Ti-kêr Kemper / Mairie de Quimper Dz Mag

Transcription

Ti-kêr Kemper / Mairie de Quimper Dz Mag
Ti-kêr Kemper / Mairie de Quimper
Dz Mag - Gouere 2016 – Pennad-stur
Er bloaz-mañ c’hoazh e vo traoù festus ha birvilh e-pad an hañv e Douarnenez.
Eus an 19 d’ar 24 a viz Gouere e vo lidet e 30 vloaz gant ar festival-mor « Gouel Amzer »
er Rosmeur, diwar-benn Kantved ar Sklêrijenn. Un arvest kaer a vo, a-dra-sur, war ar mor ha war
ar c’haeoù evit ar an dud a zo sot gant ar bigi kozh, glad ar mor, ar mor hag ar sonerezh. Evel ma
vez graet e Douarnenez da gustum !
Goude-se, eus an 19 d’ar 27 a viz Eost, e vimp kaset da gejañ gant Pobloù Turkia gant
Gouel ar Sinema, lusker difaezhus al liesseurted sevenadurel, ar pobloù pe ar stourmoù ne
gomzer ket kalz diwar o fenn pe nebeut a-walc’h. Abalamour d’an emgav hengounel-se eus
miz Eost eo gouestlet teuliad an Dz Mag-mañ d’ar sinema e Douarnenez. Un teuliad klokkenañ evit ober anaoudegezh gant an obererien a bep seurt war un dachenn ha n’eo ket
gwall anavezet daoust m’eo diazezet-mat en hor c’hêr, eus an danvez dibab sinema ha
kleweled a gelenner el Lise Yann-Vari ar Brizh, betek ar produiñ hag ar seveniñ. Aze e
tiskouez hor c’humun, ul lec’h degemer da gustum, ez eus ivez ul lec’h krouiñ hag ul lec’h
sevenadur anezhi.
Erfin, goude bezañ aozet an div loc'hadeg diwezhañ eus ar Mini-Treizhadeg, eo krog
skipailh Redadegoù Douarnenez gant un dra ziaes all p’en deus divizet degemer ar redadegmor Douarnenez-Horta, ur gevezadeg en e-unan er rummad Figaro Bénéteau. Ar gevezadegse, eus ar c’hampionad Frañs Begenn redadeg en donvor, a loc’ho d’ar 27 a viz Eost ha
distreiñ a raio ar bigi da Zouarnenez a-benn kreiz miz Gwengolo. Gant-se e vo un astenn
d’an hañvezh war ar pontonioù!
Gant an tri mare pouezus-se e vo lusket hon hañvezh. Estregeto a vo avat, stank ha liesseurt
e vo an arvestoù hag an abadennoù kinniget deoc’h, evel m’eo displeget dre ar munud en
hon deiziataer. Kas a ran ma gourc’hemennoù d’an holl dud a-youl vat en em ro dizamant
evit ma c’hallimp aozañ an holl abadennoù-se. Gourc’hemennoù ha trugarez dezho c’hoazh
hag adarre !
Hañvezh kaer ha laouen d’an holl ! DouarnVenez !
Philippe PAUL
Dz Mag - Juillet 2016 - Edito
Cette année encore, l'été s'annonce festif et animé à Douarnenez.
Pol Yezh Ofis Publik ar Brezhoneg / Pôle Langue de l'Office Public de la Langue Bretonne - 06/07/16
Du 19 au 24 juillet, le festival maritime Temps fête fêtera ses 30 ans au Rosmeur, sur le
thème du Siècle des Lumières. Spectacle garanti sur l'eau et sur les quais pour les amoureux
des vieux gréements, de patrimoine maritime, de la mer et de la musique. Dans la grande
tradition douarneniste !
Puis du 19 au 27 août, promoteur inlassable de la diversité culturelle, comme des peuples ou
des luttes dont on parle peu ou pas assez, le Festival de Cinéma nous emmènera à la
rencontre des Peuples de Turquie. Ce traditionnel rendez-vous du mois d'août est l'occasion
de consacrer le dossier de ce Dz Mag au cinéma à Douarnenez. Un dossier très complet qui
permet de découvrir les différents acteurs d'une filière méconnue mais bien présente sur la
ville, de l'option cinéma et audiovisuel du Lycée Jean-Marie Le Bris, jusqu'à la production
et la réalisation. Traditionnellement terre d'accueil, notre cité se montre là, une fois de plus,
terre de création, terre de culture.
Enfin, après avoir organisé les deux dernières éditions de la Mini Transat, l'équipe de
"Douarnenez Courses" se lance dans un nouveau challenge en accueillant la DouarnenezHorta, épreuve en solitaire de la classe Figaro Bénéteau. Le départ de cette épreuve du
championnat de France Elite de course au large sera donné le 27 août, avec un retour de la
flottille à Douarnenez attendu à compter de la mi-septembre. Un prolongement sur les
pontons de la saison estivale !
Ces trois temps forts rythmeront notre été. Mais ils ne seront pas les seuls, tant l'offre de
spectacles et d'animations, qui vous est détaillée dans l'agenda, est dense et variée, avec un
grand coup de chapeau à l'ensemble des bénévoles qui se dévouent sans compter pour
rendre tous ces évènements possibles. Encore bravo et merci à eux !
Et très bel été à toutes et à tous ! DouarnVenez !
Philippe PAUL
Pol Yezh Ofis Publik ar Brezhoneg / Pôle Langue de l'Office Public de la Langue Bretonne - 06/07/16