deoh. Diwar ze e vefet muioh
war evez, ne gemerfet ket kement a risklou, hag egiz-se ne zichañso ket deoh mervel re a-bred. Dre
benn d’ar pez a oarit eh it da adskrivañ hoh amzerda-zond.
– Gwir eo ? M’ema kont mod-se am-eus greet
mad. Greet am-eus ar goulenn a oa d’ober. Tremenet
on e-biou d’eur maro a-raog an termen.
48 - Brud Nevez
Hejañ a reas he fenn.
– N’oh ket eet pell a-walh gand ma arguzèrèz. Ar
pez emaoh o tihan goud war ho puhez hag a bado
pelloh zo o vond, ive, da heñchañ ho mod da vevañ
hag eh it da adstummañ hoh amzer-da-zond eur
wech ouspenn. Sklêr eo ne gomprenit ket pesort
steudad chañchamañchou prim a zo bet lusket ganeoh. E hallit reiñ ma femp euro din bremañ ? Pa
larin mad, d’am zoñj am-eus droed da gaoud eun
tamm muioh evid se. A-benn ar fin kont, ouspenn eur
goulenn am-eus respontet dehe.
Reiñ a reas eur billed pemp euro dehi ha lavared :
– Goud a rit, eun doare drol ho-peus da honid ho
puhez o kinnig d’an dud goulenn diganeoh eun dra
bennaked hag a zell oute hag o tegas goude-ze respontou briz-filozofiez a-leiz enne. Ne vefe ket deuz
micheriou êsoh hag emzavoh ouspenn ? N’eo ket
sañsubl avad, reiñ a ran eur billed pemp euro deoh
ouspenn. Devez mad deoh.
Reiñ a reas an arhant dehi, distreiñ a reas en eur
hejañ e benn hag e krogas da dreuziñ ar ru. Ne welas
ar bus a oa oh erruoud diwar diz nemed pa oa dindan
e rodou endeo.
Frank Roger
Brezoneg gand Sylvain Botrel
L
Enor
Gwillou Kergourlay
Z
E niverenn ziweza Brud Nevez, e roem kelou deoh,
berr-ha-berr, deuz maro Gwillou Kergourlay. En niverenn-mañ, e fell deom renta enor d’ar homedian, d’ar
skrivagner ha d’ar brezoneger eo bet.
Ganet e oa bet d’an 23 a viz kerzu 1926 en Elian ha
marvet eo d’an 8 a viz du 2014 e Bessy-sur-Cure, er
Bourgogn. Eur paotr diwar ar mêz a oa anezañ : kemeret e-noa bet eur perz braz e bodad ar JAC (Yaouankizou kristen ar mêziou) beteg dond da veza e brezidant
e-pad tri bloaz e Penn-ar-Bed. War-lerh an hini eo
deuet da veza eur homedian a vicher. N’eo ket c’hoari
pez e-neus bet greet nemetken, ren strollajou (e Grenoble, Roazon, St-Quentin-en-Yvelines) ha skriva eun
daouzeg bennag a beziou e-neus bet greet ive. Unan
deuz ar re vrudeta eo La chasse présidentielle, bet
krouet e ti ar sevenadur Roazon e 1975.
Tri deuz e beziou a zo bet c’hoariet e brezoneg gand
Teatr Penn-ar-Bed. Eur brezoneger tomm deuz e yez
a oa anezañ, ha plijoud a ree dezañ hardi konta brezoneg gand ar re all. Med ne ouie ket ha ne grede ket
skriva en e yez, sed e-neus bet labouret a-dost evid ar
peziou-ze gand Remi Derrien. Remi ive e-noa troet an
Danevellou euz ar bed all. O-daou int partiet bremañ.
Ar wech kenta m’e-noa bet Gwillou Kergourlay labouret e brezoneg e oa ‘barz ar film Embann al ludu, bet
troet evid an abadenn Breiz o veva war FR3 e-kerz an
hañv 1979 e Lotei, diwar danevell Jakez Riou. Gand
Y
Paul-André Picton em-oa labouret evid prienti ar film,
hag a oa bet skignet war an tele d’an 22 a viz kerzu, ar
memez bloavez. Neuze eo am-oa bet tro d’ober
anaoudegez da vad gand ar paotr seder ha drant a oa
deuzoutañ. Pez na vire ket outañ da gaoud eur preder
don war red an amzer.
Tri deuz e beziou a zo bet c’hoariet e brezoneg gand
Teatr Penn ar Bed, ha gantañ e-unan e oa bet leurennet an hini kenta anezo, Bitekle. Gand Emgleo Breiz,
na petra ‘ta, int bet embannet, koulz hag eun dastumad deuz e zanevellou hag unan all euz a varzonegou.
Setu perag on-eus dibabet arroudou euz e skridou hag
a ziskouez ervad an temou a oa tost d’e galon ha d’e
spered : kevrin ar maro a-dra-zur, hag ar yez veo, kalite
ha lañs enni, da veza leurennet a-raog pep tra, gand
tudennou hag a oar meska ar fent hag an drajedienn.
Trugarez da Jakez André ha da v/Maguy Kérisit evid an
dibab deuz e skridou o-deus greet ha da v/Bernez
Rouz evid an testeni e-neus skrivet e memor e gamalad. Trugarez ive, a-greiz-kalon, d’e wreg, al livourez
Nina Vidrovitch, evid ar poltred deuz he fried he-deus
bet ar vadelez da zigas deom.
F.B.
Tennet eo Briata ha Kavaliourez an bal diweza deuz an dastumad
Danevellou deuz ar bed all/Nouvelles de l’au-delà. Anavezet eo ahend-all ar peziou-c’hoari Bitekle, Dahud, ha ‘Benn warhoaz ‘vo
deiz c’hoaz.
Brud Nevez - 49
L
Eur spered digor o vond war-nij
Eun eston eo bet da barrezioniz Bessy-sur-Cure, eur
vourhadenn a vro Bourgogn, kleved
poziou brezoneg kantik Itron Varia
Kerzevot d’an 12 a viz du diweza.
Leun-choug e oa an iliz da zaludi
evid ar wech ziweza Gwillou Kergourlez. Hag eo war don Laudate eo
bet kanet a-bouez-penn gand
Claude Nadeau hag ar Vretoned.
Deuet e oant da ambroug eun ano
braz eus bed al lennegez hag ar
c’hoariva, eur Breizad penn-kil-hatroad :
Mamm Doue, o Gwerhez
Gwelit or harantez
Mamm Doue o Gwerhez
On diwallit bemdeiz.
●
Tavet e oa kalon Gwillou Kergourlez
pemp devez kent hag e hoant diweza – pa ‘noa dibabet douar ar
Bourgogn da jom e peoh – eo e vije
bet kanet kantik Kerzevot d’e obidou. E-giz an oll Eliantiz e taremprede stank Gwillou chapel
Kerzevot evid trugarekaad ar Werhez da veza trehet ar vosenn gwechall-goz.
E Kerzevot ‘m-oa greet anoudegez
gand Gwillou e 1989, da geñver
lidou 500 vloaz ar chapel. Goulennet ‘m-oa digantañ sevel eur pez
50 - Brud Nevez
°Bernez Rouz°
barzoniez da veza kanet pe dibunet
er chapel. Labouret en-doa Gwilhou gand ar sonaozer Michel Boedec ha deuet oa e vab François da
roi mouez d’ar skrid. Eur grouidigez
he-doa greet berz, pa oa bet kemeret evid digori Goueliou meur Kerne
ha Goueliou etrekeltieg an Oriant ar
memez bloavez :
Etre Stêr Oded ha Stêr Jed
‘Zo eun enez e-kreiz an douarou
Bro Eliant a vez anveet
Pinvidigez ha burzudou
Bro Elian zo distro deuz ar bed
Mez ma bed din ‘ zo bar’ ma fenn
Pa echuo ma fenn ar bed
Ma spered ‘vo atao dibrenn
An dud veo hag ar re dremenet
‘Zalh yaouankiz da virviken
An noriou zo d’an oll digoret
Ar halonou leun a startijenn.
Leun a startijenn ! E-giz-se ‘m-eus
bet anveet Gwillou dibaoe. Meur a
wech em-boa gwelet e bez-c’hoari
Bitekle, a zeblante din ar peb saourusa euz spered drant Kerneo-Izel.
Ha pa veze leurennet ha c’hoariet e
beziou gand eur Hernevad ken
drant all, Remi Derrien, e oa eul lipe-bao
dizoloi
peziou-c’hoari
Gwillou. An doare-spered d’ober
goap, da hoarzin ha mousc’hoarzin
eus pep tra ha gand pep tra a gaver
en e leor eñvoriou Le Pays des vivants et des morts. Eñ ivez a vije bet
den da huchal « Charlie on ».
Dibaoe 1992 en-doa dibabet
Gwillou mond da jom d’ar Bourgogn war ribl ar stêr Cure. Eur baradoz a zioulder leh e helle skriva
a-unan gand e wreg Nina, livourez
diouz he micher. Bep taol pa yeen
di e oa eur marz gweled ar houblad
o tispaka eun daolenn nevez, eur
skrid nevez. Dre groui ha kroui atao
ne weler ket an orolaj oh ober e
dro. Leun a raktresou a oa dalhmad
gante hag an hini diweza a oa kroui
eun oratorio gand pez diembann
Gwillou, Clown Roi.
Gwillou, yah e spered beteg ar fin,
en-deus dibabet eta ober e annez
diweza e douar bro Bourgogn. Eur
vro deuet da veza tomm d’e galon,
leh en-deus bevet ar pella en e
vuhez. Netra souezuz, sitoian ar
bed e oa gand gwriziou don, med
eur spered dieub da genta-penn :
Bro Elian zo evel va zi,
Eur helh digor e-kreiz ar bed !
Bernez Rouz
L
Briata
Z
Sklêr eo foñs al liorz. Sklêr evel ar voger-dro a
gavan a greiz-toud dindan eur mell bodenn kamelia
en he bleuñv. Kamelia en hañv, na pegen iskiz eo !
Bez’ eh eus eun nor er voger, hag iskisoh eo c’hoaz,
digori ra he-unan dirakon, ’vel ma vefe unan bennag
ha n’hellan ket gweled o hortoz ahanon. Pep tra
amañ zo iskiz. Kevrinuz. Med ivez, habaskaüz ha skeduz. Rag lugerni ra ar gambr emaon o vond e-barz.
Ha n’eo ket diwar eur sklêrijenn o tond deuz an diavêz : n’eus ket a brenestrou. Gwenn eo ar mogeriou.
Stumm eur hub parfed a zo dehe. N’ouzer ket deuz
peleh e teu ar sklêrijenn. Gwenn ha damhlaz, n’eo
ket faoz ; eur sklêrijenn dianavezet din beteg-hen eo,
ha n’hellan ket dizolei euz peleh e teu. Santoud a reer
anehi o vervi war ar hrohen, tener, doare ar muzik
dezi mod pe vod. Er foñs, war an tu dehou, eh eus
eun toull er voger, heb dor ébéd. Diskenn a ran gand
eun nebeud pazennou, hag erruet on en eur pez peurhañval ouz an hini kenta, ken karrez, ken skeduz, ha
ken goullo. Brao hag êz eo din, abalamour, a gav din,
d’ar mogeriou skeduz-ze emaon o selled oute. Er
foñs, war an tu dehou, eh eus eun toull evel er pez
kenta, hag adarre eun nebeud pazennou evid mond
d’ar pez war-lerh. Kavoud a ra din emaon o tiskenn
gand eun hent dindan-zouar, a vefe anehañ eun aridennad peziou hañval an eil ouz egile, an oll anehe
ken parfed ha goullo dindan ar sklêrijenn-ze, kennerzuz ha distanuz. Kerzoud a ran e giz-se euz eur pez
da unan all, o tiskenn eun nebeud pazennou bewech,
gand ar zantimant emaon o vond donnoh, heb
bolontez ébéd, e donig-don eun dra bennag a vefe
greet gand kevrin, sioulder ha peoh war eun dro.
Neuial a ran en eur bed a garantez.
Y
A-daol-trumm on digouehet er zal ziweha.
Gouzoud a ran eo an hini ziweha peogwir n’eus toulldor ébéd ken da vond pelloh. Netra nemed peder
moger, al leur-zi hag ar zolier, toud a-vent. Eur hub
gwenn skeduz. Penn diweha ar veaj.
Brud Nevez - 51
L
Er foñs, a-gleiz, eh eus eur gwele houarn, evel a
gaver er pañsionou, en ospitalou, er hazarnou, gand
o fallennou pleget brao warno. Eur vaouez a zo
azezet war ar gwele, he daouarn juntet etre he divorzed ganti. Ma Doue ! Pebez êr trist warni ! Ha
pegen livet-fall eo ! Ha ken trubuillet eo ma halon
ganti ! Sebezet e vezer gand ar garantez. Ar garantez
hag an druez. Ar vaouez-se, yaouank c’hoaz, a vefe
laret eh anavez an oll vizeriou, an oll boaniou ! Ha
gwelet he-deus bet biken ar goulou-deiz ? Abalamour da ze eo ken livet-fall kredabl ? Laret e vefe eh
eo eur Pierrot gand he muzellou ruz, he daoulagad
distronk. Eur Pierrot hag eur vaouez a vez pilet gand
he gwaz war eun dro, kemend a boan e seblant
kaoud. Laret e vefe ema o hortoz. Daoust hag eh onme an hini ema o hortoz ? Gortoz ha gouzañv bepred,
setu ar pez a verzan er vaouez a zo o hortoz ahanon,
hag o hortoz pep hini ahanom. Strafuillet on gand ar
vaouez-se a zeblant beza gwelet pep tra, hag a jom
uvel dirag an hini ema o hortoz. An dra-mañ eo a
from ahanon : ne varn den ébéd, n’ema o houlenn
mann ébéd ouz den ébéd hag hi o hortoz unan bennag koulskoude. Eur hoant a grog ennon. Felloud a
ra din frealzi anehi, he briata, c’hoant am-befe d’he
luskellad. Ken dous eo, karoud a rafen gweled
anehi eüruz ! C’hoant am-befe d’en em goll en he
hreiz evid en em ankouaad hag ankouaad ar bed !
- O ! Te hag a hortoze ahanon, en eur hortoz pep
hini – rag n’on ket touellet ganti, anavezet ‘deus bet
re all – trubuillet on ganit penn-da-benn !
- Ya, emezi, en eur zevel he zellou warnon.
- Em gortoz e oas ?
- En da hortoz e oan…
He mouez a zo raouliet, ha dous, ha skuiz. Ar pez
a lar ‘deus bet laret ken aliez ; mes evidon e lavar, hag
ar wech nemeti e vez bewech da beb hini. Sevel a ra
he dremm. Pegen don eo he daoulagad. Digeri a ran
va diouvreh. Emaon o vond da vriata anehi. Med hi
an hini eo a gemer ahanon, souden. Gand eun dorn
stard. Em hostez. Troha a ra din va alan. hag heh anavezoud a ran. Hi an hini eo. O vervel emaon.
Foto : Gwillou Kergourlay e 1991.
Livadur gand Nina Vidrowitch-Kergourlay.
52 - Brud Nevez
L
Kavaliourez ar bal diweha
Z
- Mamm ! Unan bennag ’zo o labourad ’barz ’r
zolier. Ne glevit ket ?
- Ne ran ket, n’eus dén ébéd.
- Sklintin on memestra. Kleved a ran unan bennag
o plênaad, oh heskennad ; o viñsa hag o planta
tachou.
- N’eus dén ébéd, ’laran deoh.
- Sur on ’zo unan bennag.
- Da ziou eur ’vintin ?
- Diou eur eo ?
- Klaskit kousked eun tammig.
Laorañs, n’eo ket ken evid kaved e gousk : re a
boan ’neus en desped da doud e louzeier. ’Neus ket
bet tu da gousked kalz abaoe ar winkadenn ’noa
paket en e hlin gand ar hast a jao a oa e manej an
Dragoned e Vincennes. Eur havaliour dispont e oa
Laorans koulskoude hag eul labous-dén ouspenn-ze.
Fier e veze an oll deustan. Dén ébéd ne oa bet souehet pa oa bet enrollet er 6ved Dragon evid e goñje :
eur rejumant deuz an dibab e oa, deuz an dibab ha
pompaduz. Karget e oa bet da zresa eur jao abalamour ma oa diêz ha vis-fall ennañ. Setu hemañ da zihasta eur winkadenn dehañ beteg brewi penn e hlin.
Ne oa nemed ugent vloaz pa ’n em gavas Laorañs en
ospital. Ar varvenn-kig a grogas ennañ. Red e oa bet
troha e harr dehañ. Pa zoñjer, eñ, bet dañser kenta
klas, ne zañsfe ket jamez ken. Degaset ’oa bet d’ar
gêr, da di e dud, c’hweh kant kilometr alese, evid
gwellaad sañset.
Aotrounez o galoñsou alaouret, saroiou gwenn
gante war o hein ha tokeier major war o fenn, ne
ouehont ket konta gevier. Lakaet e oant ken diêz ma
oa tu da zoñjal e oa dre o faot. Ken anad e oa ma ne
Y
grede dén goulenn muioh, beteg ober van kredi ar
pez a larent pe nompaz kompren. O tiglañvad e oa
Laorañs evel just, med gwasaad eo a ree bemdez.
Ar zizun dremenet o-deus an ofisourien divizet
troha eun tamm deuz e harr adarre, eun tammig
uhelloh, tre beteg pleg e vorzed.
Goud a oar Loarañs koulz hag e dud ema o vond
da vervel bremañ.
- Mamm ! Kleved a rit anehe, petra ema ar
vunuzerien oh ober war laez ’barz ar zolier ?
Ar vamm a glev an taol-mañ ivez. Mond a ra da
weled : dén ébéd.
- Neus dén ébéd, ’laran deoh.
- Kleved a ran anehe koulskoude. Dond a raio… ar
gavaliourez.
Mousc’hoarzin a ra neuze ; en em gompren a ra.
Kaozeal a ra evitañ e-unan. Evel ma ’nije bet anavezet
anehi a-viskoaz, ha ne vije bet nemetañ d’he anavezed, evel ma vefe bet o hortoz anehi evel eur vestrez
fidel d’he fromesaou.
Aze ’ma, tostig : degouehet eo ar gavaliourez, an
hini a bed an dén evid an dro-dañs diweha a-raog
kloza ar bal. An hini a ro tro d’he zae beteg floura ar
hantouleriou da zivoucha anehe. Eet eo Laorañs kuit
ganti. Tro kreisteiz e oa.
Eun tamm a-raog an toullig noz eo en gavet ar vunuzerien gand o zahad oustillou. Laret ’oa bet dehe
beza prest en o chantier eun nebeud deveziou ’zo
dija. Didok eh eont tre ’barz ar gambr. Eur bater a laront dirag ar horf. Kemer a reont e vuzul ; pignad a
reont d’ar zolier. Dibab a reont plankennou : heskenn,
plênaad, planta tachou ha biñsou e-doug an noz. Er
zolier eo bet fardet an arched ha n’eo ket e leh all.
Brud Nevez - 53
L
Bitekle
Z
Y
Penn kenta
Tremen a ra an traou eun tu bennag, etre an douar hag an neñv… En eun
ostaleri hanter mod-koz hanter mod-nevez, dihortoz, evel en eun huñvre… Azezet eo ar pratik kenta, Edouard e ano, war eur bank, e foñs al leurenn, ha mezomad e seblant beza. Dirazom, er memez tu, eur bern pillou, hag a vo gwelet
bremaig eo eur pratik all, morgousket. ‘Dreñv ar hontouer, an Tavarnour, reud
e gorv, sparlet ar stumm anezañ. – Eur pozad. – Dond a ra Fañch tre en eun taol,
uhel e benn, daoust dezañ beza o pourmen war lostenn e roched, eul lostenn
berr a-walh o tiskouez kov e ziouharr.
Fañch :
‘Benn ar fin ! Eun ti ‘leh ‘vo moien din torri ma zehed ! O krevi
gand ar zehed emaon ! Salud !
An tavarnour : evel e kañv. Salud !
Fañch :
Kement ha kement am-eus kerzet war an hent du-ze ! Kredet ha
kredet e-mije kaoud ti digor ‘bed ! Ha kaoud zehed kemend-all !
Gast ar hast ! Diskennit eur banne traou din ha buan ! ‘Maon o
vervel ! (Diskenn a ra an tavarnour eur banne dezañ.) Trugarez.
(Eva a ra.) Asa, vad a ra d’an den ! An tamm maouez daonet-ze
‘defe lezet ahanon da zizehi. « Frazi » ‘laren dezi, « hastit buan,
o vond da vouga ‘maon ! Kit da gerhad peadra da eva din, forz
petra, ‘maon o krevi… » – « Dioustu, ma dousig » a respontas
din. “Fañch” ‘vez greet deuston, med hi ‘ra “ma dousig” deuston
dalhmad. « Med… Kerzit buan » ‘laren dezi. Ha hi kuit. « Ha paz
dour benniget » a hopen dezi, « med dour-avalou hag a zegas
nerz ! » Amzer dezi laoskel he chapeled, lakaad he botou-koad,
dilezel he litaniou, setu hi er-mêz. « Kerzit fonnuz, ma yarig » a
hopen dezi. “Frazi” ‘vez greet deusti, med me ‘ra “ma yarig”
deusti dalhmad ha ne ouezan ket perag… Ma ! N’eus nemed an
hent da dreuzi ‘vid boud ‘barz ‘n ostaliri en tu all. Gortoz a ran
eur pennad… hag eur pennad all c’hoaz. « Petra ‘ma-hi ‘h
ober ? » ‘zoñjan. Ha me sehed din bepred ! Gortoz a ran eur
pozad c’hoaz. Ha neuze : kaoh ! N’on ket evid herzel ken. Sevel
a ran ‘mêz ma gwele. Eul lagad ‘mêz an ti, daou, tri. « Oh ober
petra ‘n diaoul ema-hi ‘ta ? » ‘zoñjan. Du an noz. Kristen ‘bed da
weled ahanon… Mond a ran eun tammig war-raog ‘vid gervel.
Eun troad… Daou droad, hag er-mêz. Brr ! Klag ! Serret an nor.
54 - Brud Nevez
L
An tavarnour :
Fañch :
An tavarnour :
Fañch :
An tavarnour :
Fañch :
An tavarnour :
Fañch :
An tavarnour :
Fañch :
An tavarnour :
Fañch :
An tavarnour :
Fañch :
An tavarnour :
Fañch :
Setu me paket brao : er-mêz ! Ha prennet an nor ! Ha war va lostenn ! Ma alhwez ‘barz ma chakod, ma chakod ‘barz ma bragou,
ha ma bragou ‘barz an ti ! ‘Dreñv an nor. Ha tu ‘bed ken mond
tre. Tastornad ‘ran eur pozad. Trei ‘ran ma hein. Klask a ran…
Toull-dor ‘bed ken ! Ar voger ?... Moger ‘bed ken ! An ti ? Ti ‘bed
ken. Netra ‘med brumenn hed-ha-hed. « Aezenn-Doue ! » ‘zoñjan. War-raog : netra ‘med noz. Kollet lip ! Gervel a ran : gloankoton ! Hopal a ran : hopadenn ‘bed ! « Kre-die », ‘zoñjan,
« paket brao… Gand an amezeien da zond da veilla ahanon
henoz ! » A ya, ankouaet ‘m-eus lared deoh : o vervel ‘maon !
Tost da vervel, kwa ! Daou zevez ha diou nozvez ‘zo emaer dija
o veilla ahanon gand goulaouennou, litaniou, dour benniget,
beuz hag an tralala. Foutu, kwa ! Peseurt penn ‘ray an amezeien ! War ma lostenn ! ‘Fin : me, war lostenn ma roched,
gwenn-toud. E-kreiz ar vrumenn ! Hopal ‘ran en-dro. Klask a ran :
netra ! Netra c’hoaz ! Fidamdoue ! Ha sehed din bepred ! En em
lakaad a ran da gerzed, da gerzed ha da gerzed. Ne ouezan ket
dibaoe pegeid ‘maon o kerzed… ‘Fin, amañ ‘maon digouezet.
Chañs braz din d’en em gaoud ‘barz eun ostaliri.
evel e kañv bepred. Chañs braz deoh, ya.
Diskennit din unan all.
o karga e werenn. Marteze ‘vefe bet gwelloh deoh chom ‘barz
ar gêr.
A ‘ta ? Sur ‘m-eus kerzet kalz, kar n’anavezan ket an ti-mañ.
Koulskoude n’eus ostaliri ‘bed leh na vefen ket bet eur wech
d’an nebeuta, ugent leo tro-dro. ‘Baoe an amzer ‘prenan saout !
Marhadour saout on, erfin, a oan, a-raog din boud klañv. Ze ‘zo
kaoz ‘m-bez sehed dalhmad, kompren ‘rit ? Gast ! Ma argant !
Dizoñjet ‘m-eus ma chakodou.
o lakaad eur banne all dezañ adarre.‘Vid netra eo.
‘Vid netra ! Eun ti ekstra neuze ?... Eureujet ‘pefe unan euz ho
pugale ? Eur vadeziant, pe… eur pask kenta ? ‘Vid eur wech
‘maon kouezet an devez mad. Sapre chañs… !
Amañ ‘vez servichet bemdeiz evid netra.
Bemdeiz ? Asa ! Me ‘gave ‘oa tres drol warnoh ive… Ma vez servichet ‘vid netra (eur pozad) ‘barz peleh emaon neuze ?
‘Barz Bitekle.
Bitekle ?
evel e kañv bepred. Bitekle, ya : an hanter-kantved ostaliri. ‘Peus
ket bet klevet preg euz Bitekle biskoaz ?
Eo, eo… C’hwi zo eur sapre farser, c’hwi !
Bitekle eo amañ.
Asa, tavarnour ! Red eo din c’hoarzin. Me ‘zoñje ‘walh oah eur
sapre farser. Netra ‘med gweled ho penn, « setu unan hag a blij
dezañ farsal » ‘zoñjen. A ! A ! Bitekle ! Neuze… amañ ‘ma Bitekle.
evel ma vije e kañv bepred. Amañ ‘ma. Kant ostaliri zo euz an
douar d’ar baradoz ha Bitekle zo just e-kreiz : an hanter-kantved.
Med neuze… Med neuze, on maro ! (Koueza a ra difiñv.)
Brud Nevez - 55
L
‘Benn warhoaz ‘vo deiz c’hoaz
Z
Y
Trede devez
Deg devez goude-ze. An abavañchou a zo chomet digor a-hed an noz. Liou
ar zav-heol er pellder. Sam ha Dok a zo staget pep hini ouz e gador. Mai-Glod a
zo azezet war eur gador-vreh, pellig a-walh, eur bistolenn ganti, diêz dezi nompaz kousked, o sevel he fenn a-daol-trumm seul daol ma teu c’hoant kousked
dezi. Ar strapenn a zo chomet digor. Diouz a zeblant ema Jo o labourad e diabarz
ar riboul.
Sam :
Dok :
Sam :
Dok :
Sam :
Dok :
Sam :
56 - Brud Nevez
o selled ouz Mai-Glod, en eur hoarzin. Tarza a ra an deiz, gwannaad
a ra an evez. Kousked a ra ar gward. Ar mare mad d’an enebourien
da lammad warnoh. (O huchal) Ale ! Poent eo sevel ! Argad ! Tan !
Dao ! Dao ! Dao ! (Sailla a ra Mai-Glod ‘mêz, prest da denna gand
he fistolenn.)
dihunet a-greiz-toud. Petra zo ? Petra an diaoul zo c’hoaz ?
o kenderhel da hoarzin. Exercice d’alerte !... (Da Vai-Glod) A ‘ta !
‘Ni vrao, moyen zo da gaoud eur banne kafe gand koavenn hag eul
lonkad gwiski ? Peadra da zihuni ahanom eun tamm ! Eun irish coffee, moyen ‘vije deoh kaoud eur bannah ive kement hag ober. (MaiGlod, feuket, a deu d’azeza en-dro.) Marteze e karfeh eh aozfen
‘nezañ deoh ? Distagit ‘hanon euz ar gador hag eh aozin deoh eun
irish coffee deuz ar henta. Mod-se ‘hellin mond da staota ? Respont
ebed ! C’hoant braz ‘m-eus da staota koulskoude, ‘peus ket-c’hwi,
Dok ?
Hag am-eus. N’on ket ‘vid herzel gand ar c’hoant ken.
Mai-Glod ne lavar grik. Ma ! Me ‘gred ‘vo red deom chom gand on
c’hoant beteg ma vo savet ar mor.
oh ober van d’en em jala. Ha pa vo savet beteg ar hao, on mignoned
a deho kuit hag e chomim on-unig en-dro !
Nemed e teufe on mignoned all euz an IRA da gerhad ‘hanom araog. Ne gav ket din e vijent kontant, paotred an IRA, pa gavint an
daou-ze ‘doa savet an Irish Republican Army, staget ‘giz diou anduillenn ouz o hadoriou. (Da Vai-Glod) Deuz du-ze ‘maint sañset
da zegouezoud, deuz tu ar zav-heol ! Aze ‘maoh plaset mad da zegemer ‘neze…
L
Dok :
Sam :
Dok :
Sam :
Dok :
Sam :
Dok :
Sam :
Dok :
Sam :
Dok :
Sam :
Dok :
Sam :
Dok :
Sam :
Jo :
Mai-Glod :
Dok :
Jo :
Dok :
Jo :
Dok :
Mai-Glod :
Jo :
Sam :
Dok :
Mai-Glod :
Jo :
Sam :
Larit dezi ne cheñcho netra d’an istor, peogwir e vo kontet ganeom.
da Vai-Glod. Ahanta ! Heol ‘zo ‘barz ho taoulagad, plahig ! An dud
a-vicher a vez kustum ataki tro-kein d’an heol… (O huchal ‘mêz) Aze,
paotred, deom dezi ! O sevel ‘ma ar mor. Bremaig ‘vo re ziwezad !
eur pozad. Ha ma ne zavfe ket ar mor ?
Siwaz, n’eus ket tu da vired ‘nezañ da zevel.
Jozue.
Piou, Jozue ?
Paotr ar Bibl. Ma teufe unan bennag a-benn da harpa an heol da
drei ?
Ma kontit war ar Bibl evid savetei ‘hanom !
Gand kaoud amzer.
Re wir, kar eur pez mell leor eo ar Bibl !
Hag eo dao kemer amzer da lenn ‘nezañ.
Amzer da gaoud ar bajenn vad…
Evel-just, ma teufem war on hiz, e harzfem an heol da drei hag ar
mor a chomfe en e blas !
Hag e rafe (eur pozad). E peleh ‘peus desket-c’hwi e save ar mor
gand an heol ? Al loar an hini eo a ra chal ha dichal ar mor !
o soñjal. Ar wirionez zo ganeoh ! Al loar ‘ni eo a vefe red harpa da
drei !
Ar pez zo : ‘ma ket skrivet penaoz ‘barz ar Bibl.
o lakaad e benn ‘mêz ar strapenn. Petra zo gand an daou hlabouser-mañ c’hoaz ?
Glabouserez, petra ‘zoñj deoh ?
Gwiski, diouer gwiski a lak on spered da drei, ‘maom ket en on stad
normal…
da Vai-Glod. Mond a ra ar moteur en-dro. Adkavet ‘m-eus an
arhant. An dour-mor a zo degouezet ‘rez ar hao : a-benn eun eurvez
bennag e hellim mond kuit !
Ha ni ‘samblez ganeoh.
‘Reoh ket, torr-penn ma’z oh.
Me, ‘m-eus ket laret pikol tra.
o c’hoari gand reor ar vindrailletenn. Petra ‘vo greet euz an daoumañ ?
Laoski ‘neze war on lerh. (O vond da gerhad ar zehier.)
da Jo ha da Vai-Glod. P’emaoh ho-taou aze bremañ, marteze ‘hallfem mond da staota ?
Staota ‘rafe vad deom. Pa zav an heol ‘mez c’hoant staota. En em
zantoud a ran a-unan gand ar bed !... Evel al lano o sevel gand an
heol… hag eur stêr a-bez oh en em astenn.
Pa ne vije egile, ‘mije astennet ‘hanoh abaoe pell zo !
Laoskit ‘neze trankil ‘ta. Piou ‘oar piou int ?
Lakom e vije kontet da baotred an IRA ‘peus ampechet daou veteran koz da vond da staota !...
Brud Nevez - 57
L
Dahud
Z
Ar beleg :
Y
Pennou brell ‘hanoh ! Daoust hag e chomo Kêr-Iz eur gêr villiget
da viken, brein beteg en em zistruja euz an diabarz ? Daoust hag
eo re nebeud amzer ugent kantved evid ma komprenfeh eo dre
ho faot ar gwalleur hag a zo en em gavet ganeoh ?
Ar barz :
Dre faot Dahud ‘ni eo.
Ar beleg :
Ha setu te, Barz ! Dre faot Dahud ! Re êz e vije ! Dre faot Dahud.
Dre faot an oll, ya. Piou ahanoh ‘n-eus ket bet c’hoant e-kreiz e
galon mond da gemer e blijadur gand Dahud dre guz ? Piou ‘neus ket ‘ta ? Stoui a rit ho pennou. Pep hini ‘hanoh ‘n-eus bet
c’hoantaet Dahud en desped d’he galanted hag a veze kavet
krouget bemdez-Doue ha goude taolet er mor. Pep hini ‘hanoh !
Ar merhed zokén a gemere o flijadur ganti. Kompren piou ‘gar.
Ma ‘pije ket bet kement a lor e donder ho kalon, kement a ebatou e Kêr-Iz, ha ma ‘pije bet en ho ilizou, na pa vefe eun den ‘metken da respont an overenn, Kêr-Iz, Kêr-Iz ne vije ket bet beuzet
jamez ha Dahud ne vije ket bet da veza priñsez villiget on daonedigez. Ho pehejou an hini eo hag a zo penn-kaoz d’ho kwalleuriou !
Ar foll :
Dond a ra brao gantañ.
Eur bourhiz : d’ar foll. Serrit ho peg !
Ar beleg :
Ha daou vil vloaz war-lerh e tegouez eun den gouest da zavetei
ahanom, c’hwi ‘gav deoh e kendalhoh da hoari ha da laerez ? Eur
gêr zantelaet ha deread hag e faot d’an Aotrou Doue kas war an
douar evid ma vije eur skwer vad d’an oll. Red eo deom beza savataet oll asamblez.
Estrañjour, badezet oh ? Peseurt ano ‘peus ?
Erwan :
Erwan.
Ar beleg :
Erwan, c’hoant ‘pefe respont an overenn ? (Dond a ra Dahud tre,
e feson eur rouanez, heuliet gand an Telennour. Difiñv e chom an
oll. Selled a reont outi.)
Dahud :
O ! Pebez estrañjour brao ! (Trei a ra en-dro dezañ.) Priñs ?
Ar beleg :
Merh Gradlon ! Poent braz eo deoh lakaad eun termen d’ho follentez ha selaou mouez ar rezon. An den-mañ a hell savetei
‘hanom. O tond euz an douar ema.
58 - Brud Nevez
L
Dahud :
Erwan :
Dahud :
Ar beleg :
Dahud :
Ar barz :
Erwan :
Dahud :
Ar barz :
Dahud :
Ar beleg :
Dahud :
Ar beleg :
Dahud :
Ar beleg :
Dahud :
Ar beleg :
Dahud :
Ar beleg :
Dahud :
Ar beleg :
Dahud :
Euz an douar ? Bet ‘m-eus bet eur helenner koz e-neus desavet
‘hanon. Desket ‘n-eus bet din ar fizik ha strobinellerez a beb seurt.
Greet ‘veze Marzin deustañ. Petra eo deut da veza ?
Kontet ‘deus din va mamm-goz e oa eet diwar-wel en eur hoad
braz, prizoner ma oa gand eur vaouez.
Gand eur vaouez ! (O hoarzin) Fentuz eo, ‘gav ket deoh ? Ha den
‘bed ne hell liberi ‘nezañ ?
‘Maoh ‘klask strobinella ‘nezañ ivez. N’eo nag ar mare nag ar houlz.
Deom kuit euz amañ. Deuit ganin. O rei skwer fall emaon adarre.
N’it ket ganti, Erwan. Erwan, daoust ha brao eo an amzer war an
douar ?
Bez’ eus eno heol da hweza ar frouez ha da rouza krohen ar merhed.
Heol splann… war an douar. (Mond a ra war-du an nor evid mond
er-mêz.)
N’it ket d’he heul, paotr paour ! N’anavezit ket ‘nezi ! En he horv
ema he follentez ! Red e vo deoh redeg ar bed evid mond d’he
heul. Dond a reoh sod ganti, c’hwezed ‘ray an tan er bed-oll.
Aon ‘peus rag an tan ?
Selaouit ahanon, Dahud. An den-mañ a hell savetei ahanom oll.
‘N-eus nemed penndaoulina amañ ganeom evid respont an overenn hag e kemerim plas e bed ar re veo en-dro.
Dizoñjal ‘rit eun dra bennag, Beleg.
Ha petra ‘ta ?
Galloud a ra kas gantañ ar vaouez a blij dezañ, hag e chomo
‘touesk ar re veo keit ha ma karo ‘nezi.
Gwir eo, dizoñjet ‘m-oa.
Keit ha ma karo ‘nezi. Klevet ‘peus, Erwan ? Keit ha ma karo ‘nezi.
Erwan.
Dahud, ma chom eur zantimant glan en ho kalon c’hoaz, selaouit
‘hanon. Ho tad…
Ma zad ? ‘M-eus tad ebed kén. Dilaosket ‘n-eus ‘hanon o tehi kuit
gand Gwenole dirag an dour-beuz. Klasket ‘m-oa chom ‘skourr ouz
e varh. Distaolet ‘n-eus ‘hanon, en hoh ivern. ‘M-eus den ‘bed
kén… nemedoh, Erwan.
Eun den santel e oa ho tad. O hortoz ema ‘hanoh er baradoz.
Ar baradoz ! Dalhit ho paradoz ganeoh-c’hwi. Ar pez a fell din eo
eun dachennig douar da lakaad ma zreid, (da Erwan) ha marteze
kreuh eur skoaz da glucha ma fenn pa vin skuiz euz an noz. Mil
c’hoant ‘m-eus gweled an douar en-dro, dalhit ho paradoz ganeoh.
Gweled a reoh an douar, Dahud, med ganeom-ni, gand ho pobl.
Or rouanez ollhalloudeg e vioh e-giz gwechall hag e vim saveteet
oll ‘samblez.
Me ‘m-eus c’hoant beza saveteet ma-un’.
Brud Nevez - 59
60 - Brud Nevez
PK
AR PENNAD-KAOZ
Jil Killivere
Distro e Breiz
Eun dra bennag a lar deoh e ano, ne ra ket ?
Deuz Jil Killevere, sur, ho-peus bet klevet
komz. An hini kenta eo bet o tremen ar vachelouriez e brezoneg. Pell ‘zo deuz ze, gwir eo,
peogwir e oa e 1976. Petra eo deuet da veza
etretant ? Abaoe eo bet mil-micher. Greet eneus tro ar Frañs euz an eil tu d’egile, hag en
em blijet eo er hreisteiz. Eun dra ‘zo, n’e-neus
ket bet ehanet da stourm : evid beza objektour,
eneb an nukleel, evid ar beizanted bio, gand ar
falherien maiz… N’eus ket gwall bell ‘zo ema
distro e Breiz.
Brud Nevez - 61
PK
Jil Killivere : Abaoe miz
gwengolo 2013 on implijet
gand Diwan Breizh e Karaez evid al
labour pennkasour el lise, CPE. 335
lisead zo ar bloaz-mañ, etre 15 ha
18 vloaz, setu ‘m-eus peadra d’ober
ganto. Paotred ha merhed hanterhanter, o chom toud el lise, yaouankizou hag eo red teuler evez deuz ar
pez a reont, pez o-deus droed
d’ober ha kement tra zo. N’eo ket
toud digemer anezo war al leh ha
rei kenteliou dezo deuz ar mintin
beteg an noz ha deuz al lun beteg
ar gwener, red eo ive teuler evez
outo e mod all.
●
Trei a ra an traou, med ni n’emaom
ket e rouedad al liseou publik na
prevez. On-eus d’ober evel-just pez
a zo el lise, da lared eo kas anezo
d’ar bak. Gand Loeiz Donal, rener al
lise abaoe c’hweh vloaz, an traou a
ya en-dro : bez’ ez eus 40 kelenner
ha kelennerez, ha ni zo 15 oh ober
war-dro toud ar pez a denn d’ar
boued, d’an endro. Ha pemp e rankom beza e-pad an noz ganto. Daou
bennkasour zo ha chañs am-eus
gand Markus, hag a zo aze abaoe ar
penn kenta toud.
Penaoz ho peus desket ar vicher ?
Bet on bet rener e-barz liseou all,
‘barz ar rouedad skoliou familiales.
Al labour-ze a reem ive. Pa ne vez
ket fur a-walh al liseidi, bez’ ez eus
kuzuliou, pedet ‘vez ar famillou, lakaet ‘vez an traou da vond eeun endro. Forz penaoz, abaoe 25 vloaz e
ouezan penaoz ‘ma ar vicher.
Tri bloaz a-raog dond da Garaez e
oan animatour ‘barz eur sindikad
62 - Brud Nevez
peizant, Confédération paysanne, e
departamant ar Gard, ‘kichenn
Nîmes, e rannvro Languedoc-Roussillon. E-kichenn ez eus bet raktresou braz e departamanchou
Hérault hag Aude. Evid unan e oa
sevel eur porz nevez, Port-la-Nouvelle, evid digas eoul palmez ‘vid
toud an Europ dre eno. E Sète, ear
raktres ‘oa digas legumaj ha frouez
deuz ar Cisjordanie, da lared eo
produiou stad Israel, produet gand
Israel en trevadennou palestinian.
Ni on-eus stourmet a-eneb, ouspenn stourm a-eneb Monsanto1.
Rag er hreisteiz ahont ez eus e-leiz
a staliou Monsanto. A-benn ar fin
zo bet laret d’ar beizanted ne helle
ket ar Rannvro rei arhant da bêa
animatourien evid ober politikerez
a-eneb da hini ar Rannvro. Lisañsiet
on bet, evel skipaill ar Goñfederasion2. Setu penaoz on en em gavet
e Karaez.
Tro ‘peus bet marteze da labourad
gand José Bové ?
Deuet e oa da zikour ahanom.
Daoust dezañ nompas beza ken er
Goñf’, bet eo eur pennad mat. Bremañ ema kannad en Europ. Deut e
oa ganeom da falhad maiz Monsanto e-kichenn Toulouse d’an 2 a
viz mae paseet, a-raog ma vije bet
difennet gand ar minister hada
seurt maiz. Med ni, peizanted ar
Goñfederasion, om bet aliez o tigeri
sahadou Monsanto 810.
‘Barz departamant ar Gard, ar hard
euz ar beizanted a zo e-barz ar sindikad-se. Med disheñvel-mat an
traou ahont ‘skoaz pez a vez gwelet
amañ. Memez ar re anvet “atañ-
chou bihan” amañ a zo braz diouz
ar pez ‘vezont ahont. Du-hont e vez
greet gwin dreist-oll.
Petra eo deuet da veza raktresou
ar Rannvro evid ar porziou neuze ?
Deuet om a-benn da zihasti anezo
toud. Siwaz, eur stal all ‘deus kemeret plas an hini a oa e Sète. Unan
staliet e Marseille eo, hag a raio ar
memez tra… An traou az a hag a
zeu…
Plijuz ‘peus kavet ar vuhez e kreisteiz ar Frañs ?
An daou vloaz kenta edon etre
Dijon ha Bourdel, d’ar zul e Dions ekichenn Nîmes, leh m’eo ganet va
merh, ha goude-ze on bet eet da
v/Montpellier, Pariz en-dro, Arles
ha Montpellier en-dro. Gwir, e-pad
c’hweh vloaz e krede din beza e vakañsou, an heol o para bemdez
deuz ar mintin beteg an noz.
Cheñch a ra kalz memestra.
Se zo plijuz, beteg eur serten
poent… peogwir ‘m-eus me bet
gouzañvet kalz gand ar wrez ! Deuz
miz mae beteg miz here n’ez a ket
din ar gor, setu kenkoulz dond
amañ dindan ar glao.
Distroom bremañ war bed ar brezoneg. Ar re yaouank hirio e lise
Diwan o-devez kenteliou e brezoneg war a beb seurt danveziou ha
beva e brezoneg a reont. Disheñvel
eo deuz ar mare ma oah oh echui
da studial evid ar bak. ‘Oah ket re
hoh-unan o stourm evid tremen ar
vachelouriez e brezoneg ?
‘Oan ket va-unan. E oan ‘barz Brezoneg Yez Veo, hag em-oa kroget da
PK
zeski brezoneg e Lokournan gand
Mai Jelebart. Mai a hoarie gand ar
Vro Bagan hag a oa kamaladez
Yann-Gel Kernalegenn. Yann-Gel ‘oa
bet oh ober e studiou war ar gwir e
Roazon a-raog divizoud mond da
vlenia kirri-samm. Greet e-noa e
DEUG war ar gwir e brezoneg, hag
e-noa lavaret din : « Te zo re
yaouank evid dond ganeom d’ober
tan ha reuz, setu ‘peus nemed paseal da vacho e brezoneg. » ‘Pez ‘meus greet.
Heuliet ‘m-oa stajou war ar mêz e
Kastell-Pol gand Bernez Grall ha Sylvain Kernoa. Er skol e oan er Groaz
Ruz e Brest, hag e roen peder eurvez a genteliou brezoneg da va hamaladed beb sizun, gand ar zoñj kas
anezo beteg ar bak. ‘Oan ket vaunan eta. Ar re a zeske brezoneg
ganin a oa toud deuz ar rummad C.
Kavet ‘m-oa eiz anezo a oa prest da
guitaad ar spagnoleg evid dond
d’ober brezoneg ganin. Se ‘oa reiz
hervez al lezenn Deixonne. Sañset e
oam c’hweh o paseal ar vachelouriez e brezoneg e 1976.
Pez a zo en em gavet, d’al lun vintin
p’edom o paseal ar brederouriez,
marteze ‘oa bet re a gaoz, n’ouzon
ket, med atao, ar re a oa oh evezia
ar zal a oa aketuz o selled ouz pez
‘oam oh ober. Me a skrive bepred,
eur folenn e galleg hag unan all e
brezoneg, ha pa zanten anezo o
tond e lakeen ar folenn halleg war
an daol. E fin toud, ‘m-eus roet va
folenn brederouriez e brezoneg.
Med va-unan edon o veza eet beteg
penn, ar re all ‘doa roet ar folenn e
galleg. Setu ‘m-oa soñjet : echu ar
stal ! Faziet e oan : an dever ‘oa bet
kavet gand eur helenner hag eet
beteg Per Denez, e-noa troet anezañ e galleg. 13 ‘m-oa bet.
Goude kreisteiz ‘oa skiantou fizik-kimiez, hag aze ‘m-oa lakaet eur pegsun eneb-nukleel war ar gopienn,
setu ‘m-eus bet zero. Med ‘oan ket
chalet da nompaz kaoud ar bak ar
bloavez-se peogwir ‘m-oa divizet
chom da labourad douar, “chom
gand ar bobl e-giz eur pesk e-barz
an dour”, e-giz ma lavare Mao.
Ha setu dre benaoz oh bet labourer-douar e ti ho tud ?
Daou vloaz e oan chomet amañ e
Plouarzel. Beh ‘oa bet dioustu.
Treñket eo bet ar zoubenn buan a-
Brud Nevez - 63
PK
walh. Ni a gendalhe da labourad
war an atant atao, med pa z eo
marvet Yann-Gel e Ti Voujered,
toud an dud a ouie amañ e teue eñ
da weled ahanon beb sizun. Setu,
savet aon gand toud an dud e
vijem-ni ive ‘barz an Talbenn. Toud
istor Brezoneg Yez Veo Lokournan a
zo aze. Goude-ze, tamm-ha-tamm,
eo bet riñset ar stal, ar henteliou
brezoneg, ar raktresou a oa bet a zo
bet eet d’an traoñ bloaz pe zaou
goude.
Me ‘oa eet ‘barz Skol an Emsav d’ar
poent-se abalamour, gand Brezoneg
Yez Veo, an diazezou a oa an neptuegez digor : arabad ober poan da
zen ebed, pep hini a hell soñjal ar
pez a gar, med ni a raio traou e brezoneg. Med ar brezoneg er-mêz
deuz ar vuhez e-giz-se, se n’ez ee ket
din kement-se. ‘Barz Skol an Emsav,
e kaven e oa sklêrroh an traou. Setu
‘m-eus kendalhet ganto goude-ze.
War-lerh beza tremenet daou vloaz
amañ, va hamaladed peizanted a oa
eet kuit toud peogwir ar PCML3
amañ er vro a oa bet distrujet a-bez
adal 1977. Freuzet ar stal pa oa bet
cheñchamantou e Bro-China gand
an Dispah sevenadurel.
Petra ‘peus greet neuze ? Adtremen ar vachelouriez, marteze ?
Me ‘oa eet en-dro war ar studi, ya,
en tu all da Vreiz, e Breiz-Uhel, e
Roazon, da dremen va bacho endro. Hag aze em-oa greet pep tra e
brezoneg adarre. Ar bak D’ a reen,
pez a zo bremañ ar bak labourzouar, STAV4 hicho. Eun arnodenn
dre gomz am-oa war ar skiañchou
sevel plant ha sevel loened ive. Aze
64 - Brud Nevez
‘m-oa soñjet : m’en em gavan endro dirag eun ijinourez yaouank o
tond deuz skol ijinourien Angers, ne
vin ket avañsetoh.
Ar juri eo
'zo mestr.
Eiz a-eneb
da bevar o-deus
votet evid rei
ar bak din.
Med aze, kerkent ha digoret an nor
‘m-oa kavet unan ‘oa barveg ha blevennog, dija eun tamm loued e
vleo. Ha dioustu-kerkent ‘vel ‘m-oa
lavaret dezañ e komzfen e brezoneg, lavaret ‘noa din : « A, te eo ».
Hennez a oa prezidant ar juri, Henri
Le Naou, enseller war an agro, ha
d’am zoñj, ar bloavez-se e oa c’hoaz
e Suscinio5. C’hoarier treujenn-gaol
‘oa ouspenn. Lakaet ‘oan bet da
gomz deuz ar maiz : goulennet enoa diganin penaoz lavared e brezoneg une plante dioïque peogwir
ez eo ar maiz unan deuz ar seurt-se.
« Eur plant, » am-eus lavaret, « hag
a zo paotr ha plah war eun dro. » –
« A ya, » ‘noa lavaret « moien zo da
lar’ an traou e mod-se. Daou vi, se
ne lavar ket ez eo eur vi paotr pe
eur vi plah… »
Setu e oan chomet da flapa e modse gantañ, med eñ a oa nehet : gouzoud a ree e oa lod – daou anezo –
hag o-doa telefonet d’ar Rektor, ha
daou zero am-oa dija… Setu a-benn
ar fin, ‘pez ‘neus greet eo lakaad ar
juri da voti : ar juri eo ‘zo mestr. Eiz
a-eneb da bevar o-deus votet evid
rei ar bak din. “10” am-oa, daoust
din da veza paket daou “0”, med direbech e oan. Yvon Jegou a lavare
din : « Arabad dit klemm abalamour
d’an daou zero, bremañ n’eus forz
piou a hello ober kemend-all ar
bloaz a zeu. »
Red e oa kaoud kalon memestra…
A-benn ar fin, me am-mije eun ali
da rei : en eur labourad, trei toud ar
henteliou e brezoneg. Deski a rez
traou, da houde-ze ‘teus traou da
gonta. Ne oa urziatêr ebed d’ar
poent-se, evel-just. Red e oa skriva,
skriva. Kaieradou ha kaieradou ameus leuniet, eur bern.
D’ar mare-ze, ar baotred ugent
vloaz a veze galvet d’ober o hoñje.
‘Peus ket greet anezañ, eo ?
Goude beza bet ar bak am-oa goulennet digand Yvon Bourges, a oa
ministr d’ar poent-se, e 1979, kaoud
ar statud “eneb ar goustiañs”, a oa
deuzoutañ abaoe 1970. Va zad dinme ‘oa bet en Aljeri, d’am zoñj enoa greet tra-walh evid toud ar re a
deuio war-lerh. Med ar statud
“eneb ar goustiañs” a oa dreist-oll
‘vid ar re a ree ar goulenn gand abegou prederouriel pe relijiel. Me ‘oa
kentoh gand re yaouank o-doa divizet goulenn anezañ evid abegou politikel. Setu e oan eet ganto ha me
‘m-oa troet al lizer, ar memez lizer
evid an oll, e brezoneg. Ha respontet e oa bet din : « Je ne comprends
pas le breton. »
PK
“Pa zoñjer er
stourm a-eneb
an nukleel da skwer,
petra on-eus
gounezet abaoe
40 vloaz ?”
Dioustu goude ar bak, implijet e
oan bet evel animatour gand Skol
an Emsav. Med ‘vid pez a zell va
hoñje, n’on ket bet jamez kaset
‘barz an toull. Me ‘oa o chom d’ar
mare-ze e Kemper, e ti Anna-Vari ha
Tangi Louarn, ha beb sizun e teue
an archerien da rei din ar paperiou
da vond d’ar hazarn, med n’ez een
ket. E fin ar bloavez 1980 edom
marteze eur 500 bennag e Bro-Hall
a-bez o veza objecteurs de
conscience.
E miz mae 1981 e oam bet lakaet
toud da zivizoud petra ober a-raog
ar votadegou, a-raog an 10. Hag aze
ne oa chomet nemed 53, a gav din,
o houlenn ar statud diwar ar
memez diazezou politikel : « Nos
armes sont la pelle et la pioche pour
la construction d’un monde meilleur
et je ne crois pas pouvoir m’épanouir complètement dans le cadre
de votre armée », eun dra bennag e
mod-se. Hag em-oa lakaet toud an
traou-ze e brezoneg.
Dioustu neuze, kerkent ma oa bet
anvet Hernu, e oa bet divizet e vije
eul lezenn nevez. Deuet e oa er-mêz
e 1983, ha ni a ranke memestra, an
53 ahanom, goulenn eur wech all
kaoud ar statud. Setu, skrivet emoa da Hernu, e brezoneg, ha ‘neus
ket digemeret va lizer e brezoneg.
Ouspenn-ze, an afer genta a oa
deuet dirag ar Huzul-Stad e 1984,
ha kollet em-oa. Eun diviz zo bet
goude er Huzul-Stad, o lavared e oa
bet enrollet va
lizer dre fazi peogwir ne oa ket tu da
enrolla eul lizer e brezoneg : « En
l’absence de dispositions, la langue
française est la seule langue devant
les tribunaux français. »
A-benn ar fin ‘peus bet chañs da
veza bet laosket heb ober ho koñje
ha da veza laosket a-gostez…
Ya, med ne oa ket ar pal. Me ‘m-eus
c’hwitet war ar pez a glasken.
Goude, pa oa deuet al lezenn e
1983 gand Hernu, em-oa lakaet an
traou da vond pelloh. Tri all o-deus
bet savet ar memez goulenn ha
me : Mikael Baudu, François Louis
ha Daniel ar Gevell. Ne gontan ket
toud, med int o-zri o-deus bet ar
statud hag o-deus greet eul labour
Brud Nevez - 65
PK
sivil bennag, er gevredigez. Me,
netra, nemed da vare Nedeleg 1985
‘m-eus resevet eul lizer o lavared :
« Vous êtes réputé dégagé d’accomplir votre service national actif. »
A-vepred oh bet o stourm evid ar
brezoneg. Lavarit deom ho soñj
diwar-benn stad ar brezoneg hag
ar vrezonegerien hirio.
Pez a zouez ahanon eo gweloud
n’eus ket muioh a stourm. Gwir eo,
lakaet zo bet traou da vond en-dro
hag o-deus uzet energiez an dud, pa
weler dija, netra med ‘vid ar skoliou
Diwan. Med rankoud a reom hen
ober. Pa weler penaoz e teuer abenn da gaoud liseidi, hag o-deus ar
vachelouriez, memez niverusoh
eged e liseou all hag az a en-dro
war diazezou all… Red e oa ober an
dra-ze evid diskouez n’edom ket o
konta n’eus forz petra.
D'am zoñj e vezer
trevadennet c'hoaz
'barz meur a spered
er vro-mañ.
Memestra, me zo souezet ne deufe
ket memez ‘barz penn politikourien
ar vro-mañ, pe a-zehou pe a-gleiz,
n’eur ket eet kalz war-raog e-keñver,
da skwer, ar vuhez foran. Pa deuan
beb gwener deuz a Garaez beteg
Plouarzel e pasean dirag panellouhent hag am-eus c’hoant dihasti
anezo bep tro. Hag e rin eun dervez
bennag peogwir n’ez a ket. D’am
66 - Brud Nevez
zoñj, 40 vloaz zo on-eus bet kroget
amañ e kanton Lokournan da lakaad panellou brezoneg d’ar zul, panellou koad ouspenn hag a veze
dihastet deom kerkent hag al lun
vintin gand paotred an DDE… Hag
ar zul war-lerh e reem memez tra.
Peb kumun ‘deus ar galloud memestra da lakaad muioh a vrezoneg…
Ya, med d’am zoñj e vezer trevadennet c’hoaz ‘barz meur a spered er
vro-mañ ‘benn m’az afe ken gouestad an traou. Toud ar gouarnamañchou a gont war ar fed ez afe an
traou trankilig amañ war o zalarou.
Daou-ugent vloaz zo e oa kalz muioh
a dud o kaozeal brezoneg ‘vid hirio.
Nerz eur stourmer ho-peus, med
daoust ha n’oh ket eet skuiz a-wechou o weled pez n’ez a ket warraog ?
Fallgaloni am-eus bet greet, se zo
sur. Med pas kement-se c’hoaz war
dachenn ar brezoneg. Stourmou all
a zo hag a rofe meur a bennad
poan-benn din. Pa zoñjer er stourm
a-eneb an nukleel da skwer, petra
on-eus gounezet abaoe 40 vloaz ?
Beñ, pas kalz a dra. Goude Tchernobyl, Fukushima, e vezer c’hoaz hirio
o klask lakaad da vond en-dro binviou evid ar hantved o tond. Marcoule6 ‘deus raktresou, ha den ebed
ne gomz diwar an dra-ze ken. Eveljust ne vo ket greet amañ e Breiz,
med e leh all, kenderhel a ra. Ar pez
a vo savet e Marcoule a vo unan
deuz an traou gwasa a zo bet ijinet
gand mabden.
Setu, bez’ ez eus tachennou ma vije
moien da fallgaloni muioh c’hoaz.
Al labour-zouar ! Pa weler e peseurt
stad emaer en em gavet, n’eus ket
peadra kennebeud da veza gwall
laouen. Med aze d’eur poent bennag d’am zoñj, e vo red cheñch da
vad an doare da weled an traou hag
e vo red ober ar gont deuz ar stad
emaom en em gavet amañ e Breiz.
Ha lavared krenn-ha-krak n’eus ket
moien da genderhel e giz-se.
Hizio er restaorantou pe e kantinou
ar skoliou, 87 % euz ar hig-yer a drebez a deu deuz an estrenvro : ‘vez
ket produet e Breiz. Da lavared eo,
n’eo ken med eur yar diwar bemp
hag vez savet amañ e Breiz. Eur sistem e-giz-se, da beleh e hell mond ?
Ne hell mond nemed d’an traoñ.
Keit ha ma ne vo ket sklêr an traou
ha lakaet eur haierad-kargou “e
vioh maget gand an dra-mañ-tra ha
bio”, e hellez maga anezo gand
n’eus forz petra, marhadmatoh, o
tond deuz an Amerik pe me ‘oarme.
Med ni zo o vond d’ober lêz evid ar
Chin !
An dra-ze a zo ankeniuz-kenañ.
Petra ‘raio ar beizanted a-benn
pemp bloaz, lakom deg ? Aze an
uzin a vo greet e Karaez a gemero
tro eur hard deuz ar pez ‘vez produet er horn-bro. Petra ‘raio an dud
kaez-se pa lavaro ar Chinaed dezo :
mad, echu amañ, ni zo ‘vond d’an
Aostrali pe d’ar Zeland Nevez ?
Gwelloh ‘vije deom bremañ, amañ
e Kreiz Breiz, d’ober deñved ‘vid
sevel eun uzin e-giz-se. Deñved a ro
plas d’ar zaout en diou vro-ze, setu
PK
eun dervez bennag ne vo ket mui
plas ‘vid an deñved. Setu marteze e
vije mad en em lakaad, ni, da zevel
deñved dioustu. Evel-just eo diêz
displega an dra-ze da lod hag a zo
bet savet ha desket d’ober lêz
saout. Ma z eo an uzin-ze eun diskoulm evid an deg vloaz zo o tond,
n’eo ket evid an ugent vloaz o tond.
Red eo en em lakaad da zoñjal mod
all war an doare da brodui.
Ema an traou
o tond en-dro 'giz
a-raog an duked :
hizio 'vo eur peizant
gand 500 dervezarad amañ,
1 000 ahont.
Eun dra a zo, med marteze diêzkenañ da gompren evid ar re
n’emaint ket e-barz al labour-zouar
da vad : ar sistem a zo e plas a zo
greet evid ma hellfe hemañ pe hennez debri an tri all a zo en e gichenn,
kemered an douarou, dond da veza
brasoh. ‘Lod zo o tizolei ema marteze an traou o tond en-dro ‘giz araog an duked, eur baron bennag
gand leun a zouar : hizio ‘vo eur peizant gand leun a zouar, 500 dervezarad amañ, 1 000 ahont. Pêet ar
halz diouto gand yalhajou o tond
euz ar PAC, da lavared eo, pêet ganeom. Ha toud an dra-ze evid produi petra ? Aze z eus labour d’ober,
med ne fallgalonan ket gand al labour-zouar, peogwir e welan ez a
war-raog kenañ al labour-zouar bio.
Gonezet an taol gand al labourerien-douar bio neuze ?
P’am-boa bet-me lakaet an atant da
brodui bio penn-da-benn e 1986,
edon gand ar vandennad peizanted
bio a oa war marhad Kerinou e
Brest. Ne oa ket berniou tud ahanom, 23 bennag. Pa weler hizio na
ped a dud yaouank a zo en em staliet en-dro e bio, e heller kaoud fiziañs memestra. E penn kenta toud
e oa red diskouez d’ar re all e oam
gouest d’ober kerkoulz, ma n’eo ket
gwelloh zoken, ha marhadmatoh
eged lakaad ludu ha mohaj partoud.
Bremañ, evidon-me, ober bio n’eo
ket a-walh. Abalamour e welan ive
lod hag a ra bio hag a zo ‘barz
memez doare sistem evid ar re all.
Pa vezer integret-toud e rouedadou
ar supermarhajou, ar boued a zo
bio, med an doare m’o-deus da
zevel loened da skwer a lak an nen
d’en em zoñjal. N’eo ket a-walh
beza bio, red eo ive kaoud eun
endro hag a jeñchfe.
Se zo cheñch ar gevredigez ha
mond war dachenn ar politikerez ?
Beñ ya. Aze e rankom en em zoñjal
hirroh ‘vid ma z eus bet greet
beteg-henn. Me n’on ket a-eneb an
deknologiez, na nevez na koz. Pez
zo, e ranker prederia mad. N’eo ket
peogwir e ouezom ober e rankom
ober. Da skwer, nevez ‘zo, toud ar
chatal e Bro-Hall, ar re vihan dreistoll, a oa sañset da gaoud eur hwe-
nenn elektroneg ‘barz o skouarn.
Bremañ om deuet a-benn da gaoud
eun dizoh all. Tu zo bremañ, e
Frañs, da naha. Setu, red eo manifesti, arabad koll kalon.
Gand ar falherien ho-peus gounezet ?
‘Vid ar poent e talhom. N’eo ket êz.
Pez a zo, pa zeller ar pez ‘vez anvet
transgénèse, hizio ‘peus c’hweh sistem génèse all, hag a zo ken gwaz
hag an hini kenta, ha n’int ket difennet gand lezvarn an Europ, setu…
Me ‘gav din e vije red en em zoñjal
war ar vent. Me ‘m-eus ket greet
c’hoaz toud an dro deuz an traouze. Labourad a ran gand Pièces et
Main-d’Œuvre, PMO. Eur vandennad tud zo ahanom hag a gustum
en em zoñjal war ar bed a-vremañ.
Eul lehienn internet zo, n’eus ken
med skriva PMO er moteur-enklask
hag e kavi. Ma ran eul leor eun dervez bennag, e vo eul leor oh ober
tro an traou. PMO a zikour ahanon
kalz da zoñjal an traou.
Setu ma vo eul leor ?
E vo, e vo… ‘Benn nebeud n’eo ket
sur. Hag er bloaveziou o tond, ‘vin
peizant.
Komzou dastumet gand Mari Kermareg
1. Eur stal amerikan hag a werz produiou fitoyehed. Tamall a reer dezo gwerza traou fall
evid ar yehed, mond pell gand al lobbya, ha
falsa dizohou an enklaskou a reer diwar o
obererez.
2. Confédération paysanne.
3. Parti communiste marxiste-léniniste.
4. Sciences et technologies de l’agronomie et
du vivant.
5. El lise labour-douar.
6. Eur greizenn nukleel er Gard.
Brud Nevez - 67
K
Q LEORIOU R
Ar skrivagner ken tost d’ar manah
Pinvidig-kenañ eo an oberennou savet gand ar skrivagner Philippe Le Guillou, e-noa bet ar priz Médicis e
1997. Beteg-henn avad n’em-oa lennet nemed unan
euz e romañchou, Le passage de l’Aulne : dipitet ‘oan
bet, rag n’em-oa ket kavet ar pez a glasken ennañ. Marteze abalamour ma anavezan mad al leh, war gumun
Roslohen, e-neus tapet ar romant e ditl diwarnañ ?
Kentoh abalamour d’ar stil “uhel”, frazennou mod galleg klasel, na glote ket – d’am zoñj – gand al liou a zo
war al leh-se ? Pe abalamour d’an eil ha d’egile, o veza
m’en em zantan evel perhenn dre spered war an
douarou-ze hag en em led a beb tu d’ar Ster-Aon ?
Red e vo din ‘ta adlenn Le passage de l’Aulne, peogwir
e oan eet e-biou moarvad. Eur gwir skrivagner eo Le
Guillou. Ar brouenn eo al levrig a zo bet embannet e
2012 gand an ti Dialogues e Brest : Guénolé ou le silence de l’Aulne.
Eun den lenneg, eur barz
N’eo ket posubl, ‘m-eus aon, skriva an deg ha pevarugent pajennad-ze, a gont buhez abad kenta Landevenneg, anez beza levezonet gand eun dra bennag
« a-uz », anez implij eun doare arzel uhel d’ober. Dres
amañ ez adkavom Le Guillou evel ma z eo-eñ, eun den
lenneg, eun den a feiz, eur mistik, hag eur barz. Kaer
e-neus bet ar paotr paka testeniou hag enoriou, feal
eo chomet da gumun Ar Faou, ‘leh m’eo bet ganet e
1959, ha da Vreiz ive.
Dre huderez an traou munud hag an huñvre war eun
dro, ez eom war roudou ar sant, mab da Fragan ha da
Wenn, ha desavet e spered gand Budok an hini striz.
Digori a ra ar mor e foñs al lenn-vor – evel ma ree dirag
Moizez er Bibl zantel – pa dremen ar vandennad veneh
68 - Brud Nevez
euz Tibidi da Landevenneg. Evel bugale aonig o vond
dorn-ha-dorn e oant chomet dirag ar burzud-ze, a skriv
Le Guillou. Burzudou all a raio Gwennole, unan anezo
lakaad ar relijion goz da zistrei ouz Doue ha distruja kêr
Iz.
Plijet on bet kalz gand ar gontadenn-mañ, etre istor ha
mojenn. Tost ema kan Gurvan, ar manah a lenn
Apokalips Sant Yann, ouz barzonegou Xavier Grall :
Da Vreiz hlaz, d’he reier, d’he moriou…
À la Bretagne bleue, à ses rochers, à ses eaux…
D’ar bleuñiou a gresk e miz du hag er wall-amzer…
Aux fleurs de novembre et des tempêtes…
D’ar stered a vez lennet e solier hlaz an ilizou…
Aux étoiles qu’on lit au plafond bleu des églises…
Plijoud a ra din gweled e-neus greet Philippe Le Guillou
– parizian ma z eo – c’hoari gaer gand eul leh sioul, kuz
e gaerded, pell euz ar gêrbenn drouzuz. Marteze evid
trei spered Mab-Den war-zu eun dra bennag all ? E
sioulder ar stèr Aon hag abati Landevenneg ema ar respont, da bep hini da glask anezi.
Eur wech e oan en em gavet gand ar skrivagner e Trevarez. Plijet e oan bet pa ‘noa lavaret din e-noa dalhet
mad soñj euz ma mamm-goz. Hi a oa o chom er Faou,
hag eur wech an amzer eh en em
gave gantañ, pa oa bugel o pourmen
gand e vamm-goz-eñ. Eur brouenn all
ez eo stag ar skrivagner diouz e wriziennou, ha ‘neus ket méz anezo.
L. G.
Philippe Le Guillou,
Guénolé ou le silence de l’Aulne.
Dialogues Éditions.
K
Dremmou cheñchuz an Dispah
Gand an titl e oan bet desachet dreist-oll evid kregi ebarz al leor-mañ, med a-benn ar fin al lodenn on bet
plijet ar muia ganti eo an hini genta, p’ema an haroz o
stourm e Amerika, hag a denn a-walh d’am zoñj ouz
avañturiou eur heneil d’ar sitoaien Jan Conan, warbouez ema e komz-plên… Degouezoud a ra diwezad an
Dispah gall el leor a-benn ar fin.
Hag ar pez a zo souezuz eo n’ema ket an haroz euz eun
tu pe eun all : loveal a ra euz eun tu d’egile, na peurwenn, na peurhlaz, ne glask nemed tenna e spillenn,
beva e famill ha chom beo. Eun astez soñj politikel endeus, pe eun doug kentoh p’eo bet desavet hervez ar
relijion gatolik : techet eo muioh da zivenn ar veleien
eged ar re o laz, med m’en em gann tu pe du eo kentoh
peogwir e kav e interest personel en afer. An êz m’eo
dezañ cheñch dremm ha krohen pa cheñch dillad a
wiria ema kenkoulz en e vleud a beb tu… Setu penaoz
em-eus santet an traou. Gand se, e hell Mikael Madeg
dre zavboent eun dudenn nemeti rei da weled meur a
zremm euz an Dispah.
Darvoudou, emgannou, arsaillou…
An tu fall eo ne beger ket da vad en dudenn dreuzweluz-mañ. An dudenn a eil renk m’eo e wreg kenta Mari
Vrun em-eus kavet kalz dedennusoh egetañ. Implijet
eo mad he donezon en istor. Evid an haroz, n’eus poan
ebed o kompren e lakfe e hounid hiniennel e penn ar
jeu, d’am zoñj eo ar pez a hoarvez gand an oll, en oll
vrezeliou. Med pa lenner e istor ez eus poan o tidouezia ar re zroug diouz ar re vad : tenna a ra muioh al leormañ d’ar vuhez eged d’al lennegez klasel war ar hraf-se.
Evid ma vije droug da vad eun enebour eo arabad e
anavezoud a-dost… Padal, an haroz e-unan en-devez
diegi, a-wechou, o lakaad e enebourien da vervel : re
vad e anavez anezo evel tud, eveltañ. Nevez a-walh e
kavan an doare-ze da ober.
A-hend-all e vez lennet buan peogwir eo dedennuz an
darvoudou, emgannou, arsaillou war vor ha war zouar,
stignou, muntrou, dibennaduriou ha kement ‘zo. Beaji
a reer en tu all d’ar mor hag en douarou ha fonnuz eo
an tudennou. Fent zo ivez a vare da vare : daoubleget
e oan o lenn lid gwezenn ar Frankiz…
Ne vezer ket enoeet, daoust ma vije teo ar berniad
paper (635 pajennad). Deuet e vije mad ganin eur fichennaoueg niverel, peogwir e kavan ponner seurt leoriou da zougen… ha peogwir emaom en XXIa kantved
ivez J. Med eun draig n’eo ken. Eur romant istorel a dalvoudegez eo, gand unan a heller kaoud fiziañs ennañ
evid rei eur skeudenn wirion euz Breiz da-heul ar furchadegou en-deus kaset da benn a-hed e vuhez.
A-fed stil, plijadurusoh e vije din ma vije skrivet en eun
doare klaselloh, ha n’eo ket hanter-skrivet hanter-gomzet, leun a estlammadennou en diavêz euz an divizou,
med displeget eo gand ar fed eo kontet an istor d’ar
mab-bihan karget d’he adskriva. Din-me e ra seurt
traou an efed kontrol : pellaad a reont ahanon euz an
istor, ha degas da zoñj din emaon o lenn e brezoneg,
kentoh eged va leuskel da antreal en eur mentad all dre
al lenn. Eur stil-konter eo, kentoh eged eur stil skrivet
ha… n’on ket tik ouz ar hontadennou. Med forz penaoz en em voazer ha goude eun nebeud
pajennadou ne daoler ket mui
pled.
Sarah Chedifer
Mikael Madeg, Dispac’h. Emb. Kêredol.
Adakvit Sarah Chedifer war he blog :
https://alennebrezhoneg.wordpress.com
Brud Nevez - 69
K
Geriadur eun amzer eet da goll
Eul levr brao eo Dictionnaire du Breton du Trégor-Goëlo
et de Haute-Cornouaille, diwar Dorn François Vallée,
eur golo kartroñs dezañ. Savet eo bet diwar paperou
en em gave ti Gwennole ar Menn e Sant-Brieg. Anveoud a reom toud F. Vallée (1860-1949), alias Abherve, a veze greet « tad ar brezoneg » anezañ. E dad
a oa rener milin-baper Benah. Fallig a oa e yehed, setu
e-neus bevet diwar e leve e Sant-Brieg, en eur dremen
toud e amzer oh ober war-dro ar brezoneg.
Diou lodenn a oa da labour Vallée. Gand al levr-mañ e
kavom eun den tost diouz brezoneg e vro. E-pad bloavejou e-neus dastumet geriou ha troiou impliet gand
an dud, sikouret gand mignoned disket – da skwer an
Ao. Even, noter e Landreger. Merka a reent war tammou paper a gasent dezañ kement a gavent a dalvoudegez er pez a glevent en-dro deze. Eur bern levriou ha
kazetennou a lenne Vallée ive, da gutuill enne peadra
da binvidikaad ar brezoneg.
Diwar kement-se eo deuet da zua ouspenn 3 000 folenn baper leun a heriou ha troiou-lavar impliet en Treger, Goelo ha Kerne-Uhel hag a ra danvez al levr-mañ.
War-lerh eur pennad berr e galleg e kaver ennañ, displeget e brezoneg, petra a zo er paperou ha penaoz eo
bet renket kement a zo e-barz. Ivuruzamant e-neus
miret ar re o-deus greet war-dro al levr ar geriou evel
ma oant bet skrivet. Evid ma hello al lenner en em
gaoud int bet renket toud dindan geriou-penn en eur
skritur unvan.
Roet a zo dim da hoûd kement leh a zo meneget el levr,
listenn ar re o-deus kemeret perz el labour dastum hag
al levriou a zo bet lennet. Herve Sebille Kernaudour eo
e-neus kaset al labour gaer-mañ da benn, med ne
gavan ket piou eo an dud o-deus sikouret anezañ.
70 - Brud Nevez
Diwar skwer an esperanto
Ne heller chom heb komz euz eil lodenn labour Vallée,
an hini bouezusa evitañ ma varner diwar ar pez e-neus
embannet : levriou braz evel Istor ar Bed ha dreist-oll
e Grand dictionnaire français-breton (1931-33), hag a
gaver ennañ kichenn-ha-kichenn geriou dastumet war
ar mêz hag eur bern reou nevez savet war skwer an esperanto. Labouret e-neus kalz asamblez gand Émile Ernault, ha dreist-oll gand Meven Mordiern (1878-1949),
René Le Roux e wir ano, eun den euz bro Vendôme hag
a zo deuet da veva e Pordic goude m’en-noa studiet ar
yeziou keltieg e Pariz.
Gelloud a reer lared eo ar geriadur-mañ e-neus lakeet
ar brezoneg nevez da veza eur yez artifisiel. Ober a ra
deuz ar brezoneg eur yez savet a-ziwar netra, en eur
ankouaad e istor hag an eñvoriou a zo berniet ennañ
abaoe kantvejou. Sklêr eo eo Meven Mordiern, e-noa
disket ar brezoneg el levriou hag a veve en diavêz BreizIzel, e-neus tapet ar mennoziou-ze diwar re an Dr Zamenhof, a zavas an esperanto. ‘M-eus aon eo eñ
e-neus lakeet Vallée da vond gand an hent-se, hag a zo
bet heuliet war-lerh gand Roparz Hemon : Gwalarn enoa eur stagadenn anvet Nord-Oksidento.
Galloud a heller lakaad Dictionnaire du Breton du Trégor-Goëlo et de Haute-Cornouaille F. Vallée asamblez
gand ar re all a zo bet embannet war brezoneg Treger.
Digas a ra da zoñj, pe gentoh diski a ra dim eur bern
traou diwar eur hultur eet da goll
hag eun amzer ma oa ar brezoneg yez an oll war ar mêz.
Jean Le Dû
François Vallée, sous la direction scientifique de Herve Sebille Kernaudour, Dictionnaire du Breton du Trégor-Goëlo et de
Haute-Cornouaille, Lannion, Kuzul ar Brezhoneg-An Alarc’h, 2014, 580 p. 42 €.
K
Goude ar zouezadenn ne jom nemed plijadur
Avaz a zo unan euz ar pladenn am-eus bet tu da gleved
er mareou-mañ. Mond a reer ganti euz kevrinou ar
Pers beteg ar hanaouennou a garantez e Breiz…
Mestr braz ar fleüt a-dreuz
Pa ‘m-eus gwelet anezi, em-eus bet aon e vefe eun
doare fusion music, eur meskaj dinatur etre daou dra
n’o-deus netra da weled an eil gand egile. Dre chañs e
oa war golo ar bladenn anoiou tri den a ouzon piou int :
Keyvan Chemirani, Annie Ebrel ha Sylvain Barou. Annie
Ebrel ne gollin ket amzer da lared deoh piou eo. Sylvain
Barou, eñ, n’eo ket c’hoaz ken brudet hag Annie, med
lod a lavar eo deut da veza mestr braz ar fleüt a-dreuz
er vro-mañ.
Hag an trede, emaoh o vond da houlenn diganin ? Keyvan Chemirani. Am-eus gwelet ha klevet evid ar wech
kenta e Roazon eun toullad bloaveziou a zo, pa oa bet
greet eun abadenn gand Jacques Pellen hag e gamaladed en enor da Gristen Nogues. ‘Barz ar strollad-ze e
oa eun den o seni deuz taboulinou a beb seurt, hag
anad e oa e oa eur sapre soner. D’eur poent a zo bet edoug an abadenn-ze, e oa bet laosket da zeni e-unanpenn e-pad eur frapadig, ha me ‘lar deoh e oa chomet
bamet an oll ‘barz ar zal. Ha chomet e ano en ma
memor… Setu goude beza bet lennet e ano war golo
ar bladenn em-eus bet fiziañs dioustu.
Eur yez ijinet diwar unani diou vouez
ar vro-mañ. Kanet e vezont gand Maryam Cheminari
hag Annie Ebrel e yez an eil bro hag eben, pe (ma komprenan mad ar pez a zo skrivet) en eur yez ijinet diwar
unani an diou vouez. Souezet on bet pa ‘m-eus klevet
« Me am-eus eur feunteun » en em gavoud war eur
muzik a zo gantañ blaz ar Reter, med goude ar zouezadenn ne jom nemed plijadur.
Souezet on bet adarre pa ‘m-eus lennet eo Sylvain
Barou e-neus kempennet an ton-ze. Mestr braz ar fleüt
a-dreuz a adlavaran ez eo kredabl-braz, med ouspenn
ez eus anezañ eun den gouizieg war sonerez meur a
vro. Kanaouennou a zo, dond a ra eur yez da geja gand
eun all, ha cheñch a ra al liou hervez ar yez. Toniou a
zo ivez, toniou sioul, kentoh, nemed pa c’hwez eun avel
diroll hag e teu an notennou da virvi a-greiz-oll.
Evidon eo Avaz eur bladenn a ro plijadur d’an diouskouarn ha d’ar spered. Enrollet eo bet gand diouskouarn fin Jacky Molard, ha
produet gand Innacor, a ginnig beb tro muzik a-feson. Pep
hini a varn, evel-just, hervez
ar pez a gar.
Bernez Quillien
Keyvan Chemirani, Avaz,
emb. Innacor.
Lehienn internet : www.innacor.com
Kinnig a ra « Avaz » deom toniou euz an Iran, reou all
savet gand sonerien ar strollad, ha kanaouennou euz
Brud Nevez - 71
K
Tammou keleier
deg vloaz. Ahann da neuze, e tizo ar
gelaouenn Bremañ he 400ved
niverenn, e miz meurz.
Berz e-neus greet an DVD istor
Breiz a zo bet embannet gand Skol
Vreizh. Pell a-raog Nedeleg, e oa bet
gwerzet 4 000 deuz an hini galleg,
ken eo bet red engrava reou all.
Deuz an hini brezoneg e oa bet
embannet 1 000.
☛
☛ Gand Skrivagnerien Vreiz eo bet
roet ar priz Per-Jakez Helias da
Herve Gouedard evid e romant Paul
Sérusier, ul livour e Breizh (emb. Al
Liamm). Pez e-neus laket Frank
Bodenes da gounnari ha da lopa
warno, ha war ar priziou dre vraz,
war e vlog Pili ha lipig.
☛ D’an
9 a viz genver eo bet
embannet he 500ved niverenn gand
ar gazetenn Ya !, gand eur golo chik
diwar dorn Owen Poho. ‘Benn miz
mae e tapo ar gazetenn sizunieg he
Kenavo
da Erwan Ropars
Aet eo Erwan Ropars da anaon d’an
eiz a viz genver, d’an oad a bevar
bloaz ha tri-ugent. Eun den a-zaore
on-eus kollet aze. Mab e oa da Loeiz
Ropars, e-neus lakaet ar festou-noz
da zond en-dro war-wel er bloaveziou hanter-kant, ha soubet eo bet
Erwan e sevenadur ha yez e vro adaleg e yaouankiz. D’an oad a nao
vloaz e oa en em lakaet da zeski seni
deuz ar biniou braz, ken plijet ma oa
gand son ar benveg-ze, ha marteze
a-walh gand an doareou soudarded
a vez gand biniaouerien Bro-Skos.
D’an oad a driweh vloaz e oa o seni
gand Bagad Kemper, a-raog dond da
veza ar penn-soner anezañ.
72 - Brud Nevez
Erwan Ropars eo e-neus lakaet
Bagad Kemper da veza ar pez ez eo
hirio, da lared eo eur strollad tud a
youl vad a labour evel tud a-vicher.
Deg gwech e-neus lakaet ar bagad
da honid kenstrivadegou broadel ar
bagadou savet gand Bodadeg ar Sonerion, deuet da veza Sonerion
hirio. E Gourin e-neus gonezet
Erwan ivez, gand Raymond Plouzennec ha gand Serge Riou. Eur
soner fleüt a-dreuz ampart e oa
c’hoaz. Kantadou, pe zoken milierou a zonerien yaouank a zo bet e
skol gantañ a-hed ar bloaveziou,
hag e hell muzik or bro trugarekaad
anezañ.
Ar wech kenta m’am-oa gwelet anezañ am-oa bet aon, rag eur pez den
braz ha ledan, eun arz eo a oa dira-
zon… Friket e-noa ma dorn din pa ‘moa saludet anezañ. Bloaveziou goude
am-eus bet plijadur o toulla kaoz
gantañ, dreist-oll dirag eur banne e
sioulder eun davarn e Kemper. Kenavo, mestr-soner, kenavo Erwan.
B. Quillien
Emgleo Breiz
Warhoaz, marteze...
Demain, peut être...
C. An Dreo
E Warhoaz, marteze…/Demain, peut-être e tigor Charlez An Dreo e galon d'e lennerien.
Anavezet eo gand an oll dud hag a gar ar muzik e Breiz, evid beza ezel deuz Laz-kana
Penn-Ar-Bed. Meur a hini e-touez an testennou-mañ zo bet kanet war pladenn ziweza
al laz-kana, Deiz al lid, evel Bugel er brezel, troet diwar J.-J. Goldman.
Eun ollad eo al leor-mañ e gwirionez, bodet ennañ war eun dro kizidigez eun den hag
e ravolt dirag ar bed. Karantez hag esperañs a zo, med n'eo ket dall ar barz. N'eo ket
eur gentel hag a ro deom, eun ali a vignoniez kentoh : peadra zo da esperoud daoust
d'an darvoudou du, ha deom-ni da weled sklêr er pez a gont war ar bed-mañ. Ken e brezoneg, ken e galleg, setu amañ barzonegou dezo eur muzik ispisial, da veza rannet gand
ar re a garer.
Linad va halon
Orties
L. Lavrand
Eun dastumad barzonegou diouyezeg eo Linad va halon, skrivet gand Laurence Lavrand.
A-viskoaz e skriv barzoniez, med beteg bremañ, daoust dezi beza embannet meur a leor,
n'he-doa ket soñjet lakaad he halon er goulou evel-se. Sioul-sioulig e teu da ginnig deom
he fromadennou, he foaniou, heh esperañs, hag he harantez evid an natur. Blaz an amzer a
glever kalz er pajennadou-mañ ive, an amzer hag a uz, an amzer hag a bare, hag an distro,
bepred, deuz ar volontez da garoud, evel eun testeni deuz treh ar vuhez. Engravaduriou
gwenn-ha-du Bernard Polard a gav o flas heb tamm poan ebed e kuzulikadennou ar varzez.
Prena ha pellgarga leoriou
www.emgleobreiz.com
Brud Nevez - 73
Koumanant
Paiement en ligne : www.emgleobreiz.com
Paiement par chèque possible (à l’ordre de Brud Nevez)
Koum
anan
Abon
tit dr
nezez
vous
par p avad !
rélèv
em e
nt !
Identifiant Créancier SEPA (ICS) Brud Nevez
FR66ZZZ640186
En signant ce formulaire de mandat, vous autorisez (A) Brud Nevez à envoyer des instructions à votre banque pour débiter votre compte, et (B) votre
banque à débiter votre compte conformément aux instructions de Brud Nevez. Vous bénéficiez du droit d’être remboursé par votre banque selon les
conditions décrites dans la convention que vous avez passée avec elle. Une demande de remboursement doit être présentée :
- dans les 8 semaines suivant la date de débit de votre compte pour un prélèvement autorisé,
- sans tarder et au plus tard dans les 13 mois en cas de prélèvement non autorisé.
Votre Nom et prénom : . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . .
Votre adresse : . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . .
....................................................................................................
Code Postal : . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . Ville : . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . .
Les coordonnées de votre compte
Numéro d’indentification de votre banque - IBAN (International Bank Account Number)
Code international d’identification de votre banque - BIC ( Bank Identifier Code)
(A) Brud Nevez - TEOO4278 (identifiant du Brud Nevez), 2 bis rue Prof. Chrétien 29200 Brest. FRANCE.
Type de paiement :
Paiement récurrent/répétitif
Signé à : . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . .
Paiement ponctuel
Le : . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . .
Disklêriet hervez al lezenn. I.S.S.N. : 0339-7014 - C.P.P.A.P. : 0516G88516
Brud Nevez, 2 bis ru P. Chrétien 29200 Brest
Moullet gand : Ouestélio, 505 ru Jurien de la Gravière, 29229 Brest Cedex
Ezel eo Brud Nevez euz Emgleo Breiz. Skoazellet eo Brud Nevez gand : Rannvro Breiz.
Renerez ar gelaouenn : Mari Kermarec
Kazetenner : F. Broudig. Prienti : Maguy Kerisit. PAO : Gwenola Derrien
O-deus kemeret perz ivez en niverenn-mañ : Yvon Le Menn, Yvonne Le Hen, Anna Quéré,
Laurence Lavrand, Izan Belz, Y.-L. Ar Bod, K. Ar Bod, S. Dracius, M.-L. Larade, D. Maximin, M.
Rippon, J. René-Corail, Marcel Diouris, Loeiz Grall, Frank Roger, Sylvain Botrel, Bernez rouz,
Jil Killivere, S. Chedifer, J. Le Dû, B. Quillien. © evid an oll bennadou : Brud Nevez ha peb skrivagner.
Bimestriel - Numéro 308, janvier 2015.
Dépôt légal : 1er trimestre 2015. I.S.S.N. : 0339-7014 - C.P.P.A.P. : 0511G88516
Imprimé par : Ouestélio, 505 rue Jurien de la Gravière, 29229 Brest Cedex
Brud Nevez est membre de Emgleo Breiz. Publié avec l’aide de la Région Bretagne.
Directrice de publication : Marie Kermarec. Comité de rédaction : M. Kermarec, F. Broudig,
L. Grall, M. Kerisit, G. Derrien. PAO : Gwenola Derrien
© pour l’ensemble des articles : Brud Nevez et les auteurs.
Prix de vente au numéro : 7 euro. En téléchargement : 4 euro. Abonnement pour 6 numéros :
tarif normal : 40 euro, étudiants : 25 euro, Pays de l’U.E. : 50 euro, Reste du monde : 59 euro.
Signature :
Paiement en ligne !
www.emgleobreiz.com
Tarifs d’abonnement 1 an - 6 numéros :
- Version papier :
40 € abonnement normal
25 € abonnement étudiants
> 40 € abonnement de soutien
50 € abonnement pays de l’Union Européenne
59 € abonnement reste du monde
- Version numérique : 14 €
BRUD NEVEZ 2 bis rue Prof. Chrétien 29200 Brest